Fleuves
Fleuves | |
![]() | |
Bro orin | ![]() |
---|---|
Doare(où) | sonerezh Breizh, jazz rock, sonerezh elektronek |
Benveg(où) | treujenn-gaol (klarinetenn), piano (Fender Rhodes), gitar-boud |
Bloavezhioù oberiant | Abaoe 2012 |
Label(ioù) | Coop Breizh |
Awen | dañsoù Breizh |
Lec'hienn ofisiel | fleuves-music.com |
Izili | Samson Dayou
Romain Dubois
Emilien Robic |
Endro | Dour/Le Pottier Quartet, 'Ndiaz, Barba Loutig |
kemmañ ![]() |
Fleuves a zo ur strollad sonerezh savet gant tri soner, Emilien Robic (klarinetenn), Romain Dubois (piano Rhodes) ha Samson Dayou (gitar-boud), e Penn-ar-Bed e 2012.
Mesket e vez gant ar strollad-mañ sonerezh Breizh, jazz ha sonerezh elektronek. Troet eo tonioù ar strollad-mañ war-zu ar sonerezh da zañsal. Evit-se e vez klevet Fleuves peurvuiañ er festoù-noz pe er gouelioù e Breizh[1].
Daou albom studio hag un EP zo bet embannet ganto betek-henn. An daou albom-mañ zo bet degemeret mat gant ar publik hag anavezet evel div bladenn a-galite gant an dud a vicher[2].
Istor ar strollad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Priz Sonerezh Produet e Breizh 2017 (pladenn Fleuves #1)
- Priz ar juri Priz Meur pladenn an Telegram 2019 (#2)
- Emvod ar Gelted en Oriant 2017, 2019, 2021 ha 2022
Festival Yaouank 2016
Gouelioù-Meur Kerne 2017
Gouel an Erer Kozh 2019
Festival Yaouank 2019 (Fleuves & Lights)
La Carène (e Brest e 2020)
Emvod ar Gelted en Oriant 2022 gant 'Ndiaz
Sonerien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

- Samson Dayou : gitar-boud ha fretless, sonaozour (abaoe 2012)
- Romain Dubois : piano Fender Rhodes ha mekanikoù elektronek, sonaozour (abaoe 2012)
- Emilien Robic : klarinetenn (treujenn-gaol), sonaozour (abaoe 2012)
Pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bloavezh | Titr | Notennoù |
---|---|---|
2016 | Fleuves #1 | Studio |
2019 | #2 | Studio |
2020 | Fleuves 1 & 2 | Dibab-tonioù |
2021 | Odyssea | Studio (EP) |
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Maiwenn Raynaudon-Kerzerho, « L'étonnante histoire de la musique bretonne : Quelques groupes emblématiques », Bretons, no 47, avril 2021, p. 40
- ↑ « Musique. Le groupe Fleuves, vainqueur des ventes 2019 de la Coop Breizh », Ouest-France, 15 janvier 2020
Diellstagadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (fr) Jean-Jacques Monnier (2020). "Le fest-noz aujourd'hui", Bretagne L'essentiel, Skol Vreizh (in fr). 160 p. ISBN 9782367581170.
- (fr) Pascal Lamour (2018). Un monde de musique bretonne, éditions Ouest-France. 168 p. ISBN 978-2737378980.
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (fr) (en) Lec'hienn ofisiel Fleuves
- Fleuves e discogs.com
- Rouedadoù sokial : Facebook, Instagram, Youtube