2018 e Breizh
Neuz
Bloavezhioù : ../.. 2013 2014 2015 2016 2017 - 2018 - 2019 2020 2021 2022 2023 ../.. | |
Dekvedoù : 1990 2000 - Bloavezhioù 2010 - 2020 - 2020 | |
Kantvedoù : XXvet kantved - XXIvet kantved - XXIIvet kantved Kronologiezh miz ha miz : Kronologiezh hervez ar ranndirioù : Kronologiezh hervez an tem : Marvioù : |
Kronologiezh vloaziek evit Breizh
- 2017 e Breizh - 2018 e Breizh - 2019 e Breizh
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Genver
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1añ a viz Genver : hervez sifroù diwezhañ an INSEE ez eus 4 659 127 a dud o vevañ e Breizh : 1 365 227 el Liger-Atlantel, 1 042 884 en Il-ha-Gwilen, 907 796 e Penn-ar-Bed, 744 813 er Mor-Bihan ha 598 357 en Aodoù-an-Arvor.
- 17 a viz Genver : disklêriañ a ra Kentañ Ministr Bro-C'hall, Édouard Philippe, eo dilezet ar raktres da sevel un aerborzh bras e Kernitron-al-Lann.
- 25 a viz Genver : degemeret eo raktres Radio Kerne da sevel ur radio hollvrezhonek e Bro-Naoned gant ar CSA (Comité Supérieur de l'Audiovisuel).
- 26 a viz Genver : a-benn ar fin eo aotreet reiñ an anv-bihan Derc'hen d'ur babig gant prokulor lez-engalv Roazhon, pa oa bet nac'het gant servijoù ti-kêr Roazhon e miz Eost 2017.
C'hwevrer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 3 a viz C'hwevrer : degadoù a banelloù divrezhoneg zo bet divontet gant tud eus A'i 'ta war vord an hentoù-tizh e Breizh, e-kichen Sant-Brieg, Gwengamp, Montroulez, Brest, Kreiz-Breizh, Kemper, Kemperle, an Oriant, an Alre ha Gwened.
- 16 a viz C'hwevrer : 21vet Prizioù ar brezhoneg, roet gant France 3 Breizh hag Ofis Publik ar Brezhoneg, e-kerzh un abadenn e Karaez.
- 23 a viz C'hwevrer : digoradur ofisiel Skolaj Diwan Gwened.
Meurzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 23 ha 24 a viz Meurzh : kendiviz e Kemper diwar-benn ar soubidigezh er skolioù Diwan hag e skolioù broioù bihan all.
- Sadorn 31 a viz Meurzh : manifestadeg evit ur c'hlask divyezhek brezhoneg-galleg e Kastell-Briant.
- Sadorn 31 a viz Meurzh : manifestadeg en Oriant a-enep aloubadeg Efrîn ha Kurdistan Siria gant an arme turk.
Ebrel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 14 a viz Ebrel : laeret eo relegouer kalon Anna Breizh er mirdi Dobrée e Naoned. Adkavet eo eizhtez war-lerc'h.
- 22 a viz Ebrel : en o c'hendalc'h e Karaez e tiviz izili ar Mouvement Bretagne et Progrès/Breizh War-Raok cheñch anv d'o strollad a zeu da vezañ hiviziken Pour la Bretagne/Breizh War-Raok.
Mae
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 4 a viz Mae : deroù ar Redadeg evit ar brezhoneg, e Kemper. Erruout a ray e Plougerne d'an 12 a viz Mae.
- 26 a viz Mae : manifestadeg gant Diwan e Roazhon, evit goulenn "ur gwir bolitikerezh diorren ar brezhoneg er skolioù" ha "justis evit Diwan".
Gouere
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 3 a viz Gouere : en ur respont d'ar senedour Michel Canévet he deus skrivet Ministrez ar Justis ne vo ket kemmet an destenn a verz implij an ñ en anvioù-bihan roet d'ar vugale nevez-ganet. E disklêriadenn ar vinistrez e lenner ivez eo aotreet ober gant levrigoù-familh divyezhek brezhonek-gallek.
- 29 a viz Gouere : erruout a ra delwenn sant Piran ha nav delwenn nevez all e Traoñienn ar Sent.
Gwengolo
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 3 a viz Gwengolo : ur skol Diwan nevez a zigor e Plougerne.
- 8 a viz Gwengolo : divontet ez eus panelloù-hent gallek gant tud yaouank eus A'i 'ta en Erbigneg.
- 29 a viz Gwengolo : manifestadeg evit adunvanidigezh velestradurel Breizh e Naoned, gant 44=Breizh.
Here
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lun 8 a viz Here : tremen a ra Afer Fañch Bernard dirak lez-engalv Roazhon. Embannet e vo ar varnadenn d'an 19 a viz Du.
Du
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lun 17 a viz Du : Krog eo Luskad ar jiletennoù melen a-enep ar vuhez ker.
- Lun 19 a viz Du : gant lez-engalv Roazhon eo degemeret an anv Fañch gant un ñ, abalamour ma c'haller kavout gerioù gant al lizherenn-se e galleg, emezo, hag int da reiñ skouerioù evel hini cañon a gaver e geriadurioù gallek Larousse pe Robert.
- 26 a viz Du : 100 000 sinadur zo bet kaset da Philippe Grosvalet, prezidant Kuzul-departamant al Liger-Atlantel, evit goulenn ma vo ur vouezhiadeg en departamant-se da c'houzout e peseurt rannvro e fell d'an annezidi bevañ, Rannvro Breizh pe Broioù al Liger.
Kerzu
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 17 a viz Kerzu : e bodadeg Kuzul-departamant al Liger-Atlantel ez a an darn vrasañ eus ar guzulierien a-du gant ar prezidant Grosvalet. Sevel a reont a-enep ur vouezhiadeg e-touez annezidi an departament a-fet adunvaniñ Breizh (30 kuzulier a-enep, 13 a-du, 15 neptu). Ha goulenn a reont digant ar gouarnamant aozañ ur referendom evit an dra-se, e rannvro Broioù al Liger.
- Garmenig Ihuellou, skrivagnerez vrezhonek
- Kendal Breizh, stourmer breizhat, lazhet e Kurdistan
- Alain Gérard, politiker
- Gwyn Griffiths, kazetenner ha skrivagner eus Kembre
- Annick Lagadec, kazetennerez
- Françoise Lermen, troerez, skrivagnerez
- René Pétillon, treser
- Serj Plenier, kelenner brezhoneg
- Andreo ar Merser, embanner brezhonek
- Yann Talbot, beleg