Mont d’an endalc’had

Kendal Breizh

Eus Wikipedia
Banniel an YPG
Banniel Huch!

Kendal Breizh[1],[2] pe Hogir ("kamarad" e kurdeg) a oa lesanvioù-brezel Olivier François Le Clainche[3], ur soudard breizhat bet ganet d'ar 1añ a viz Mezheven 1971 e Malastred, ha marvet e Jandairis (Siria)[4] d'an 9[2] pe 10 a viz C'hwevrer 2018 er brezel en Afrin, e Kurdistan Siria, o stourm ouzh arme Turkia.

Ganet e oa Olivier François Le Clainche e Malastred e 1971. Stourmer dizalc'hour breton eus an tu-kleiz pellañ e oa, anarkour, enep-impalaerielour hag ekologour. Bet e oa bet unan eus krouerien ar CBIL (Coordination pour une Bretagne indépendante et libertaire)[5]. Stourm a rae evit Palestinia ha Kurdistan.

Desket en doa brezhoneg gant ur staj e Stummdi e Ploemeur. Labouret en devoa evit Radio Bro Gwened e-pad 3 bloaz etre ar 17 a viz Genver 2011 ha miz Genver 2014. Krouer ha penn an abadenn c'hallek Mégaphone e oa[6] Goude-se e labouras e-pad un nebeud mizioù evit France Bleu Breizh Izel[7],[8]. Aet e oa da vicherour pa guitaas Persken e miz Gouhere 2017 evit mont da vrezeliñ da Gurdistan[9]. A-raok mont di en devoa eskemmet dre e-bost gant an YPG. Lakaet en doa war-raok e oa breton ha brezhoneger en e stourm.

Awenet e oa bet e c'hoant da stourm gant ar Gurded dre eñvor ar Brigadennoù Etrebroadel e-pad Brezel Diabarzh Spagn (1936-1939).
Stourmet en devoa e-touez Batailhon Etrevroadel an Dieubidigezh e Raqqa hag e-kostez Deir-Ezzor. Kaset e oa bet da harpañ an nerzhioù kurd e-pad an Argadenn a-enep Afrin gant nerzhioù Lu Dieub Siria suj ha harpet gant nerzhioù lu Turkia. Ur soudard RPG e oa-eñ.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]