Mont d’an endalc’had

Breizh

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Breizhek)
Ar pennad-mañ zo diwar-benn ar vro istorel e gwalarn Europa. Evit ar rannvro velestradurel gall, sellet Rannvro Breizh.
Breizh
Ger-stur
(la) Potius mori quam fœdari
(br) Kentoc’h mervel eget bezañ saotret

Kan broadel
Bro gozh ma zadoù
Kêr-benn Naoned (istorel)
Roazhon (melestradurel)
Yezhoù Brezhoneg
Gallaoueg
Galleg (ofisiel)

Domani kenrouedad .bzh
Melestradur
Prezidant Loïg Chesnais-Girard[1]
Departamantoù Aodoù-an-Arvor (22)
Il-ha-Gwilen (35)
Liger-Atlantel (44, istorel)
Mor-Bihan (56)
Penn-ar-Bed (29)
Arondisamantoù 15
Kantonioù 201
Kumunioù 1 268
Douaroniezh
Gorread 34 023 km² (istorel)
27 208 km² (melestradurel)
Poblañs (2016) 4 829 968 (istorel)
3 394 567 (melestradurel)
Stankted 142 ann./km² (istorel)
125 ann./km² (melestradurel)
Breizh hag ar broioù amezek dezhi
Bro-C'hall e 1732
« Breizh, proviñs brudet da vout estren »
« Breizh »
Jean Brunet, 1908
Mirdi an Arzoù-kaer, Kemper

Breizh (/bʁɛjs/ (selaou ) pe /bʁɛx/ pe c'hoazh Bretagn[2], e gallaoueg: Bertaèyn /bəʁtaɛɲ/, galleg: Bretagne /bʁəˈtaɲ/) zo ur vro geltiek, ul ledenez hag un takad sevenadurel e kornôg Europa, savet war lodenn gornôg ar pezh a oa Arvorig gwezhall. Ur vroad eo ivez abaoe an IXvet kantved, pa oa unanet gant Nevenoe, he roue kentañ. Bretoned a vez graet eus he fobl.

Dizalc'h eo bet Stad Breizh betek ar XVIvet kantved a-raok bezañ enframmet e rouantelezh Bro-C'hall da-heul koll arme Breizh a-enep an arme c'hall en emgann Sant-Albin-an-Hiliber e 1488. Emren eo chomet Breizh betek dibenn an XVIIIvet kantved a-raok bezañ dispennet ha divodet gant an Dispac'h gall a grouas an departamantoù.

Abaoe krouidigezh ar rannvroioù e Frañs en eil hanterenn an XXvet kantved ez eus bet savet en-dro ur gwirvoud melestradurel da Vreizh, evit an daou drederenn eus he foblañs.

Ul ledenez vras eo Breizh, lec'hiet e kornôg Europa, etre Bro-C'hall hag an inizi breizhveuriat. War un tiriad strategel emañ, etre Mor Breizh hag ar Meurvor Atlantel, adal da gevandir Amerika. Un hin veurvorel he deus, neuze e vez dous ha gleb he goañvioù ha fresk he hañvioù daoust da vezañ tommoc'h gant tommadur an hin en XXIvet kantved.

Etimologiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evel ar stummoù gallaouek Bertaèyn, ar stumm gallek Bretagne peotramant ar stumm saoznek Brittany e teu ar ger Breizh diwar al latin Britannia, "douar ar Vretoned", a oa anv ur broviñs eus an Impalaeriezh roman. Ar ger-se a oa bet implijet abaoe ar I kantved kt JK da gaozeal diwar-benn Enez Vreizh. Tapet e oa bet ar ger diwar ar gresianeg Πρεττανικη (Prettanike) pe Βρεττανίαι (Brettaniai) implijet gant an ergerzher Piteas eus Massalia, hag amprestet o-unan diwar an anv en em roe annezidi an enezenn, a oa bet adsavet e *Pritanī en o yezh, diwar ur proto-keltieg *kʷritanoi , mammenn ar c'hembraeg Prydain , anv Enez Vreizh er yezh-se. Amsklaer eo talvoudegezh ar ger, a oa bet tostaet eus "preder" da skouer, peotramant eus ar wrizienn indezeuropek *kʷer- ("troc'hañ", "ober"). Tostaet e oa bet ivez diouzh anv iwerzhonek ar Bikted Cruithne .

Da vare ar Romaned e implijed ar ger Arvorig evit kaozeal diwar-benn tiriadoù ledanoc'h eget Breizh a-vremañ, daoust ma oa al ledenez al lodenn gornôg anezho. Dont a ra eus ar galianeg aremorica a sinifi "tal ar mor", "tost ouzh ar mor".[3] Un anv all a oa bet implijet betek an XIIvet kantved, Letauia, a dalvezfe "ledan", "plaen", a zo chomet bev e kembraeg : Llydaw.[4]

Adalek ar VIvet kantved e komañsed d'ober gant Britannia da gaozeal diwar-benn al lodenn eus Arvorig poblet gant ar Vretoned abaoe an IVe kantved, ha stankoc'h adalek ar Vvet kantved.[5] Gregor Teurgn a oa an istorour kentañ oc'h ober gant Britannia er stêr-se.

Breizh a zeufe eus ur stumm hipokristek *Brittia a vije bet roet da Enez Vreizh a-bezh.[6] Atestet eo evit ar wezh kentañ e lesanv an dug Alan III Rebrit en doa bevet en XIvet kantved. Daou zoare zo da distagañ ar ger-se e brezhonegva a-vremañ : [brɛjs] e gwalarn ar vro (Kerne-Leon-Treger dre vras), a skrived Breiz betek an XXvet kantved, ha [brɛχ] e gevred ar vro (Bro-Gwened dre vras), a skrived Breih er skritur gwenedek. Ar reizhskrivadur Breizh a oa deuet gant ar skritur peurunvan darbennet e 1941 hag a zo implijet gant ar muiañ-niver bremañ. Breiz a gendalc'her skrivañ er skritur skolveurieg avat.

Pennad pennañ : Istor Breizh

Bet eo bet Breizh unan eus ar riezoù koshañ en Europa da vare diskar an Impalaeriezh roman, met kavet ez eus bet roudoù niverus eus obererezhioù mab-den e takadoù tost d'an aodoù ha war an inizi peurvuiañ.

