Dael Breizh

Eus Wikipedia

Dael Breizh zo anv ur vodadenn a barlamantourien vreizhat bet dilennet gant voterien dieub, bet krouet e 2012, dezhi da bal sevel ur vonreizh vreton evit ur Vreizh emren pe emrenoc'h, hep tremen dre an dilennadegoù gall ofisiel. Difenn menoz an demokratelezh ha gwirioù ar pobloù distad eo e bennsturioù.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Roet ez eus bet lañs da Zael Breizh dre grouidigezh ar gevredigezh Kelc'h An Dael, ur gevredigezh disklêriet hervez lezenn c'hall 1901, e-pad ha da-heul emsav poblek ar Bonedoù Ruz e Breizh. Kelc'h An Dael, embreget gant un nebeud emsaverien anavezet evel Yann-Vleiz ar C'huñv, a felle dezhañ bodañ nerzhioù lies hag enebet an emsav evit lakaat anezho d'en em glevout war un nebeud krefen bennañ diwar-benn kudennoù Breizh, en ur dennañ splet eus manifestadegoù ar Bonedoù Ruz ha kounnar ar Vretoned a-enep d'an telloù lakaet war an treuzdoug. Chomet boud eo bet an embregadenn-se dre ma nac'has hiniennoù zo kenlabourat gant re all eus an tuoù politikel enebet. Nebeut war-lerc'h avat e voe savet Dael Breizh hag ar menoz dihuniñ ar parlamant breizhat evit adkrouiñ gwirioù lezennel da Vreizh.

Dilennadegoù ha mont en-dro[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kelc'hiad kentañ : 2016-2019[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An dilennadegoù broadel breizhat kentañ a zo bet aozet er bloaz 2016 goude ur bloavezh kabaliñ ha bruderezh dre Vreizh a-bezh bet renet gant ar gevredigezh Kelc'h An Dael, e-karg eus sternidigezh ha melestradur an Dael. Evit bezañ voter eo dav bezañ Breizhat, hervez divizoù bet dibabet gant Kelc'h An Dael, ha leuniañ un teuliad a ranker kas da Gelc'h An Dael. Resevout a reer ur gartenn-votiñ a c'hallo bezañ implijet da viken. Divizoù a zo ivez evit en em ginnig evel danvez-parlamantour.

Un nebeud parlamantourien dilennet e kelc'hiad 2016-2019.

33 parlamantour a zo bet dilennet e miz Kerzu 2016 gant ur pemp kant voter bennak. Kendalc'hoù a zo bet ingal, reoliek, bep miz e-kerzh ar c'helc'hiad kentañ en deus padet tri bloaz evel bet divizet gant Kelc'h An Dael. Al lec'h evit bodañ an Dael a c'hall cheñch dre ma n'en deus ket a benn-karter nag a savadur privez. Ar c'helc'hiad kentañ-se en deus kejet gant un nebeud diaesterioù abalamour ma ne oa ket tud-a-vicher eus ar barlamantourien bet dilennet, nag evit-se en deus gouezet chom war-sav ha padout.

Eil Kelc'hiad : 2019-2022[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz Kerzu 2019 e voe aozet an eil dilennadegoù broadel breizhat. Nebeutoc'h a zanvez-parlamantourien zo bet war ar renk, ha daouzek parlamantour hepken e-lec'h an 33 gortozet zo bet dilennet. Kendalc'h kentañ an eil kelc'hiad zo c'hoarvezet evelato d'an 18 a viz Genver 2020 e Surzhur, e bro Wened. Roll-labour ar barlamantourien a zo kenderc'hel da sevel bonreizh Vreizh dazont en ur glask dont a-benn d'en em vrudañ muioc'h e-touez ar Vretoned, en ur dizhout voterien nevez, evit gallout diazezañ kreñvoc'h he reizhwiriegezh evel bodadenn demokratel poblek.

Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]