Triskell
- Ur strollad sonerien zo anvet An Triskell .

An triskell ( ger deuet eus ar gregach τρισκελης, triskelê, teir gar, dre ar gallekadur triscèle) zo un arouez evel ur seurt kroaz teirgarek. E broioù zo (Manav, Sikilia) eo eeun linennoù an triskell, e re all eo kromm, evel e Breizh ma'z eo deuet da vout unan eus an arouezioù breizhek.
Tud zo a gred hag a lavar eo un arouez keltiek. Re all a lavar n'eo ket, nag a orin nag a implij hiziv. Met gwir eo n'eus lec'h ebet ma vez gwelet kement hag e Breizh.
Keñveriet e vez gant al lauburu euskarat a-wechoù dre m'int deuet o-daou da vezañ evel arouezioù broadel.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kavet e vije bet an arouez war ar vein en ul lec'h a vije ken kozh ha Oadvezh ar Maen, e Newgrange en Iwerzhon.
Deuet eo an arouez da vezañ diouzh ar c'hiz gant brud sonerezh breizhek Alan Stivell er bloavezhioù 1970.
Ster[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Meur a ster zo lakaet d'an triskell, hervez e implijerien, ha liamm ebet etreze alies, pa weler kristenien ouzh e implij evel arouez an Drinded, ha sadomazoc'heien evel arouez ar c'hoari-tri.
Broioù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E broioù all ivez e kaver triskelloù nemet ne vez ket kromm an teir gar atav, evel war banniel Enez Manav, pe war hini Sikilia. E Sikilia e vez graet trinacria eus an triskell.
Kavet e vez un triskell war bannieloù Anguilla, Sikilia, Ingouchetia.
Politikerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Implijet eo bet an arouez gant ur rannarme SS e-pad an Eil Brezel-Bed, gant ur strollad Suafrikat, ha gant strolladoù politikel e Sikilia. Implijet e vez ivez gant kleuboù sport, e Breizh evel e lec'h all, en Aostria da skouer.
Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kizelladurioù pe livadurioù istorel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kib aour e Mikenai
Kib eus kêr Numancia
Triskell eus an XIIvet pe XIIIvet kantved en un iliz Karja, e Saaremaa, en Estonia. Arouez an Drinded eo an triskell d'ar gristenien.
Iliz Saint-Marcellin, e Bro-C'hall (Isère).
E Galiza[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Triskell Aira Vella, en Allariz.
Triskell Castromao, Iañ kantved, Mirdi Ourense. Marteze ur fiestra.
Kizelladurioù e castro Santa Trega.
Bannieloù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
War banniel Sikilia
War banniel Ingouchetia
War banniel Buriatia
War banniel Anguilla e vez gwelet un triskell gant lod.
Ardamezioù Suederbrarup e Schlesvig-Holstein
Ardamezioù Minheim, e Rheinland-Pfalz
Ardemezioù Grossraeschen, e Brandenburg.
Banniel an Afrikaner Weerstandsbeweging, e Suafrika
Arouez ar rannarme SS 27. SS-Freiwilligen-Grenadier-Division „Langemarck“
Banniel ar Frunti Nazziunali Sicilianu, ur strollad politikel broadelour e Sikilia
Arouez kleub mell-droad First Vienna FC 1894 en Aostria, koshañ kleub ar vro.
Arouez Aer Chór na hÉireann (Aerlu Iwerzhon) Roundel.
Banniel Anguilla
A bep seurt[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kastell en traezh e 2009 e Sant-Ke-Porzh-Olued.
Korrigan e driskell.
Triskell Roissy, hervez ar romant erotek gallek Histoire d'O.
Klatrin, ur protein, aozet e stumm un triskell.
Traoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- An Triskell zo anv ur strollad sonerien eus Brest bet savet er bloavezhioù 1970.
- Ur raktres skolveurel galizat, an Trisquel GNU/Linux
Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pennad gallek diwar-benn un hevoud quadriscèle e Kannadig an Erge-Vras .