Roudoù un tantad ken kozh ha 500 000 a vloavezhioù zo bet kavet e Ploeneg, ar re goshañ kavet en Europa. En enez Eusa ez eus bet meur a vonedonea gant annezidi a bep seurt abaoe hoalad an Neolitik. Etre 4 000 ha 1 200 kent J.K. e savas tud ne anavezer kalz a draoù diwar o fenn meur a savadur mein : peulvanoù (mein hir), taolioù-maen hag alezioù toet. Sevenadur ar meurvein en em astennas war Europa a-bezh, met e Breizh e tizhas un diorren bras, seul vui m'eo roc'hellek-kenañ an douar.

Poblet e voe al ledenez gant poblañsoù a gaoze ur yezh geltiek, ar galianeg ha perzh eus Galia e teuas ar vro da vezañ eta. War dro -330 e tremenas ar merdeer Piteas war an aodoù. Kyrtoma a ra eus al ledenez, hag envel a ra an douaroù a welas en tu all da Vor Breizh Prettanike pe Brettaniai zo deuet da vezañ Preden en hor yezh. Antreal a rae hor bro en istor.

Dont a ra ar ger Arvorig, eus ur ger galianeg latinekaet en Aremorica pe Armorica. Roet e oa anv-se en Henamzer klasel d'ul lodenn eus Galia, etre kornad Pornizh e su genoù al Liger ha Dieppe. Pemp poblad pe meuriad Galianed a oa e lodenn an Arvorig zo deuet da vezañ Breizh, an Osismied, ar Weneted, ar Goriosolited, ar Riedoned hag an Namneted). Gant ar Romaned e voe aloubet an tiriad a vo graet Breizh anezhañ war-lerc’h, evel ma aloubas peurrest Arvorig da vare Brezelioù Kaezar e Galia.

En amzer an Impalaeriezh roman e oa Arvorig, Aremorica, ul lodenn eus proviñs roman Gallia Lugdunensis. Emsavadeg ar Bagaudae en IIIe kantved a zegasas trubuilhoù hag a lakaas ar boblañs da zigreskiñ. Distrujet e oa kalz kêriadennoù. War an Tractus Armoricanus e oa savet kreñvlec'hioù nevez, da skouer e Brest, Avranches hag ar Yeoded. Da gustum e soñjer e krogas ar gristeniezh d'en em ledañ en Arvorig e diwezh ar IVe kantved, met ral eo an titouroù.

Enbroadeg ar Vretoned da Arvorig

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er bloavezhioù 380 e oa moarvat un niver bras a soudarded vrezhon eus an lu roman da zifenn aodoù Arvorig a-enep al laeron-vor a zeue eus Norzh Europa hag a rae o reuz e Mor Breizh. Goude se ez voent implijet da stourm ouzh emsavadegoù ar Bagaudae. Hervez an Historia Brittonum, skrivet en IXvet kantved, an impalaer Magnus Maximus, a dennas an armeoù roman eus Preden, o c'hasas eno ivez.

Pa voe dilezet Proviñs Britannia gant al lejionoù roman e 411 e fizjont difenn an enezenn er Vrezhoned. Buan avat, argadegoù ar Bikted o tont eus Caledonia ha dreist-holl re ar Scoti (Iwerzhoniz) (deuet eus Hibernia) a zeu da vezañ niverusoc'h-niverusañ. War ar memes tro eo aloubet reter an enezenn gant pobloù german, an Angled hag ar Saozon peurgetket, a argas ar Vrezhoned trema ar c'hornôg. War a seblant e vefe argadegoù ha trevadennoù an Iwerzhoniz o dije bet ar roll brasañ da atizañ un niver bras a Vrezhoned da vont kuit war an douar-bras e lec'h ma anavezent kerent a oa soudarded eno. Divroañ a reas ar Vretoned da Walarn Galia dre vras, da Arvorig dreist-holl.

Kavout a reer an tiriad anv Britannia dindan pluenn an istorour frank Gregor Teurgn er VIvet kantved. Er Grennamzer uhelañ e oa bet rannet Breizh etre div rouantelezh ha war-lerc’h etre teir rouantelezh – Domnonea, Kerne ha Bro-Ereg.

Breizh ar Grennamzer

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rouantelezh Breizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Etre 843 ha 851 e voe trec'het meur a wezh lu ar Franked gant Nevenoe, a oa bet o telc'her Breizh en anv an Impalaer, hag e vab Erispoe. Dizalc'h e teuas Breizh da vezañ hag Erispoe a zeuas a-benn da lakaat roue ar Franked Karl Voal da anavezet e galite a roue (Emglev Anje e 851). Brasaet e voe ar rouantelezh dindan ren Saläun.

Aloubadegoù ar vikinged

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Preizhet e voe Breizh gant ar Vikinged meur a wezh kerkent ha 843. Goude drouklazhañ Salaün avat, o profitañ eus ar brezel ma rae e hêred er vro, e teuas ar Vikinged da gas prantadoù-preizhañ spontusoc'h-spontusañ. Goude ren ar roue Alan Iañ e voe distrujet ar rouantelezh ganto.

Distreiñ a reas Alan Barvek, ur mab-bihan da roue diwezhañ Breizh, gant skoazell roue Bro-Saoz Athelstan of Wessex ha pennoù bras Rouantelezh ar Franked, da Vreizh ha trec’h e oa war ar Vikinged e 937. Adsavet e oa bet Breizh hogen ne oa mui ken kreñv all, ken ma ne oa nemet un dugelezh anezhi (ur gontelezh hepken hervez tud zo). Ur skod a bouez e oa etre Normandi hag Anjev, ha da c’houde etre Bro-Saoz ha Bro-C’hall a-raok dont da vezañ ur vro dizalc’h en-dro da vare remziad an tiegezh Moñforzh (XIVvet–XVvet kantved). Ur vro distag e chomas betek ar XVIvet kantved, daoust d’ar Brezel hêrezh (1341–1364), daoust d’ar C’hallaoued a glaske lakaat ar vro e beli o Stad, daoust d’ar Saozon a glaske ren ar vro.

