Argadenn a-enep Afrin
Argadenn Afrin | |||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
Tamm eus Brezel diabarzh Siria | |||||||||
| |||||||||
Emgannerien | |||||||||
Nerzhioù lu Turkia Restr:Flag of Hayat Tahrir al-Sham.svg Tahrir Al-Cham | YPG Nerzhioù Demokratel Sirian | ||||||||
Pennoù-brezel | |||||||||
Lt. Jen. İsmail Metin Temel | Mehmud Berxwedan Haji Ahmed | ||||||||
Niver a emgannerien | |||||||||
Sifr diasur: 6400 evit Turkia 10000 - 25 000 Lu Dieub Siria | Sifr diasur: 8000 - 10 000 YPG 800 d'an nebeutañ | ||||||||
Kolloù | |||||||||
Etre 57 (hervez Turkia) ha 87, gant 257 gloazet Etre 116 ha 248 | Etre 600 (SOHR) ha 1586 (hervez Turkia: 4598 marvet prizoniet pe gloazet etre 32 ha 91 (hervez Nerzhioù Demokratel Sirian) ha 19 steuziet |
An Argadenn a-enep Afrin, pe Oberiadur brezel ar barr olivez (turkeg: Zeytin Dalı Harekâtı), zo un oberiadur brezel turk e rannvro Afrin e Siria kroget d'an 20 a viz Genver 2018. Nerzhioù lu Turkia harpet gant Lu Dieub Siria o deus taget ar rannvro a zo dindan galloud Kurded Strollad an unvaniezh demokratel hag e skourr armet e Siria YPG abaoe 2012. Ar Gurded a zo harpet gant bezen Nerzhioù Demokratel Sirian nemetken.
Prezidant Turkia Recep Tayyip Erdoğan en deus bet disklêriet devezh kentañ an dagadenn a-enep Afrin ez afe Lu Turkia betek kêr Manbij en norzh. Ar gêr-se a zo dindan beli an nerzhioù kurd harpet gant Stadoù-Unanet Amerika hag a oa bet adkemeret digant nerzhioù Daech e 2016. An YPG en deus respontet e vo difennet poblañs Afrin ha stourmet a-enep nerzhioù lu Turkia. Degadoù a drevourien a zo marvet ha 5000 trevour a zo tec'het kuit abaoe kentañ devezh an argadenn.
Manifestadegoù a zo bet e Turkia evit enebiñ ouzh an oberiadur brezel. Erdoğan en deus embannet e vefe paeet ur "priz uhel" gant ar re a gemerfe perzh er manifestadegoù-se. Degadoù a gazetennerien ha kantadoù a implijerien rouedadoù sokial a zo bet harzet dre m'o doa kavet abeg en oberiadur brezel-se.
Kenarroud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bet eo Turkia o stourm a-enep ar PKK e gevred ar vro abaoe degadoù a vloavezhioù. Ar stourm en deus lazhet e-tro 40 000 a dud. Embannet e vez alies gant gouarnamant Turkia, ez eo nerzhioù an YPG, kement hag ar PKK, aozadurioù sponterezh da vezañ flastret.
Ar PKK a zo war roll an aozadurioù sponterezh savet gant Departamant Stad Stadoù-Unanet Amerika, padal n'emañ ket an YPG er roll-se. Savet ez eus bet cheu neuze etre Turkia hag SUA a zo izili o-daou eus an Aozadur Feur-emglev Norzh-Atlantel.
An argadenn a zo bet awenet gant ar cheu a zo etre an div vro dre ma vez harpet an unvaniezh stourm Nerzhioù Demokratel Sirian gant SUA. An nerzh-se a zo savet gant stourmerien gurd dreist-holl eus an YPG. Turkia a embann ez eo ur skourr eus ar PKK ha neuze un aozadur sponterezh.
An devezhioù dres a-raok an dagadenn e oa bet eskemmet tennoù kanol etre Turkia ha Lu dieub Siria a-enep da stourmerien an YPG war linenn harzoù Siria-Turkia nepell diouzh Afrin. An YPG o deus bet kanoliet Lodenn Lu Dieub Siria harpet gant Turkia e kêr Azaz. Gouarnamant Turkia a embann e oa soudarded harpañ Rusia o kuitaat ar rannvro d'an 19 a viz Genver 2018 a-raok ma vefe kroget an argadenn.
