2017 e Breizh
Neuz
Bloavezhioù : ../.. 2012 2013 2014 2015 2016 - 2017 - 2018 2019 2020 2021 2022 ../.. | |
Dekvedoù : 1990 2000 - Bloavezhioù 2010 - 2020 - 2020 | |
Kantvedoù : XXvet kantved - XXIvet kantved - XXIIvet kantved Kronologiezh miz ha miz : Kronologiezh hervez ar ranndirioù : Kronologiezh hervez an tem : Marvioù : |
Kronologiezh vloaziek evit Breizh
- 2016 e Breizh - 2017 e Breizh - 2018 e Breizh
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Genver
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1añ a viz Genver : hervez sifroù diwezhañ an INSEE ez eus 4 661 361 a dud o vevañ e Breizh : 1 384 818 el Liger-Atlantel, 1 032 240 en Il-ha-Gwilen, 905 855 e Penn-ar-Bed, 741 051 er Mor-Bihan ha 597 397 en Aodoù-an-Arvor.
Meurzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 6 a viz Meurzh : ar gorventenn Zeus a ra kalz a zistruj e Breizh. Tud zo bet gloazet, gwez zo bet diskaret, 200 000 ti zo bet troc'het an tredan dezho.
- 15 a viz Meurzh : krouet eo bet ent-ofisiel an agregadur evit "yezhoù Bro-C'hall", unan hollek ma c'haller choaz etre euskareg, brezhoneg, katalaneg, korseg, kreoleg, okitaneg ha tahitieg[1]
- 24 a viz Meurzh : abadenn ar Prizioù e Lannuon. Ouzhpenn ar prizioù boas eo bet enoret liseidi lise Diwan, e Karaez, hag a c'houlenn kaout gwir da dremen ar vachelouriezh e brezhoneg.
- 28-30 a viz Meurzh : kendalc'h sindikad gall al labour-douar FNSEA, e Brest.
Mae
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 5 a viz Mae : marv trumm Corinne Erhel, kannadez pastell-vro Lannuon, abaoe 2007.
- 11 a viz Mae : ganedigezh Fañch Bernard, en ospital Kemper, hag e dud eus Rosporden. Nac'hañ a reer outo anv-badez o mab, Fañch, dibabet ganto.
- 19 hag 20 a viz Mae : Gouel Broadel ar Brezhoneg e Langoned.
Gouere
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 2 a viz Gouere : lakaet eo bet Gwilherm Kere ha Mari Droniou, eus Tremael, e Bro-Dreger, war roll ar Re Reizh a-douez ar broadoù, dre m'o doa saveteet ur familh Yuzevien e-pad an Eil Brezel-bed.
Gwengolo
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 2 a viz Gwengolo : 1200 den e Kemper ha 300 e Naoned o deus manifestet, galvet gant Diwan, a-enep dibenn ar "c'hevratoù skoazellet". 84 fost a vefe lakaet en arvar er skolioù Diwan gant diviz ar stad da baouez gant ar c'hevratoù-se evit an dud a glask labour.
- 4 a viz Gwengolo : ur skol Diwan nevez a zigor he dorioù e Plougastell.
- 13 a viz Gwengolo : embannet he deus lez-varn Kemper he barnadenn en afer ar bugel anvet Fañch Bernard : difennet eo skrivañ an anv-bihan Fañch, rak degemer an dildenn en anv-se a yafe a-enep "unded ar vro", eme ar varnerien[2].
- 28 a viz Gwengolo : kren-douar bihan e Breizh, 3,9 e ventelezh e Skeuliad Richter, hag e greizenn e-kichen Gentieg.
Kerzu
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 17 a viz Kerzu : erruout a ra François Gabart e porzh Brest, goude bezañ graet tro ar bed e-unan gant ur vag-dre-lien e-korf 42 zevezh ha 16 eurvezh.
- Corinne Erhel, politikerez
- Reun ar C’halan, skolveuriad ha skrivagner brezhonek
- Jean-Michel Guilcher, tudoniour
- Divi Kervella, yezhour ha troour brezhonek.
- Jean-Louis Latour, bet prezidant Kendalc'h
- Ronan Leprohon, politikour breizhat, unan eus diazezerien Unvaniezh Demokratel Breizh.