Unanidigezh gant Frañs hag ar prantad modern

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da-heul e voe trec’h rouantelezh Bro-C’hall, ur rouantelezh c’halloudus anezhi, war an dugelezh da vare emgannoù 1488 ha 1491. E 1532, o doa goulennet Stadoù Breizh, a oa bodet e Gwened, e vije unanet an dugelezh hag ar rouantelezh da viken. Mirout a reas Breizh dreistwirioù zo (al lezenniñ hag ar sevel tailhoù dibar), koulskoude, betek an Dispac'h gall.

Ar XVvet kantved, ar XVIvet kantved hag ar XVIIvet kantved a vez sellet outo evel prantadoù eus an toniusañ e Breizh. D’ar mare-se e veze treuzdouget marc’hadourezhioù a-leizh dre vor etre Spagn, Bro-Saoz hag Holland. Breizh a oa, anat eo, e kreizig-kreiz an hentoù-se. Da vare Colbert e voe diorret an arme e Breizh hag abalamour d’an dizemglevioù a veze etre Frañs ha Bro-Saoz ez eas Breizhiz tamm-ha-tamm war baouraat.

E-pad nozvezh ar 4 a viz Eost 1789, evit gwir, e voe torret dreistwirioù ar c’humunioù, ar c’horfuniadoù, an noblañs, ar c’hloer… ha dreistwirioù Breizh. Disrannet e voe Breizh e pemp departamant.

Paouroc'h paourañ e oa ar vro abaoe an XVIIIvet kantved met en XIXvet kantved e voe an traoù en o gwashañ. Skoet e voe an dud gant ar Brezel Bed Kentañ hag an Eil Brezel Bed ha cheñchet dremm he doa graet ar vro d'ar mare-se, paneveken gant dilez o yezhoù gant ar Vretoned. Rannet e voe Breizh e div rannvro d'ar mare-se ivez, al lodenn vrasañ oc'h ober Rannvro Breizh hag ul lodenn bet ebarzhet e Broioù al Liger.

Sellet ivez : roll inizi pennañ Breizh ha roll stêrioù pennañ Breizh
Un daouarc'heg e Menez Are.

Ledenez vrasañ Frañs eo Breizh, gant ur gorread a 34 030 km² etre Mor Breizh ha Meurvor Atlantel, a c'heller didroc'hañ etre an Hirwazh kostez Enez Eusa ha Pleg-mor Gwaskogn e su ar vro. Didroc'het-kenañ eo aodoù Breizh, leun a torraodoù, a rozioù, a aberioù hag a gaboù. Ar Mor Bihan, e su ar vro, zo ur porzh naturel bras-tre ha leun a inizi. 800 enezenn a zo nepell eus aodoù Breizh : ar Gerveur eo an hini vrasañ, er su. 2 860 km a aodoù a zo e Breizh en holl, un drederenn eus aodoù hollek Frañs eo.

N'eo ket plaen Breizh penn da benn abalamour da dTorosad Arvorig, ur aradennad venezioù kozh-Noe ledet etre Normandi, Maine, Añjev ha Breizh. Abalamour d'an dra-se ne'z eus ket a harzoù merket splann er gweledva etre Breizh ha Frañs, war-bouez ar stêr Kouenon a verk an tremen etre Breizh ha Normandi. Tra m'emañ Torosad Arvorig en e uhelañ e Maine (417 m) hag e tigresk a feur ma tosta diouzh ar mor ez a war uhelaat kreiz al ledenez gant ar Menez Du ha Menez Are. Menez uhelañ Breizh eo ar Roc'h Ruz e Menez Are gant 385 m, heuliet a-dost gant menezioù all nepell.[7]

Alies e reer an Arvor eus al lec'hioù tost ouzh an aodoù (implijet eo stank e galleg, "l'Armor") tra ma reer an Argoad eus an tiriadoù diabarzh (e galleg "l'Argoat"). An douaroù pinvidikañ zo ar re a oa goloet gant koadeier a-raok amzer an Neolitik. Bremañ e kaver koadeier bihanoc'h, evel Koad Pempont, a soñjer eo restachoù koad mojennel Breselien. Stank e kaved gwez war ar c'hleuzioù abaoe an XVIIIvet kantved, met da get hogozik penn da benn e oa ar gweledva-se abalamour ma oa re vihan ar parkeier evit leuskel mekanikoù da dremen. Poaniet e oa bet gant un nebeud tud, evel Saig Jestin, da adsevel ar c'hleuzioù. An douaroù paouroc'h zo goloet gant lanneier. Yeunoù a gaver e Breizh ivez, er Briver da skouer, a zo bet lakaet en ur park naturel rannvroel, tra m'eo bet lakaet Menez Are hag aod an Hirwazh e parkoù all.

Sellet ivez : Argompezenn

Dont a reas ledenez Vreizh war-wel da vare an orogeniezh kadomian, a stummas aod an norzh etre Gwengamp ha Felger. War-wel e teuas aod ar su da vare an orogenezenn hersinian. D'ar memes mare e leuskas menezioù-tan oberiant-kenañ kementadoù bras a c'hreunvaen. Etre an daou brantad-se, kadomian ha herkiniat, e gaved an tiriad dindan zour meur a wezh, ar pezh a leuskas mein fosil ha goueledennet, evel ar maen glas hag ar c'hrag. Dre ma ne gaver ket raz eo trenk-tre an douar e Breizh.

Uhelaet ha plaenaet e voe torosag Arvorig meur a wezh tra ma oa stummet ar Pireneoù hag an Alpoù. Rimiet e voe ar reier abalamour d'ar cheñchamantoù hin ha stummadur reier goueledennet ouzhpenn. Atebeg eo ar metamorfism eus stummadur ar maen glas, ouzhpenn da zouar pinvidik Enez Groe.

