Afer Fañch
E deroù an afer Fañch emañ hini Fañch Bernard[1], ur bugel ganet d'an 11 a viz Mae 2017 en ospital Kemper, hag e dud eus Rosporden, hag a oa bet nac'het outo anv-badez o mab, Fañch eta, dibabet ganto.
Kelc'hlizher 2014
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er Republik c'hall n'eur ket aotreet da lakaat tildenn ebet war an "n" er skridoù ofisiel, hervez kelc'h-lizher an 23 a viz Gouere 2014, ha n'eo ket bet sinet gant Ministr gall ar Justis, a oa Christiane Taubira neuze[2]. Er skrid ofisiel-se eo meneget ar sinoù diakritek aotreet er melestradur gall.
E Kemper
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude nac'het an anv da gentañ gant implijad an ti-kêr[3], a rae diouzh ar reolenn voas, e voe asantet dezhañ goude, en ti-kêr, gant ur guzulierez, a reizhas an anv gant an dorn, en desped d'ar reolenn. Ar reizhadenn-se avat a voe nac'het adarre, gant prokulor ar Republik c'hall e Kemper, Thierry Lescoualc'h.
2017
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Nac'het e voe degemer an anv-bihan Fañch e ti-kêr Kemper[4],[5],[6],[7] gant Servij an Envel-tud.
- Daoust da se, goude an trouz a oa bet, e oa bet aotreet an anv gant ti-kêr Kemper. Neuze ez eus bet kaoz e vije enebet ouzh an aotre gant prokulor ar republik met miz goude e oa tavet ar vrud[8].
- E Gwengolo 2017 adarre he deus nac'het lez-varn Kemper asantiñ d'an anv Fañch[9],[10],[11],[12],[13],[14],[15].
Breizhad ar bloaz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'eo ket bet meneget Fañch e-touez Bretoned ar bloaz 2017 gant kazetennoù pemdeziek Breizh : koulskoude en deus kaset brud ar brezhoneg pelloc'h egeto er bed : Iwerzhon, Rusia, El Salvador[17]Filipinez, Nigeria.
2018
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- D'an 3 a viz Gouhere 2018 ec'h embannas ar ministr gall ne vije ket kemmet ar c'helc'hlizher a-enep an arouezioù diakritek nann-gallek[18].
- Pennadoù e-leizh zo bet adarre e Miz Here 2018 war-zigarez ar prosez a oa d'al Lun 8 a viz Here 2018 da 2 eur 30 goude merenn e Lez-Engalv Roazhon.
- D'al Lun 19 a viz Du e voe roet aotreet an anv Fañch gant al Lez-Engalv[24]. Saludet e voe gant Skoazell Vreizh evel un trec'h.
- D'ar Gwener 23 a viz Du e voe embannet gant prokulor Roazhon e kase an afer dirak al Lez-Terriñ, a zo e Pariz.
Politikerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'ar 16 a viz Here 2018 e kemenne ar gouarnamant gall e oa anvet Laurent Nuñez da sekretour-stad.
Hennezh a oa bet anvet da brefed e 2010, hag anvet Nuñez neuze[25].
D'ar 16 a viz Here 2018 eo bet anvet Nunez (hep tildenn) er pemdezieg Le Monde[26] petra bennak ma oa anvet Nuñez e pajenn ofisiel ar gouarnamant[27].
D'ar 17 a viz Here, da greisteiz, e voe kemmet an anv Nuñez e Nunez war bajenn ofisiel ministrerezh an diabarzh gall[28] ha kemend-all war-dro 7 e goude kreisteiz e lec'hienn ar gouarnamant.
Goulennet en deus ar c'hannad Paul Molac, en ur c'hinnig lezenn, ma vije degemeret an arouezioù evel an ñ evit skrivañ anvioù-familh pe anvioù-bihan[29] met daoust ma voe votet e zanvez-lezenn[30], n'eo ket bet lakaet da dalvezout c'hoazh.
E 2019
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Here 2019
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude barn lez-galv Roazhon, ha graet reked gant prokulor Roazhon dirak lez-terriñ Pariz, setu diskaret e reked. Trec'h e oa tud Fañch eta[31].
Met n'eo ket evel-se e soñje prokulor Brest: dezhañ e oa torret e reked a-enep Fañch Bernard, met bepred e chom ar c'helc'hlizher, ha bepred eo nac'het an dildenn[32].
Du 2019
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diouzhtu goude ar varnadenn e oa bet un eil "afer Fañch". D'an 18 a viz Du 2019 e oa ganet ur Fañch all e Montroulez. Ma voe kaset d'ar c'houblad ul lizher gant ar prokulor Jean-Philippe Récappé da gemenn dezho ne c'helled ket degemer an anv Fañch gant ñ evit o bugel nevez-ganet[33].
