Claude Champaud

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Claude Champaud

Claude Champaud (22 Genver 1929 - 12 Meurzh 2019) a oa ur skolveuriad ha politikour breizhat, genidik eus Ar Bineg, e Bro-Naoned. Kelenner war ar gwir eo bet, ha prezidant Skol-Veur Roazhon I, etre 1971 ha 1976. Er bloavezhioù 1970 ivez e oa unan eus renerien ar CELIB, hag en anv ar strollad-se e voe ezel eus Kuzul Ekonomikel ha Sokial Rannvro Breizh. Kuzulier-rannvro hag unan eus besprezidanted Kuzul Rannvro Breizh eo bet ivez. Marvet eo da 90 vloaz.