E-pad skornadegoù ar Pevarveder e voe goloet Breizh gant loess ha leuniet e voe an traoñiennoù, disoc'h obererezh stank plakennoù Afrika hag Eurazia, gant goueledennoù ar stêrioù. Stummet e voe gweledva Breizh a-vremañ da vat e-kerzh ar milion a vloavezhioù diwezhañ.[8]

Emañ Breizh en takad goudomm, gant un hin cheñch-dicheñch, levezonet gant ar mor, tost-tre ouzh hini Kernev-Veur. Alies e ra glav, met ken alies e weler an heol. E-pad an hañv ez an temperadurioù betek 30°C, met klet e chom an hin. 15°C a ziforc'h a vez etre an hañv hag ar goañv, met cheñch a ra diouzh pegen pell emeur diouzh ar mor. Chom a ra etre an amzer war an aodoù, muioc'h eget e diabarzh ar vro, met kement a c'hlav a ra war an daou dakad-se. Muioc'h a c'hlaveier a gouezh war Menez Are avat. Muioc'h a heol a vez e sur ar vro, etre An Oriant ha Pornizh avat, betek 2000 eurvezh bep bloaz.[8]

Plant hag anevaled

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Marc'h Breizh

Tost a-walc'h emañ buhez gouez Breizh ouzh hini Frañs, gant un nebeud diforc'hioù avat. Pinvidik eo ar vuhez a-hed an aodoù hir, er morioù kenkoulz hag en aer – laboused zo ne vezont ket gwelet e Frañs. Ar spesadoù a gaver e diabarzh ar vro n'int ket gwall zisheñvel diouzh ar pezh a gaver e Frañs avat, ouzhpenn d'an dra-se, dre m'eo Breizh ul ledenez, e weler nebeutoc'h a spesadoù e Breizh-Izel eget e Breizh-Uhel.

Leun a laboused-mor disheñvel a c'heller gwelet a-hed an aodoù, annez ar morvrini bras, gouelini gris, godezed beg plat, morskouled boutin, ereved beg hir pe poc'haned boutin. Ar brasañ eus ar spesadoù-se a ouenn war inizi distro ma n'eo ket kerreg, start e vez gwelet anezho neuze. E diabarzh ar vro e kaver spesadoù a weler stank en Europa, evel fazaned, gwennili-siminal, kefeleged, glaouered du pe klujared gris.

Evel e Kembre, Kernev-Veur pe Iwerzhon e kaver e dourioù Breizh leun a anevaled-mor evel rinkined pirc'hirin, reuniged gris, baoted lêrek, daofined, morhoc'hed, morgaouled, kranked pe ligistri. draeneged a gaver stank a-hed an aod, tra ma vev touilhed-traezh war ar plateiz kevandirel. Er stêrioù e kaver dluzhed, eoged asambles gant dourgon hag avanked.

E-touez an divellkeineged e c'heller menegiñ melc'hwedenn-grogennek Kemper. Ar bronneged brasañ a oa bet chaseet betek an amzer vodern, aet e oa ar vleizi da get en XXvet kantved da skouer. Hiziv e c'heller menegiñ ar c'hirvi, moc'h-gouez, lern, gedon ha meur a spesad askell-groc'hen.

Brudet eo Breizh evit marc'h Breizh, ur ouenn kezeg eus ar vro, hag evit ar Spagnol Breizh, ur c'hi-chaseal. Gouennoù chatal a zo bet desavet er vro, lod eus outo a oa war-nes mont da get en XXvet kantved evel ar saout brizhdu, saout Froment eus a Vro-Leon, saout Arvorig ha saout an Naoned.

Pennad pennañ : Steuñv hentoù Breizh
Ur bannel gozh war an N164

Fall e oa ar rouedad hentoù e Breizh betek ar bloavezhioù 1970. Gwellaet e oa bet un tamm en XVIIIvet kantved gant labourioù duk Aiguillon evit aesaat tremen ar soudarded, met chom a rae a-bouez ruz an treuzdougen war vor hag an tren goude an XIXvet kantved. Diwar labour ar CELIB er bloavezhioù 1960 e oa bet divizet gant gouarnamant de Gaulle ur steuñv krouiñ ha reneveziñ hentoù a 10 milion lur e-pad 25 bloaz. Ouzhpenn 1000 km a hentoù-tizh a oa bet savet, o liesaat an trafik dre bevar. Kontrol d'ar pezh a oa bet graet e lec'h all e Frañs n'eus ket da baeañ ur peaj war hentoù Breizh ha ne c'heller ket bleniañ en tu all da 110 km/h (e-lec'h 130 km/h).

An hent pennañ a liamm ar c'hêrioù bras hag an tolpadoù all a-hed aod an norzh eo an Hent Vroadel 12 a liamm Roazhon, Sant-Brieg, Montroulez ha Brest. Diwar Roazhon e liamm Breizh ouzh Normandi ha mont a ra betek Pariz. E su Breizh e tremen Hent Vroadel 165 a-hed an aod en hevelep doare o liammañ an Naoned, Gwened, An Oriant ha Kemper a-raok treiñ war-zu an norzh betek Brest. An Hent Vroadel 164 a chome diechu e labourioù e 2022, neuze e chom lodennoù gant un hent e-lec'h daou, met treuziñ a ra Kreiz Breizh etre Roazhon, Loudia, Karaez betek Kastellin ha Kraozon. Un hent-bras all zo etre Roazhon ha Gwened, an Hent Vroadel 166 tra ma'z eus unan all, an Hent Vroadel 137 d'ober al liamm etre Sant-Maloù, Roazhon hag an Naoned hag alese mont betek Bourdel.

Aerborzh brasañ Breizh eo Aerborzh Naoned Atlantel, a gas kirri-nij d'ar Rouantelezh-Unanet, Italia, Alamagn, Iwerzhon ha Maroko. Aerborzh etrebroadel Brest-Breizh eo an eil brasañ, dirak Aerborzh Roazhon - Sant-Jakez hag Aerborzh an Oriant-Breizh Su. Aerborzhioù bihanoc'h a zo, met diaezamantoù bras o devez.

Hentoù-houarn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Viaduc Montroulez gant an hent-houarn

Div linenn TTB, skourroù an TTB Atlantel, zo e Breizh, unan a liamm Pariz ouzh an Naoned hag unan all o liammañ Pariz ouzh Roazhon ha dre-se ouzh Kemper ha Brest. Astennet e voe al linenn tizh-uhel e 2017, en tu-mañ eus ar Mañs, da gas buanoc'h an trenioù warno. Tabut a oa bet abalamour d'an arc'hant postet el labourioù-mañ evit efedoù fall war ar vro, e-keñver priz an tiez e Bro-Roazhon ha plas an trenioù rannvro.[9][10]

Ar servij rannvroel zo aozet gant trenioù THR a ra liammoù etre kêrioù Breizh hag a servij da drenioù ar pemdez.

