Richard Ferrand
Richard Ferrand, ganet d'ar 1añ a viz Gouhere 1962 e Rodez (Aveyron), zo ur politikour gall. Kuzulier rannvroel eo e Breizh abaoe 2010, dilennet da gannad e Penn-ar-Bed e 2012. Bet eo ivez sekretour-meur ar strollad En Marche ! adalek miz Here 2016. Richard Ferrand a zo bet lakaet da vinistr unvanidigezh an tiriadoù e gouarnamant Édouard Philippe d'ar 17 a viz Mae 2017. War ar renk e oa adarre e 2017 da vont en-dro da gannad, en desped d'un afer arc'hant.
An Afer Ferrand
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'ar 24 a viz Mae 2017 e voe embannet er sizhunieg gallek Le Canard enchaîné e oa bet Richard Ferrand, pa oa sekretour meur ar Mutuelles de Bretagne, o sikour e wreg da c'hounit arc'hant. Sandrine Doucen, a vefe bet sikouret gant he gwaz da c'hounit tro 500 000 euro : ur miz goude bezañ graet kevrat feurmiñ un ti-uhel evit ar Mutuelles de Bretagne he dije krouet un SCI. 99 % eus al lodennoù an SCI a zo perc'hennet ganti ha dre-se e oa deuet a-benn da brenañ an ti-uhel war-dle met hep degas arc'hant. Ur wech feurmet an ti, e voe graet 184 000 euro a labourioù gant ar Mutuelles de Bretagne ; talvoudegezh SCI an itron Doucen a oa savet un nebeud bloavezhioù war-lerc'h betek tizhout 3000 gwech ar sammad diazez he devoa postet, kement ha 300 000 euro[1].
Lavaret en deus ne oa na dimezet da pakset d'an itron Doucen, petra bennak ma'z int pakset abaoe 2014[2].
E 2012 en doa kemeret da skoazeller-kannad kompagnun renerez ar Mutuelles de Bretagne, Joëlle Salaun, ha roet e oa bet ganti da Richard Ferrand ur garg er Mutuelles de Bretagne, etre 2012 ha 2017, paeet 1 250 euro ar miz.