Mont d’an endalc’had

Torc'h

Eus Wikipedia
Torc'h arem galian (oberiadenn nevez eus un torch kozh)
Penn un torc'h arem, kavet e Somme-Suippe e Marne, Bro-C'hall, war-dro ar IVvet kantved kent JK, Mirdi Saint-Remi e Reims.
Torc'h aour, kavet en ur bez e Glauberg, en Alamagn

An torc'h eo an dro-c'houzoug metal, arem pe aour peurvuiañ, a veze douget gant ar Gelted ha pobloù all en Henamzer. Diwezhatoc'h e voe douget ivez gant soudarded Roma ha Vikinged er Grennamzer.

Dont a rafe an anv eus ar ger latin torques, deuet eus torqueo (gweañ), abalamour da stumm an dro-c'houzoug. Torch eo an anv e kembraeg.

Torc'hoù zo bet kavet e bezioù Galianed, ha re Ibered e Spagn. Ne oant ket braverioù kelt hepken. Douget e vezent ivez e-touez ar Skited, pobloù Illiria[1] ha Trakia, ha re all c'hoazh, en Oadvezh an Houarn, eus talek an VIIIvet kantved kent JK betek an IIIde kantved goude JK.

Gant Marevezh an Ergerzhadeg e voe echu gant an torc'hoù kelt, met da vare ar Vikinged e voe gwelet torc'hoù en-dro.

  1. The Illyrians, gant J. J. Wilkes, 1992, ISBN 0-631-19807-5, pajenn 223, "Illyrian chiefs wore heavy bronze torques"