Servijoù treizhañ zo da gas tud, otoioù ha danvezioù a-dreuz Mor Breizh da Iwerzhon, Kernev-Veur, Inizi angl-ha-norman ha Bro-Saoz. An embregerezh bennañ eo Britanny Ferries, savet gant Alexis Gourvennec evit produerien legumaj Bro-Leon da gentañ, a ra liammoù etre Rosko ha Plymouth, Sant-Maloù ha Portsmouth, ha Rosko ha Korkig

En XIXvet kantved e voe digoret ur ganol vras etre an Naoned ha Brest. Digoret e oa bet evit ar c'hoñverz met bremañ e c'heller bageal warni evit ar blijadur.

Marc'hhouarnerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Unan eus sportoù-pennañ Breizh eo ar marc'hhouarnerezh ha meur a zen ez a war beloioù evit ar blijadur, ar pezh en deus lakaet ar strollegezhioù publik da bostañ arc'hant en hentoù-marc'h-houarn ha peadra d'ober gant ar beloioù. Er vro a-bezh eo bet brasaet ar rouedad hentoù, war bord an hentoù meret gant ar c'humunioù peotramant war hentoù savet a-ratozh, lod anezho savet diwar hentoù-houarn kozh. Hentoù ispisial a zo, evel ar Vélodyssée ("Belodisea") eus Rosko betek an Naoned hag hentoù-meur a zo merket gant sinoù e "V" (evel V1, V2...).[11] An halajoù a-hed kanol Naoned-Brest a zo bet kempennet evit ar beloioù, da lavaret eo 385 km, met kammdroioù a zo : kuitaat an hent a vez erbedet a-wezhioù da verraat ar veaj ha degas un tamm cheñchamant.[12]

Melestradurezh ha politikerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rannoù hengounel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Div bastell-vro vras zo e Breizh : Breizh-Uhel (Gorre-Breizh), a glot gant tachenn ar gallaoueg a-raok ar bloavezhioù 1950 ha Breizh-Izel (Goueled-Breizh), a glot gant ar brezhonegva a-raok ar bloavezhioù 1950. Rannet e voe Breizh e nav gontelezh, ha goude nav eskopti, a glot gant an eskoptioù katolik, met o deus servijet ivez da rannadurioù brezel, melestradurezh ha sevenadurel.[8] Chom a ra bev ar broioù-se e Breizh-Izel dreist-holl, ha muioc'h c'hoazh e penn ar vrezhonegerien.

An eskoptioù kozh etek 1792 a oa :

Niver bandennoù ar Gwenn-ha-du a oa bet choazet diouzh niver ar broioù-se, ar re wenn evit Breizh-Izel, ar re zu evit Breizh-Uhel.

E Breizh-Izel dreist-holl, eo rannet c'hoazh pep hini eus ar broioù-se en isbroioù sevenadurel a rae diforc'hioù etrezo gant ar mod d'en em wiskañ, an dañs peotramant ar mod da gaozeal brezhoneg. Lod a chom bev c'hoazh, evel ar Vro-Vigoudenn pe Bro-Bagan. Gallout a reer menegiñ ouzhpenn Bro-Fañch, Bro-Fisel, Bro-Chelgenn pe Bro-Dardoup.[8]

Rannoù a-vremañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gwelet ivez : Rannvro Breizh, departamant gall.
E glas teñval, pevar departamant rannvro Breizh hag e glas sklaer, departamant Liger-Atlantel a zo e rannvro Broioù al Liger.

Da get ez eas Breizh evel emsavadur politikel e 1789, pa voe rannet e pemp departmant. Rannet eo an departamantoù e tri pe bevar arrondissement, rannet o-unan e kantoù savet gant meur a gumun. Dilennet eo ar c'huzulioù-kêr ha departamant gant ar geodedourien. E pep departamant ez eus ur prefed ha meur a is-prefed, choazet gant Prezidant ar Republik C'hall.

Dre ma oa deuet re vihan an departamantoù e oa bet soñjet krouiñ rannvroioù brasoc'h e-kerzh an XXvet kantved. Daoust ma oa difennet Breizh gant pemp departamant gant broadelourien Breizh, gant asant ar boblañs dre vras, e oa bet kavet gwelloc'h gant gouarnamantoù Frañs distagañ departamant al Liger-Atlantel diouzh Breizh evit e lakaat e rannvro Broioù al Liger. Arguzennet e oa bet e vije kevezerezh etre Roazhon ha Naoned, hag e oa re bell an Naoned diouzh kreiz ar rannvro. Meur a raktres a oa bet abaoe ar bloavezhioù 1920, met n'eo nemet e 1956 e oa bet treset rannvroioù Breizh ha Broioù al Liger evel m'emaint bremañ. E 1972 e voe roet galloudoù d'ar rannvroioù-se, asambles gant ur c'huzul rannvro. Brasaet e oa bet galloudoù ar rannvroioù un tammig e 2014.

Evit ar poent eo rannet Breizh etre div rannvro velestradurel neuze :

Unvan eo Breizh evit a sell ouzh ar justis, pa dalvez lez-c'halv Roazhon evit Breizh en he fezh.

Adunanidigezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gwelet ivez : Breizh Unvan.

Pa voe bet krouet Rannvroioù Breizh ha Broioù al Liger e oa savet meur a vouezh, e-touez ar bolitikerien, luskad broadel Breizh kenkoulz hag ar boblañs, a-enep an diviz ha da c'houlenn ma vezo adunanet Breizh he femp departamant.

Enebourien an adunanidigezh, politikerien eus Broioù al Liger alies, a gred ne c'heller ket mont gant an hent-se : kollet e vije gant ar Rannvro he c'hêrbenn politikel hag ekonomikel, ne vije ket unvan a-walc'h Broioù al Liger ha rankout a rafed ebarzhañ an departamantoù a chom e rannvroioù all evel Centre-Val de Loire pe Nouvelle Aquitaine. Arguzenniñ a reont, evel lod eus enebourien ar soñj-se e Breizh, e vije graet poan da Roazhon ha digempouezet Breizh etre Breizh-Uhel ha Breizh-Izel. Ar brasañ zo ar bolitikerien-se a c'houlenn ma vo unanet Breizh ha Broioù al Liger d'ober ur rannvro Kornôg Bras avat.

Harpet eo soñj an adunanidigezh gant kevredigezhioù evel Breizh Unvan pe A la bretonne, ha gant emsavadurioù publik evel Kuzul rannvro Breizh (abaoe 2008), ha meur a wezh gant kuzul departamant Liger-Atlantel. Sontadegoù a ziskouez eo soutenet an adunanidigezh gant ar brasañ niver e rannvro Breizh kenkoulz hag e Liger-Atlantel, tra m'eo nac'het soñj ar C'hornôg Bras.