D'an 21 a viz Genver e tisklêrie Erdoğan e vefe an holl re e Turkia a savfe a-enep an oberiadur brezel-se o paeañ "ur priz uhel". Erdoğan en doa ouzhpennet : "Ne ra forzh e peseurt korn eus ar straedoù e vefec'h, hon nerzhioù surentez a vo bepred warnoc'h"
Evit ul lodenn eus annezidi ar c'horn-bro ez eo an nerzhioù kurd reoù dalc'hidigezh pe disranner. Lod tud Siria a zo laouen neuze, evel ma embanne Emin Bozoğlan penn an aozadur Suriye Türkmen Meclisi "We were informed that the terror group PYD/PKK will transfer its arms to Raqqa, where they used to work with regime forces for years." Evitañ Turkia a rankfe riñsañ ar gudenn "da vat".
An argadenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sizhun kentañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Nerzhioù lu Turkia ne gemeront ket perzh diouzhtu en emgann war zouar. Harpañ a reont Lu Dieub Siria dre dennoù kanol ha dre bombezadegoù dre aer nemetken. Lu Dieub Siria hag a zo gwan e-keñver nerzh stourm ne deu ket a-benn da bakañ kalz tiriad en Afrin. Enep argadennoù ar Gurded a zo dreist-holl diouzh an noz. Ar strollad djihadour sirian liammet gant Al-Qaida Tahrir Al-Cham a ro harp da nerzhioù Turkia.[1]
Eil sizhun
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kantadoù betek milieroù a gurded a zo deuet da harpañ en Afrin. Ar re-se a zo bet aotreet gant gouarnamant Bachar al-Assad da dremen dre dakadoù dalc'het gant Lu Siria. Hervez ez eus bet roet armou da tizout tankoù ha nijerezhioù, gant Siria hag Iran, d'ar Gurded evit talañ ouzh nerzhioù nij Turkia.
Trede sizhun
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ken fall eo bet an argadenn evit Turkia hag e harperien ma soñj ganto kas an troadegiezh hag an tankoù war an dachenn emgann.
D'an 20 a viz C'hwevrer 2018 ez eo erruet e-tro 800 soudard eus Lu Siria evit sikour ar Gurded da dalañ ouzh lu Turkia hag e harperien. Diouzhtu, eo bet tennet warno gant nerzhioù lu Turkia ha respontet ganto.
Torfedoù brezel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-boan ur sizhuniad goude penn-kentañ an argadenn e oa bet d'an nebeutañ, 66 trevour lazhet gant tennoù kanol pe bombezennoù aerlu Turkia. Penn an nerzhioù Kurd Redur Xelil a embanne e oa Turkia o seveniñ torfedoù brezel lies.
Ur filmig a zo deuet war-wel war ar rouedad internet o tiskouez hervez an deskrivadur, ur c'horf bet jahinet garv eus ur stourmerezh Kurd. Lammet e oa bet lodennoù eus ar c'horf evel an div vronn. Ar soudarded tro-dro d'ar c'horf o c'hoarzhin, goapaat pe reiñ taolioù-troad a zo izili eus Lu Dieub Siria harpet gant Turkia. Graet e vez "Parez pemoc'h" anezhi ha diskleriet e vez "mezh warno da gas maouezed d'ar stourm". Rami Abdulrahman, penn an SOHR, a embanne e oa mantrus hag e oa un torfed brezel anat. Diskrivañ a rae an darvoud evel gwasoc'h evit reoù Daech "is more brutal, more ugly even than ISIS; they didn’t mutilate bodies like this, put their feet on someone’s chest." Hervez Firat News Agency ur media tuet Kurd, e oa he ur stourmerezh eus an YPJ anvet "Barin Kobanê" hag he devoa stourmet a-enep soudarded Turkia betek lakaat da darzhañ ur grenadenn ganti o lazhañ anezhi war an taol. Pennoù uhel Lu Dieub Siria o deus embannet e vefe savet un enklask evit gouzout daoust hag e oa soudarded izili d'an aozadur o devoa sevenet an torfed.
Ur filmig all a zo deuet war-wel war ar rouedadoù sokial o tiskouez soudarded lu Turkia o lammat pe reiñ taolioù da korfoù soudarded marvet an YPG.
D'ar 16 a viz C'hwevrer 2018 e voe tamalet da Turkia bezañ bet implijet gazoù-brezel kadarnaet eo gant an SOHR ha medisined eus Afrin. Nac'het eo gant Turkia a embann ez eo flemmadennoù "mantrus" nemetken.