Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Afer Fañch

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ha kavout a reer roud eus al lesanv "Fañch Tildenn" en un tu bennak e-maez ar Wikipedia brezhonek ? --Llydawr (kaozeal) 31 Mae 2017 da 20:11 (UTC)[respont]

« Fañch Tilde » eo al lesanv, gallek evel-just, neuze e rankfe bout anv ar pennad. A-hend-all e kavan direizh embann anv gwirion ar bugel amañ, rak lous eo klask ober ur benveg anezhañ en Emsav. N'eo ket dav gouestlañ ur bajennig d'ur beradig e meurvor troioù-kaer jakobinegezh Bro-C'hall, gwell e vefe sevel ur mell pajennad dwb emzalc'h ar Stad c'hall e-keñver Breizh, boued fonnus zo. — Lagad Zoltec (kaozeal) 31 Mae 2017 da 20:27 (UTC)[respont]
Tu bennak em eus lennet e oa un anv bet roet gant Kemperiz, brezhonegerien marteze, n'ouzon ket hiroc'h.
Evit an anv tiegezh zo bet embannet en ur gazetenn c'hallek, a-hend-all ne oarfen ket anezhañ.
... lous eo klask ober ur benveg anezhañ en Emsav, ali personel enorus. Menegiñ un anv n'eo ket "ober ur benveg anezhañ" : ur bern anvioù all zo meneget er wikipedia (ha n'eo ket un emsav) ha n'eus hini ebet anezho a vefe bet lavaret e oa "ur benveg " c'hoazh. Bianchi-Bihan (kaozeal) 31 Mae 2017 da 22:16 (UTC)[respont]
Meneget eo anv ar bugel e blog Broudig : fentus e vefe mont da lavarout dezhañ "lous eo klask ober ur benveg anezhañ en Emsav". Bianchi-Bihan (kaozeal) 31 Mae 2017 da 22:22 (UTC)[respont]

Direizh, lous...

[kemmañ ar vammenn]

... eme ma mignon bras, uheloc'h. En holl gelaouennoù gallek (daveoù er pennad) eo meneget anv ar bugel, graet e vo heñvel amañ eta. Bianchi-Bihan (kaozeal) 14 Gwe 2017 da 04:48 (UTC)[respont]

Un den all

[kemmañ ar vammenn]

Ur Fañch Bernard all zo, soner gant Glenmor ha livour e Landerne [1]. --Llydawr (kaozeal) 11 Gwe 2018 da 10:46 (UTC)[respont]

Afer fañch? me gred ez eus ur pennad er wiki gall. Bianchi-Bihan (kaozeal) 11 Gwe 2018 da 10:53 (UTC)[respont]

Dre ma'z eus anv eus meur a Fañch er pennad, hag eus an dildenn dre vras, e c'hallfed marteze ober gant un titl ledanoc'h ha chom hep menegiñ an anv Bernard. Petra a soñjit ? --Llydawr (kaozeal) 30 Ebr 2020 da 15:45 (UTC)[respont]

A-du.--Arko (kaozeal) 30 Ebr 2020 da 15:59 (UTC)[respont]
A-du ivez --Lekemok (kaozeal) 30 Ebr 2020 da 16:05 (UTC)[respont]
Mat din. Bianchi-Bihan (kaozeal) 1 Mae 2020 da 08:21 (UTC)[respont]