Mont d’an endalc’had

Ici Breizh Izel

Eus Wikipedia
Ici Breizh Izel
savlec'h skingomz lec’hel
Deiziad krouiñ3 Eos 1982 Kemmañ
Anvet diwarFrance Bleu, Breizh-Izel Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
Ezel eusFrance Bleu Kemmañ
Aozadur mammRadio France Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvgalleg, brezhoneg Kemmañ
Yezh implijetgalleg, brezhoneg Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.francebleu.fr/breizh-izel Kemmañ
Operating areaBreizh-Izel Kemmañ

Ici Breizh Izel, bet anvet France Bleu Breizh Izel betek miz Genver 2025, a zo unan eus chadennoù ar rouedad Ici eus Radio France. Skignet e vez e Penn-ar-Bed, Aodoù-an-Arvor hag ar Mor-Bihan. Kroget e oa bet er bloavezhioù 1980 gant an anv "Radio Bretagne Ouest - Radio Breizh Izel".

D'ar 4 a viz Gwengolo 2000 e oa bet bodet chadennoù lec'hel Radio France er rouedad France Bleu, ha d’ar 6 a viz Genver 2025 eo bet adanvet France Bleu e Ici[1].

E 2020, pa oa bet kroget enkadenn ar c'horonaviruz e oa bet divizet gant ar renerezh paouez gant an holl abadennoù brezhonek diwar abegoù surentez. Kemennadennoù a oa bet skrivet gant an SNJ-CGT, sindikad kazetennerien, Unvaniezh Demokratel Breizh pe c'hoazh Kevre Breizh evit embann o c'hounnar ha displegañ e vije bet moaien derc'hel gant ar brezhoneg.[1][2]

E 2025 e oa bet divizet paouez da ginnig keleier e brezhoneg war ICI Breizh Izel. Ur sinadeg a zo bet lañset gant gopridi ar radio evit stourm a-enep an diviz-se. Displegañ a reont er gemennadenn "ne chomo nemet ur gelaouadenn div vunutenn skignet da 6 eur hanter a-raok ar mare kreñv, etre 7 eur ha 9 eur, pa vez 10 munutenn bremañ. A-hed an devezh eo ur rannadur dre bevar eus an amzer skignañ gouestlet d'ar c'helaouiñ e brezhoneg, o tiskenn eus 16 da beder vunutenn bemdez. E-pad an dibenn-sizhun e vo div wech nebeutoc'h a geleier e brezhoneg ivez, pa vo lamet un emgav diouzh ar mintin." Hervez Gurvan Musset, rener ar radio, emañ o "cheñch ar vicher hag hon selaouerien"[2] hag "un harz da dizhout selaouerien nevez"[3] e vefe ar c'heleier e brezhoneg. Ar gopridi eta a respont ez ar c'hiladennoù-mañ "a-enep d'ar palioù bet graet anv anezho nevez 'zo gant Kuzul broadel ar yezhoù ha sevenadurioù rannvroel."[4] [3]

Renerezh lec'hel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Rener: Gurvan Musset
  • Kargad ar programoù : Chrystelle Guy
  • Kargad teknikel : Yann Mainguy
  • Pennskridaozer : Baptiste Schweitzer

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.