Lise Diwan Karaez

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Lise Diwan)

Lise Diwan Karaez eo al lise kentañ krouet gant Diwan. E Karaez-Plougêr emañ, e-kichen maner Kerampuilh. Digoret e voe lise kentañ Diwan e miz Gwengolo 1994 er Releg-Kerhuon (Kerc'horr), evel ur seurt stagadenn eus Skolaj Diwan ar Releg (Skolaj Diwan Roparz Hemon en amzer-se). Kaset e oa bet da Garaez e miz Gwengolo 1999.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dibabet e voe al lec'h-se e 1998 gant Kuzul-Merañ Diwan diwar teir ginnagadenn (Brest ha Kemper a oa bet kinniget ivez). En un ti ar retretidi kozh, e-kichen aste Kerampuilh, e voe staliet. Labourioù reneveziñ a voe da vezañ konduet hag arc'hantaet gant Rannvro Breizh. Koulskoude e voe ret sevel ur "Bod herberc'hiañ Kerampuilh" evit resev yalc'hadoù zo ha merañ ar c'houskvaoù hag ar gegin. Implijet e vez al lec'hioù evit obererezhioù sevenadurel, pa vez serret ar c'hlasoù.

Brudet e krog al lise-mañ da vezañ dre ma vez disoc'hoù mat-kaer en arnodennoù ar vachelouriezh c'hall, ar feur trec'hiñ a vez bepred etre 90 % ha 100 % a loreidi (e 2006: 96 % -- 100 % er rummad L—94% e 2003, 93% e 2004, 96% e 2005, 99% en 2007[1], 90% e 2008[2] tremen 98% e 2009[3].)

Hiziv an deiz ez eo meret gant ur genrenerezh : Loeiz Donal, Lomig Bosser-An Dren ha Paol Mingant.

E 2004 ez eus bet krouet ur gevredigezh skolidi gozh anvet Diwanet, morgousket abaoe 2009.

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. « Résultats du baccalauréat 2006 » des lycées du Finistère ; « Résultats au bac » du lycée diwan (Carhaix-Plouguer) ; résultats au baccalauréat du lycée privé de Carhaix-Plouguer en 2006 ; le taux de réussite au bac en 2006 de L'Express ;
  2. L'Internaute
  3. Le Télégramme, 14 juillet 2009