E 2020
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Pabu, en ospital Gwengamp, e miz Ebrel 2020, e oa ganet ur bugel anvet Awen Fañch, nac'het an dildenn en e anv adarre[34],[35].
E 2023
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En Oriant, e miz Even 2023, eo bet enrollet gant ti-kêr an Oriant ur bugel anvet Fañch, gant an dildenn[36]. Tri miz goude e tihune ar prokulor Kelenberger, hejet marteze gant e vinistr, da lakaat berzh adarre war an dildenn.
E 2024
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En Angers ez eus bet ganet ur Fañchig all, ha mennet ar prokulor da zidogañ an n diwar e anv[37] [38].[39][40].[41].
Kemenn a ra prezidant ar ranvvro ez eo ur feulster nac'h an anv Fañch [42].
Lezennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwerz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwerz Fañchig Kemper[45] zo ur werz a zo bet savet d'ar bugel gant Mark Kerrain[46].
Pennad kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Bernez Rouz : Fañch, le prénom breton qui fait trembler la république, Coop Breizh 2020.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Anv meneget gant Fañch Broudig en e vlog.
- ↑ Kelc'hlizher Taubira, eus an 23 a viz Gouhere 2014.
- ↑ The Local, 15 a viz Mae 2017 : [1]
- ↑ Ouest-France, 15 a viz Mae 2017.
- ↑ La République des Pyrénées enlinenn.
- ↑ FranceSoir enlinenn.
- ↑ The Local : 15 a viz Mae 2017
- ↑ http://www.ouest-france.fr/bretagne/quimper-29000/quimper-le-n-tilde-de-fanch-convoque-au-tribunal-5142227
- ↑ E Le Parisien: [2]
- ↑ E Europe 1 : [ https://web.archive.org/web/20170913184055/http://www.europe1.fr/societe/quimper-la-justice-refuse-le-prenom-breton-fanch-avec-le-tilde-3435377]
- ↑ E France Info : [3]
- ↑ E Ouest-France : [4]
- ↑ E Sud Ouest : [5]
- ↑ E Huffington Post :[6]
- ↑ E Le Télégramme : [7]
- ↑ E Corriere de la Sera
- ↑ Pennad e-barzh El Mundo, kazetenn eus El Salvador d'an 13 a viz Gwengolo 2017 : [8]
- ↑ Pennad e Ouest-France an 3 a viz Gouhere 2018
- ↑ Pennad gallek e BFMTV da 5e50
- ↑ Pennad italianek en Affaritaliani da greisteiz
- ↑ Pennad en Télégramme
- ↑ Pennad e France Bleu Kemper.
- ↑ Pennad e La Nacion, pemdeziek eus Buenos Aires
- ↑ Cour d'appel de Rennes - Arrêt du 19 novembre 2018
- ↑ Pennad eus ar JO
- ↑ Pennad eus Le Monde : Le Monde, 16/10/2018
- ↑ E lec'hienn ar gouarnamant gall d'ar 17 Here da 17e11.
- ↑ D'ar 17 a viz Here da greisteiz e voe kemmet an anv nuñez e Nunez
- ↑ France 3, 15/01/2020
- ↑ Les Infos du Pays Gallo, 14/02/2020
- ↑ pennad france bleu, 17 Here 2019
- ↑ France-Bleu : prokulor
- ↑ Ouest-France Montroulez 29/11/2019
- ↑ Pennad eus OF
- ↑ FR3
- ↑ « Ça a fait le tour politique de la Bretagne » : le maire de Lorient valide le prénom Fañch, Ouest-France, 23 a viz Even 2023
- ↑ E-20 minutes
- ↑ E Ouest-France pays-de-la-loire
- ↑ Huffington Post.
- ↑ France3 Pays de la Loire
- ↑ https://www.lanouvellerepublique.fr/maine-et-loire/ils-prenomment-leur-bebe-fanch-des-parents-sont-convoques-devant-la-justice La Nouvelle République].
- ↑ https://france3-regions.francetvinfo.fr/bretagne/le-prenom-fanch-a-nouveau-devant-la-justice-le-president-de-la-region-bretagne-denonce-une-violence-sociale-inadmissible-2902826.html France3 Bretagne
- ↑ Gallica
- ↑ Legifrance
- ↑ Ar skrid
- ↑ Kanet gant studierien Mervent e Kemper, d'ar Gwener 9 a viz Mezheven 2017