Kêrioù-penn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Porzh Kastell Duked Breizh

Meur a gêr a oa bet seiz ar galloud a-hed istor Breizh. Ne ouezer ket kalz a draoù diwar-benn annez ar rouaned kentañ met gouzout a reomp e fiñve kalz lez an duked hag o melestradurezh, pep duk o reiñ pouez d'ur c'hastell peotramant d'ur gêr bennak diouzh e sañtimantoù. Bevet o doa etre an Naoned, Roazhon, Redon, Ploermael, Gwened pe Gwenrann dreist-holl, da lavaret eo e Breizh-Uhel muioc'h eget e Breizh-Izel. Pa oa dizalc'h ar vro en em vode Stadoù Breizh etre Dinan, Ploermael, Redon, Roazhon, Gwitreg, Gwenrann met dreist-holl e Gwened (19 gwezh) hag en Naoned (17 gwezh).

E-touez ar c'hêrioù-se e c'heller lavaret e oa un tric'horn kêrioù-penn etre Gwened, Roazhon hag an Naoned. Kurunennet e veze an duked e Roazhon tra ma oa Gwened seiz Kambr ar c'hontoù hag ar Parlamant betek fin an dizalc'hidigezh. Kaset e voe ar Parlamant da Roazhon ha kambr ar c'hontoù d'an Naoned ur wezh staget Breizh ouzh Frañs. Naoned, lesanvet Kêr an Duked a oa annez pennañ ried diwezhañ Breizh. Emañ Kastell Duged Breizh e kreiz-kêr an Naoned c'hoazh. Hiziv ez eus tud evit lavaret eo an Naoned kêrbenn Breizh met Roazhon, dre m'eo kêrbenn rannvro Breizh, a zo gwelet evel kêrbenn ar vro. Seiz ur rannvro-Iliz aozet war tiriadoù rannvro Breizh ha Broioù al Liger eo ivez.[8]

Gweledva politikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Betek hanterenn ziwezhañ an XXvet kantved e oa kreñv levezonoù katolik ha mirour e Breizh a-bezh, tra ma oa tostoc'h rannvroioù zo evel bro greantel Sant-Nazer hag an Oriant pe ar veskell etre Pont-'n-Abad ha Landreger hag a dreuz Breizh – lesanvet ar veskell stourm – ouzh al luskadoù sokialour ha komunour. Muioc'h a-bouez o doa kemeret strolladoù an tu-kleiz, dreist-holl ar Strollad sokialour da gentañ hag ar re C'hlas nevez-zo, er vro. Adalek 2004 e oa ar muiañ-niver ganto e Kuzul rannvro Breizh. Chom a ra kreñv ar virourien er Mor-Bihan avat. Izeloc'h e vez ar strolladoù tu-dehoù pellañ e Breizh eget e Bro-C'hall.

E Breizh e kaver un anadenn bolitikel ha sevenadurel dibar, pa 'z eus tud a embannont mennozioù goubarzhel e-keñver dazont ar vro dre ul luskad difetis ha liesseurt a vez graet Emsav eus outañ hag e c'heller kavout e orin e kreiz an XIXvet kantved, goude adlañs al lennegezh vrezhonek[13]. Strolladoù rannvroelour, emrenour, broadelour ha dizalc'hour a zo er vro abaoe deroù an XXvet kantved, met dister e chomont a-fet dilennidi. Chom a ra brudet fall Strollad Broadel Breizh dre ma aet war hent ar faskouriezh gant un nebeud eus e bennoù ha kenlabouret gant Nazied hag alies e tager an emsav abalamour d'o oberoù, goude ma oa bet graet choazoù kontrol gant broadelourien all. Hiziv eo an Unvaniezh Demokratel Breizh ar strollad brudetañ. Ur strollad eus an tu-kleiz eo, a oa bet tost ouzh ar Sokialourien a-raok tostaat ouzh an Ekolojisted, a stourm evit emrenerezh ar vro. Dilennidi o deus er C'huzul rannvro hag e kêrioù zo. Menegiñ Strollad Breizh a c'heller ober, en em brezañt evel ur strollad nag a-gleiz nag a-zehoù, met gwelet e vez evel ur strollad kreiz-dehoù alies dre ma'z eus eus an UDB a-gleiz.

Poblañs Breizh
YearPop.±%
1801 2 202 715—    
1851 2 838 777+28.9%
1901 3 228 369+13.7%
1921 3 074 640−4.8%
1936 3 056 075−0.6%
1946 3 001 884−1.8%
1954 3 072 378+2.3%
1962 3 200 000+4.2%
1982 3 703 382+15.7%
1990 3 844 856+3.8%
1999 4 037 322+5.0%
2010 4 481 118+11.0%
2022 4 784 126+6.8%
Eil kêr Breizh e-keñver a boblañs eo Roazhon, e Breizh-Uhel.

Hervez an niveridigezh ofisiel diwezhañ e oa 4 784 126 a dud o chom e Breizh e 2022 (3 354 854 e Rannvro Breizh hag 1 429 272 Liger-Atlantel, sifroù dastumet e 2019 da vezañ ofisiel e 2022)[14][15], ar pezh a Breizh etre Zeland-Nevez (4 898 000 e 2018) ha Palestina (4 550 368 e 2014). Biskoazh ne oa bet kement a dud o chom e Breizh en hec'h istor. N'eo ket dasparzhet ingal ar c'hresk-se avat. Tra ma oa kresket ar boblañs dre vras eus 1 % bep bloaz, met muioc'h e oa bet e Mor Bihan hag en Il-ha-Gwilun. Bro-Roazhon ha Bro-Naoned a zesach an dud, kenkoulz hag an takadoù tro-dro d'an aod, dreist-holl er c'hreisteiz e-lec'h ma vez heol. Ar maezioù dre vras, met dreist-holl ar menezioù. E Breizh-Izel e oa bet kollet tud ivez.[16]

