Gerioù-kroaz

Eus Wikipedia

Ur c'hoari eo ar gerioù-kroaz ma klasker leuniañ ur gael gant gerioù a-blom pe a-serzh gant sikour divinadelloù. Ar gerioù-se zo kroaziet kenetrezo, lizherenn a-blom unan o vezañ lizherenn a-serzh ur ger all. Alies ez eus poentoù du e-lec'h ma n'eus ket da lakaat tamm lizherenn ebet. Ur c'hoari mat eo evit diorren ar poell hag an eñvor.

E brezhoneg e c'heller kavout gerioù-kroaz bep sizhun er gazetenn Ya!.

Gwelout ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]