Françoise Lermen

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Françoise Lermen zo ur skrivagnerez vrezhonek, bet ganet d'ar 5 a viz a Kerzu 1944 ha marvet d'an 20 Mae 2018.
Troet he deus barzhonegoù ha danevelloù diwar an alamaneg (Johann Wolfgang von Goethe, Heinrich Heine, Rainer-Maria Rilke), Franz Kafka, an italianeg (Grazia Deledda, Giovanni Verga), ar ruseg (Aleksandr Pouchkin) hag ar saozneg (Edgar Allan Poe).

Gwelloc'h e kave o embann en he lec'hienn eget daremprediñ an embannerien vrezhonek.

Gerioù-kroaz brezhonek he devoa savet ivez, a voe embannet gant Al Lanv dindan ur golo bet treset ganti. [1]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. LERMEN, Françoise : Gerioù-kroaz er Vretoned, Embannadurioù Al Lanv, 1999 (ISBN 978-2-9511721-2-8)