E 1851 e oa tro-dro 2.7 milion a dud a chom e Breizh hag izel e chomas ar c'hresk betek kreiz an XXvet kantved, dreist-holl abalamour ma oa kalzig a Vretoned o vont kuit eus ar vro, da labourat e rannvroioù pinvidikoc'h peotramant e broioù estren.[17] Kresket e voa ar boblañs betek 3.2 milion e 1962 avat, ur c'hresk kaset gant an Naoned dreis-holl. Adalek ar bloavezhioù 1960 e kreskas buanoc'h ar boblañs dre ma oa tavet an divroañ. Breizh a zesach familhoù, tud nevez aet war o leve ha tud koshoc'h eget 35 vloaz. Deuet eo da vezañ start-kenañ evit ar gelennerien-skolioù distreiñ er vro da skouer.[18]

Kêrioù Breizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brasañ kêrioù Breizh eo Naoned, Roazhon ha Brest, gant ouzhpenn 100 000 annezad. Un nebeud kêrioù bras a zo, en tu all da 25 000 annezad, evel Kemper, An Oriant, Sant-Nazer pe Sant-Brieg. Ar c'hêrioù all zo bihanoc'h eget 25 000 annezad, evel Montroulez pe An Alre.

Kêrioù Breizh hervez o foblañs (2016), diazezet war ar gumun
  1. Naoned: 306 694 a dud
  2. Roazhon: 222 104
  3. Brest: 142 629
  4. Sant-Nazer: 72 295
  5. Kemper: 66 743
  6. An Oriant: 58 789
  7. Gwened: 55 573
  8. Sant-Maloù: 47 528
  9. Sant-Ervlan : 47 502
  10. Sant-Brieg: 47 058
  1. Reudied: 40 368
  2. Felger: 21 028
  3. Lannuon: 20 811
  4. Konk-Kerne: 19 898
  5. Henbont: 15 992
  6. Montroulez: 15 446
  7. Dinan: 14 861
  8. An Alre: 14 100
  9. Dinarzh: 10 711
  10. Redon: 9 820

Daoust d'ar frankiz kollet ha d'ar frammoù melestradurel a zisrann ar Vretoned e kendalc'h Breizh da vevañ evel un unanenn vroadel. Ar merkoù anatañ eus kement-se eo he sevenadur dibar (sonerezh, kan, lennegezh, keginerezh, dañsoù, c'hoariva, gizioù emwiskañ hag all), he yezhoù (ar brezhoneg hag ar gallaoueg), hec'h armerzh (gant luskadoù evel Produet e Breizh), labour an Emsav (politikel, sevenadurel, yezhel, armerzhel) abaoe daou gantved, al liammoù etrebroadel niverus a vez maget gant pobloù all, ha youl ar Vretoned da vevañ en ur vro unanet en-dro.

E 2014 e tisklêrie 86% eus an dud bezañ stag-tre ouzh Breizh. 45% en em sante ken breton ha gall. 81% a soñj dezho eo ur rannvro, 13% a lavar eo ur vro ha 4% a lavar eo ur vroad. Digor e chom ar Vretoned e-keñver an dud : 63% a lavar n'eo ket ret bezañ bet ganet e Breizh peotramant kaout familh eus Breizh evit bezañ breizhat. 66% eus an dud a zisklêrie n'anavezent ket mat istor o bro ha 14% a lavar o doa bet kentelioù diwar-benn istor Breizh (er skol kentañ derez evit an hanter-anezho).[19] E 2019 e responte 61% eus an dud war pemp departamant Breizh e oant a-du gant krouidigezh ur strollegezh war pemp departamant, gant ur Vodadeg he galloudoù astennet.[20] 64% a responte e oant a-du ma vije kemeret gant Breizh kefridioù diouzh ar Stad.[21] Hervez ur sontadeg kaset e 2012 hag embannet e-barzh ar gelaouenn Bretons e 2013 e oa 18% eus an dud a oa a-du gant dizalc'hidigezh Breizh.[22] Ar sontadeg a ziskoueze e chome lealoc'h ar Vretoned koshañ ouzh Frañs : 58% eus an dud en tu all 60 vloaz en em sante gall da gentañ, tra m'en em sante 53% eus an dud dindan 35 bloaz breizhat da gentañ. An dud eus an tu-kleiz en em sante muioc'h breizhat ivez.[23]

E glas teñval e weler tachenn hengounel ar brezhonegva.
E glas sklaer e weler tachenn hengounel ar gallaoueg.

Ar brezhoneg hag ar gallaoueg eo yezhoù hengounel Breizh. N'eo ket yezh-vamm ar brasañ eus an dud bremañ abalamour m'int bet erlec'hiet gant ar galleg, met klask a reer ober anezho yezhoù-daremprediñ adarre. Rannet eo o zachenn gant ur vevenn yezh a oa kilet, gant an tu kreñv evit ar gallaoueg, abaoe ar Grennamzer. Ar vevenn hengounel a dremen etre Plouha en norzh betek Gourenez Rewiz er su, met emañ an traoù o cheñch hervez enklaskoù yezhoniel diwezhañ. Ofisiel eo ar galleg, evel e pep lec'h e Frañs, tra m'eo bet anavezet ar brezhoneg hag ar gallaoueg evel yezhoù Breizh gant Kuzul rannvro Breizh.

Pennad pennañ : Brezhoneg
Panelloù-hent divyezhek e Kemper

Ur yezh geltiek eo ar brezhoneg, diskennet eus ar predeneg, ha kar ouzh ar c'herneveureg hag ar c'hembraeg. Degaset e oa bet da Arvorig ar c'hornôg adalek ar IV ha Vvet kantved gant divroidi eus Enez Vreizh. Yezh ar gevredigezh a-bezh e Breizh-Izel e oa a-hed ar Grennamzer met tamm ha tamm, adalek fin ar Grennamzer Uhelañ e oa bet dilezet ar yezh gant an uhelidi, an Iliz hag ar vourc'hizien da c'houde. Yezh ar bobl war ar maez e oa chomet avat betek kreiz an XXvet kantved.

