2019 e Breizh
Neuz
Bloavezhioù : ../.. 2014 2015 2016 2017 2018 - 2019 - 2020 2021 2022 2023 2024 ../.. | |
Dekvloazhiadoù : 1990 2000 - Bloavezhioù 2010 - 2020 - 2020 | |
Kantvedoù : XXvet kantved - XXIvet kantved - XXIIvet kantved Kronologiezh hervez ar ranndirioù : Kronologiezh hervez an tem : |
Kronologiezh vloaziek evit Breizh
|
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gwener 8 a viz Genver : dont a ra ar C'hentañ Ministr gall Édouard Philippe da Naoned ha da Roazhon. Sinañ a ra gant prezidant Rannvro Breizh un emglev war ar monedone hag an hentoù, hag en un emglev all e promet reiñ skoazell arc'hant d'ar skolioù Diwan, sikour ar sevel lojeiz da feurmiñ, reiñ galloud d'ar Rannvro evit an diorren greantel, politikerezh an dour, an touristerezh...
- Sadorn 16 a viz C'hwevrer : krouet ha disklêriet eo ar gelaouenn Ar Gouloù Gwenn e isprefeti Pondi.
- Sul 7 a viz Ebrel : emvod diazezañ al luskad Breizh Lab gant Jean-Yves an Drian.
- Merc'her 17 a viz Ebrel : embannet eo niverenn gentañ ar gazetenn Le Journal de la Bretagne, ur sizhunieg evit Breizh a-bezh, perc'hennet gant Kristian Troadeg ha renet gant Erwan Chartier.
- Lun 6 a viz Mae : kentañ abadennoù Radio Kerne Naoned skignet dre internet.
- Sadorn 8 ha Sul 9 a viz Mezheven : Gouel Broadel ar Brezhoneg e Langoned.
- Merc'her 12 a viz Mezheven : paouez a ra Le Journal de la Bretagne da zont er-maez.
- Gwener 5 a viz Gouere ; distrujet eo toenn ha kreiz Chapel Koad Kev gant un tan-gwall.
- Sul 11 a viz Eost : dioueliadur triwec'h delwenn nevez e Traoñienn ar Sent, e Karnoed, hag en o zouez hini sant Divi.
- Meurzh 20 a viz Eost : kren-douar bihan (2,9 e ampled war skeuliad Richter) e korn-bro Brest.
- Yaou 22 a viz Eost : Daniel Cueff, maer Langoed, zo barnet e lez-varn velestradurel, da-heul klemm prefed Roazhon, abalamour m'en deus difennet ouzh al labourerien-douar teuler diastuzerioù re dost da diez an dud en e gumun.
- Yaou 12 a viz Gwengolo : Richard Ferrand, kannad pastell-vro Karaez ha prezidant ar Vodadenn Vroadel c'hall, zo lakaet dindan ensell gant barnerien Lille evit bezañ bogodet arc'hant diwar-goust ar Mutuelles de Bretagne.
- Sadorn 14 a viz Gwengolo : manifestadeg ha piknik e Traezh Beleg, e Terrug, da wareziñ an anvioù-lec’h brezhonek ha da stourm ouzh an divrezhonekaat sevenet gant maered zo ha gant ar Post gall.
- Yaou 19 a viz Gwengolo : un nijerez eus aerlu Belgia a gouezh war un ti e Pluwigner. N'eus gloazet den ebet met gwall vazaouet eo an ti.
- Yaou 26 a viz Gwengolo : gwallzarvoud gant un nijerez eus arme Belgia e Pleuwigner.
- Yaou 17 a viz Here : en afer Fañch Bernard eo embannet barnadenn al Lez-terriñ ha distaolet azgalv prokulor Roazhon a-enep an dildenn (~) en anv ar paotrig Fañch ganet e miz Mae 2017. Met un nebeud devezhioù goude ez eus kaset ul lizher gant besprokulorez Brest da holl vaered Penn-ar-Bed da lavaret dezho n'eo nemet abalamour d'e stumm eo bet nac'het azgalv prokulor Roazhon, ha goulenn a ra digant an holl vaered kemenn dezhi ma vije tud o klask lakaat d'o bugale un anv gant ur dildenn.
- Meurzh 19 a viz Du : en ul lizher kaset d'ur familh eus Montroulez e skriv prokulor Brest ne vo ket degemeret an anv Fañch o doa roet d'o babig ganet d'an 18 a viz Du.
- Sul 1añ a viz Kerzu : murlivadurioù bras gant Pierre de Belay el leti Ker-Moor e Benoded, gwerzhet e sav-taol, zo bet prenet gant ti-kêr Kemper evit mirdi an arzoù-kaer er gêr-se.
- Sul 15 a viz Kerzu : eil dilennadegoù broadel breizhat aozet evit Dael Breizh, bodadenn demokratel an daelourien vreizhat.
Deskadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Seitek klas divyezhek brezhoneg-galleg nevez zo bet digoret e skolioù kentañ derez hag eizh er skolioù eil derez, e miz Gwengolo 2019. Diwar ar 17 klas kentañ derez ez eus 16 a zo e skolioù publik hag unan en ur skol gatolik. Diwar an 8 klas eil derez ez eus 4 a zo e skolajoù publik, 3 e skolajoù katolik hag unan e lise katolik Gwengamp. En holl ez eus bremañ 18890 skoliad e klasoù divyezhek Breizh, en hentadoù Diwan, publik pe katolik.
Sport
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 22 a viz Ebrel : Tro Bro Leon.
- 25-27 a viz Ebrel : Kampionad ar gourenoù keltiek e Reykjanesbær, en Island.
- 25-30 a viz Ebrel : 53vet Tro Breizh war varc'h-houarn.
- 27 a viz Ebrel : trec'h eo Kleub mell-droad Roazhon war hini Paris Saint-Germain, e match gourfenn Kib vell-droad Bro-C'hall.
- Alan E. ar Berr
- Claude Besson
- Claude Champaud
- Eugène Cogrel
- Yann-Fañch Kemener
- Mari Kermareg
- Patrick Malrieu
- Fañch Morvannou
- Max Querrien