Maner Kerampuilh

Eus Wikipedia
Maner Kerampuilh

Maner Kerampuilh zo ur maner e kumun Karaez-Plougêr, e kreiz Breizh.

Ardamezioù Kerampuilh ː En gul e deir goulm en argant

Ar maner a weler bremañ a oa bet savet e 1760 gant Charles Robert de Saisy, kont Kerampuilh ha kuzulier e Breujoù Breizh. E-touez izili ar familh Kerampuilh eo anavezet Alan a Gerampuilh, floc’h gant Beltram Gwesklin, ha Jil a Gerampuilh, beleg ha skrivagner brezhonek. Ur c’hastell koshoc’h a oa ganto, nepell, er mervent d’ar savadur a zo bremañ. Er familh e chomas ar maner betek an Dispac'h gall, pa voe gwerzhet evel ur bern "madoù broadel" all. Rentet e voe d’ar familh goude, da vare ar Restaorasion. Gwerzhet e voe ganto da gumun Karaez e 1938, ha dont a reas ar savadur da vezañ un ospital evit ar re gozh.

Er savadur ez eus ur c’horf-ti ha div gazel. Pa yeas d’un ti ar re gozh e voe treuzfurmet penn-da-benn an diabarzh. Enskrivet e voe an diavaez (toenn ha fasadenn) war renabl ar Monumantoù Istorel e 1965.

Abaoe 1997 e vez roet bod da lise kentañ Diwan e domani Kerampuilh. Adprenet e voe ar maner gant Rannvro Breizh e 2010. Ennañ e voe staliet e 2021 burevioù evit servijoù ar rannvro ha sez Ofis Publik ar Brezhoneg.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]