Fañch
Fañch zo unan eus berranvioù an anv-badez brezhonek Frañsez, pe brezhonekadur an anv-badez gallek François.
Orin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gallout a rafe dont koulskoude eus an anv gallek Fanchon, a oa dreist-holl un anv-plac'h, met ivez un anv-paotr: Fanchon Brioché a oa diskouezer mergodennoù e Pariz er XVIIvet kantved.
Gallout a ra ivez bezañ goureladur an anv-plac'h gallek Fanchette.
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

- Fañch an Uhel (1821-1895), tudoniour ha barzh
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Fañch Abgrall, barzh brezhonek
- Fañch an Henaff, grafour, savour skritelloù
- Fañch Bernard, soner gant Glenmor ha livour
- Fañch Broudig, kazetenner brezhonek ha gallek
- Fañch Danno, skolaer, hag aozer-sonioù brezhonek
- Fañch Elard (1910-1988), beleg ha troour brezhonek
- Fañch Élégoët, sokiologour
- Fañch Elies Abeozen, skrivagner brezhonek
- Fañch Fave, marc'hhouarner
- Fañch Gourvil (1889-1984), skrivagner brezhonek
- Fañch Jestin, skrivagner
- Fañch Kaorel (1874-1954), beleg ha dastumer sonennoù
- Fañch Kerrain, skrivagner brezhonek
- Fañch al Lae (1859-1937), romantour brezhonek
- Fañch Morvannou, oberour an Assimil kentañ e brezhoneg, rener ar gelaouenn Planedenn
- Fañch Peru, barzh ha skrivagner brezhonek
- Fañch Postig, kelenner skol-veur e Brest
- Fañch Roudaut, istorour
- Fañch Stephan (1904-1944), barzh, emsaver, rezistant
XXIañ kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Fañch Bernard, ur bugel ganet en ospital Kemper
Lesanvioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Fañch Mitterrand pe Fañch Mitt’, a veze graet gant izili ar PS gall e Breizh eus o danvez-prezidant François Mitterrand e 1981.
- Fañch Kouer , un doare all d'an anv Yann Gouer.
- Fañch ar Peul, un doare all d'an anv Yann ar Peul.
Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Fañch Skouarneg, kontadenn dastumet gant Fañch an Uhel, e-barzh Kontadennoù ar Bobl[1].
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Politikerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An Afer Fañch loc'het e 2017 gant prokulored ar Republik c'hall a nac'he degemer an anv-badez Fañch ouzh meur a vugel e Breizh.
Gwelout ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Kontadennoù ar Bobl, levrenn I, pajenn 259, 1985.