Tour-tan ar Wrac'h Vras

Eus Wikipedia
MONUMANT Monumant istorel ISTOREL


Tour-tan ar Wrac'h Vras
Map
Lec’hPlougoñ, Frañs Edit this at Wikidata
Daveennoù lec'hiañ48° 02′ 26″ N 4° 45′ 23″ W / 48.0406, -4.7564
Tour
Savet1882 Edit this on Wikidata
DafarGreunvaen Edit this on Wikidata
Emgefreekaet1995 Edit this on Wikidata
Uhelder26,9 metr Edit this on Wikidata
Uhelder diwar live ar mor23,9 metr Edit this on Wikidata
Mammenn energiezhenergiezh an heol Edit this on Wikidata
Statud gladelmonumant istorel enskrivet Edit this on Wikidata
Gweladenniñne reer ket
Annezetn'eo ket
Gouloù
Enaouet evit ar wech kentañ1887 Edit this on Wikidata
Uhelder fokalenn33,9 metr Edit this on Wikidata
Doareenn ar sinalOc(2+1) WRG 12s Edit this on Wikidata

Tour-tan ar Wrac'h Vras zo un tour-tan savet war ur garreg etre Beg ar Raz hag Enez Sun.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1879 e voe divizet sevel un tour-tan eno. Daoust ma oa tostoc'h al lec'h-se d'an douar-bras eget Tour-tan ar Maen e voe start kas al labourioù da benn, abalamour d'ar rust ma vez ar mor alies er Raz. Galvet e voe ar vicherourien a oa bet o sevel tour-tan ar Maen, un nebeud bloavezhioù abretoc'h, da zont da labourat war chanter ar Wrac'h Vras, tud eus enez Sun ar braz anezho. Pemp bloaz e padas al labour, rak ne c'halled labourat nemet d'an izelvor ha pa veze sioul a-walc'h ar mor : e 1882 e voe boulc'het ar chanter hag enaouet e voe an tour-tan evit ar wech kentañ d'ar 15 a viz Gwengolo 1887. Hervez an ijinour Victor Fénoux, a oa e penn ar chanter, e c'halled labourat war-dro pemp miz bep bloaz, ma konted daou zevezh amzer gaer d'al loar nevez, daou zevezh all d'ar c'hresk, daou zevezh d'al loargann ha daou zevezh c'hoazh d'an digresk.

Betek 1995 ez ae al lampoù en-dro gant eoul-maen. Abaoe ez eont en-dro gant an tredan.

An eil tour-tan diwezhañ eus ar Stad C'hall da vezañ emgefreekaet eo ar Wrac'h Vras, e 1995. Er bloavezh-se ez eas kuit ar warded diwezhañ. Abaoe eo renet an tour-tan hag e c'houleier diouzh enez Sun.

Ur vuhez kalet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Betek 1995 e veze daou ward ingal en tour-tan. Dont a rae gwarded all da gemer o lec'h — gant ma ne veze ket gwallamzer ! —, e bourzh bigi Servij an Tourioù-tan hag ar Balizennoù. Tostaat a rae ar vag d'ar c'herreg, kement ha ma c'halle, ha stlapet e veze ur gordenn dezhi gant ar baotred a oa en tour-tan. A-hed ar gordenn-se e veze kaset an dud hag ar varc'hadourezh. Pa veze rust ar mor e veze start ober kement-se hag a-wechoù e oa dibosupl zoken.

Goude ar Brezel-bed kentañ e oa bet divizet mirout, evit an dud bet gloazet er brezel, postoù labour dindan ar Stad. Evel-se e voe kaset daou Gorsikad, bet gloazet o-daou, da vezañ gwarded er Wrac'h Vras, er bloavezhioù 1920. E-pad goañvezh 1925-26 en em gavjont o-daou en tour-tan, o-unan e-pad ouzhpenn daou viz diouzh renk : ken fall e oa an amzer ma ne c'halle ket gward ebet all dont da gemer o lec'h[1]. Ken faezh ha divi e oa an daou zen ma ne oant ket evit derc'hel ar gouloù war-enaou en tour-tan. Ha kement-se a voe kaoz ma'z eas d'ar strad ar vag La Surprise, eus Pempoull, d'an 19 a viz C'hwevrer 1926.

D'an 28 a viz C'hwevrer 1926, a-benn ar fin, e teuas a-benn ur pesketaer eus Plougoñ ha gward tour-tan ar Maen da dostaat d'ar Wrac'h ha da gas an daou zen kaezh betek an douar-bras. Anv a voe eus an afer er c'hazetennoù[2]. Ha rankout a reas ar gouarnamant embann un dekred da dennañ ar vicher gward en tourioù-tan diouzh listenn ar postoù labour miret evit an dud gloazet er brezel.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Hervez ur pennad bet embannet e lec'hienn an Association Sportive Brestoise, bet tennet eus La Dépêche de Brest et de l'Ouest, 27/02/1926.
  2. Da skouer e-barzh L'Humanité, d'an 3 a viz Meurzh 1926, en ur pennad anvet Au phare de la Vieille, la relève mouvementée de deux gardiens.