Mont d’an endalc’had

Relegouer kalon Anna Breizh

Eus Wikipedia
Relegouer Anna Breizh e Mirdi Breizh e 2014
Gwerenn-livet Anna Breizh e Felger

Relegouer kalon Anna Breizh, zo ur relegouer savet er XVIvet kantved evit degemer kalon an Dugez Anna Breizh (1477-1514), rouaenez Bro-C'hall. Dalc'het e oa e mirdi departamantel Thomas-Dobrée en Naoned betek ma vefe laeret e-pad an noz etre an 13 hag ar 14 a viz Ebrel 2018. Aon a oa e vefe teuzet gant al laeron[1], a-raok bezañ adkavet an 21 a viz Ebrel[2].

Kalon Anna Breizh

Evel ma oa bet goulennet ganti, he c'halon a oa da vezañ lakaet en ur relegouer, en ur voest plom hag unan all e houarn. Goude-se e oa bet kaset da Naoned e-pad ul lid ramzel d'an 19 a viz Meurzh 1514, e Chapel ar C'harmelited, en ur c'houfr e penn bez Frañsez II. Lakaet he devoa sevel ar bez evit he zud (kemmet e voe lec'h ar monumant ha kaset e voe da Iliz-veur Naoned).

Skrivadurioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
War unan eus al lodennoù maez War unan all En diabarzh war ur c'hostez Eus an tu all

« En ce petit vaisseau
De fin or pur et munde
Repose ung plus grand cueur
Que oncque dame eut au munde
Anne fut le nom delle
En France deux fois royne
Duchesse des Bretons
Royale et Souveraine. »

M VC XIII

« Ce cueur fut si très hault
Que de la terre aux cieulx
Sa vertu libérale
Accroissoit mieulx et miulx
Mais Dieu en a reprins
Sa portion meilleure
Et ceste part terrestre
En grand dueil nous demeur. »

IXE Ianvier

« O cueur caste et pudicque
O juste et benoît cueur
Cueur magnanime et franc
De tout vice vainqueur. »

« Cueur digne entre tous
De couronne céleste
Ore est ton cler esprit
Hord de paine et moleste. »

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]