Mont d’an endalc’had

Mutuelles de Bretagne

Eus Wikipedia
Mutuelles de Bretagne
aozadur
Tachenn obererezhioùQ112166002 Kemmañ
Deiziad krouiñ1905 Kemmañ
Anv ofisielALV'HEOL Kemmañ
BroFrañs Kemmañ
Furm lezennelmutual fund Kemmañ
Sez sokialBrest Kemmañ
Darvoud-alc'hwezMutuelles de Bretagne case Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.mutuelles-de-bretagne.fr/ Kemmañ

Mutuelles de Bretagne (Brezhoneg: Kenwarezoù Breizh) zo un aozadur kenwarez digorvo diazezet e Brest, e Penn-ar-Bed. Adkavout a reer lodennoù eus an aozadur e Breizh a-bezh. Arbennikaet eo an aozadur war dachenn ar c'hretaat kenetre.

Ar C'henetre a Vreizh a oa bet krouet d'ar 5 a viz Gwengolo 1905 o unaniñ 70 eus ar 107 kenetre a oa er Penn-ar-Bed. Hervez lec'hienn an aozadur e vije bet evel pal "adalek ar penn-kentañ", da "ziskenn an diforc'hioù ha da reiñ an tu d'an holl, ne ra forzh al live sokial, ur moned etrezek pareoù ha servijoù a zoare ha lec'hel", en ur bed "na rank biken dont da vezañ unan marc'had".

Er bloavezh 2017 ez eus 350 a dud o labourat er c'henetre.

An Afer Ferrand

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar 24 a viz Mae 2017, ar gazetenn Le Canard enchaîné a lak war-wel e vefe bet sikouret e wreg gant Richard Ferrand pa oa sekretour meur ar Mutuelles de Bretagne da c'hounez arc'hant. Sandrine Doucen, a vefe bet sikouret gant he gwaz da c'hounez tro 500 000 euro : ur miz goude bezañ bet ur c'hevrad feurmiñ eus un ti-uhel evit ar Mutuelles de Bretagne he dije krouet un SCI. 99 % eus al lodennoù an SCI a zo perc'hennet ganti ha dre-se e oa deuet a-benn da brenañ an ti-uhel war-dle met hep degas arc'hant. Ur wech furmet ar Mutuelles de Bretagne a ra 184 000 euro a labourioù, priz SCI an itron Doucen a oa pignet nebeut bloavezhioù war-lerc'h da 3000 gwech ar sammad diazez ha devoa postet e-barzh tizhet e oa 300 000 euro.