Politikerezh ar gouarnamant gall en XIXvet hag XXvet kantved a lakaas ar skol da vezañ ret ha difenn a reas implij ar brezhoneg er skolioù, gant ar pal lakaat an dud da zeskiñ galleg buan ha cheñch yezh. Dre an diouer a zazont ekonomikel e brezhoneg hag ar vezh santet gant an dud goude an Eil Brezel Bed e oa komañset da zesevel bugale e galleg adalek ar bloavezhioù 1930 ha 1940. Evelato e oa chomet gouest ar brasañ eus an dud e Breizh-Izel da gaozeal brezhoneg betek ar bloavezhioù 1960. Adalek ar bloavezhioù 1950 e oa aotreet kelenn brezhoneg evel un danvez diret adalek ar skolaj. Skolioù brezhonek dre soubidigezh a oa bet digoret er bloavezhioù 1970 ha tamm-ha-tamm e oa bet klasket lakaat ar yezh war-wel gant ar strollegezhioù publik, tra ma oa tavet an treuzkas dre ar familhoù.

Tra ma oa kaozeet gant ouzhpenn 1 milion a dud er bloavezhioù 1950 eo digresket an niver-se da 225 000 e deroù ar XXI kantved, 79% anezho koshoc'h eget 60 vloaz.[24][25] Gant an UNESCO eo bet renket ar brezhoneg evel "en arvar bras" en e Atlas yezhoù ar Bed en arvar. War-gresk ez a niver ar vugale oc'h heuliañ un hentenn divyezhek avat (+33% etre 2006 ha 2012) da dizhet 19 936 e 2020[24] tra ma weler un treuzkas dre ar familhoù o tistreiñ.[26]

Feur an dud a gaoz brezhoneg diouzh rannvroioù Breizh hervez sontadeg Ofis publik a brezhoneg e 2018

Er brezhonegva e klever meur a rannyezh disheñvel, hep bevennoù resis-tre dre ma stummont ur c'hontinuum. Chom a reont tost an eil ouzh egile, gant diforc'hioù fonetik, gerioù hag un nebeud diforc'hioù yezhadur (verb kaout). Kustum e vezer da ziforc'hiñ peder rannyezh, diwar an eskoptioù kozh hag o yezh lennegel. Enebiñ a reer alies ar brezhoneg KLT :

ouzh yezh Gwened a zo pelloc'h diouzh an teir rannyezh gentañ.

12.5% eus an dud a zo gouest da gaozeal brezhoneg e Breizh-Izel hag 1% e Breizh-Uhel. Chom a ra kreñv ar brezhoneg e Kerne, Leon ha muioc'h e Kreiz Breizh hag e Treger tra m'eo kazimant aet da get e Bro-Gwened.[25]

Pennad pennañ : Gallaoueg
Ur banell divyezhek en antren ur gêr e Breizh. E gallaoueg emañ ar banell en traoñ.

Ur yezh romanek eo ar gallaoueg, kar d'ar galleg, ha kaozeet e Breizh-Uhel. Diskennet eo eus al latin (ha kontet e vez e-barzh yezhoù oil), met levezonoù keltiek en deus dalc'het, en e c'heriaoueg dreist-holl ha nebeutoc'h a levezonoù diwar ar frankeg eget e galleg.

Kontrol d'ar brezhoneg, n'eo ket bet lakaet ar gallaoueg war-wel abaoe pell ha chom a ra gwelet evel ur rannyezh war ar maez ma n'eo ket un trefoedach. Abalamour m'eo tost ouzh ar galleg e oa bet aesoc'h d'ar yezh-se gounid tachenn e Breizh-Uhel. E-pad pell e soñjed e oa ar gallaoueg un doare direizh da gaozeal galleg kentoc'h eget ur yezh drezi hec'h-unan. Evelato e tiskouez enklask diwezhañ Rannvro Breizh war he yezhoù e chom yaouank a-walc'h ar c'hallaouegerien hag e chom treuzkaset e familhoù zo.[25] Ur goulenn a chom diwar-benn kalite ar gallaoueg treuzkaset, gerioù, distagadur peotramant ar sistem penn-da-benn ? Poaniet e oa bet da standardaat ar reizhskrivadur ha da embann levrioù, met chom a ra gwan ar strivoù-se.[27] Lod a soñj dezho eo lakaet diaes ur politikerezh adsevel ar gallaoueg gant politikerezh ar brezhoneg, dre ma tap tachenn e Breizh-Uhel ivez, er-maez eus ar c'hêrioù bras ma kaver forzhig a vrezhonegerien abaoe pell zoken. Alies mat e kinniger ar brezhoneg evel yezh vroadel Breizh ha diaes eo d'ar gallaoueg kavet e blas er skeudenn-se.[27]

Rouez eo ar gallaoueg skrivet a-raok an XXvet kantved, war-bouez e lec'hanvadurezh, bet meur a sistem-skritur a oa bet krouet abaoe. Chom a reont dianav eus ar brasañ eus ar c'hallaouegerien a-vihanik avat, betek lakaat ar panelloù da vezañ digomprenus evito. E Liger-Atlantel, e-lec'h ma ne'z eus ket a bolitikerezh-yezh evit ar gallaoueg, e chome dianav ar ger gallo er bloavezhioù 2000 zoken, ha ne oar ket an dud ez eus skriturioù ha levrioù en o yezh.[27]

E 2018 e oa istimet e oa 191 000 gallaoueger e Breizh.[25] Kelennet eo e skolioù zo evel un danvez diret, en Il-ha-Gwilun dreist-holl.

Pennad pennañ : Galleg

Ur yezh romaneg|romanek eo ar galleg, ha yezh ofisiel nemeti eo e Breizh dre lezennoù ar Republik gall. Daoust ma oa implijet gant na uhelidi kerkent hag ar Grennamzer e chome ar galleg kazimant dianav gant ar brasañ eus ar boblañs, dreist-holl e Breizh-Izel betek an XIXvet kantved. Abalamour d'ar politikerezh yezh kaset gant ar Stad er skolioù hag e gevredigezh, abalamour d'ar vezh o doa santet ar Vretoned e-keñver o yezhoù-mamm, hag abalamour d'an diouer a zigarez da gaout micherioù-uhel en o yezhoù e oa tremenet ar Vretoned d'ar galleg e-kerzh an XXvet kantved. Hiziv an deiz eo ar galleg yezh-vamm ar brasañ eus an dud e Breizh.

Kalvar Tronoan, unan eus perzhioù gweledva relijiel Breizh
Iliz Intron-Varia Sant-Tegoneg, savet er XVIvet kantved

Betek kreiz an XXvet kantved e oa kazimant an holl Vretoned katolik hag e-pad pell e oa ar vro ur c'hreñvlec'h eus ar feiz gatolik e Frañs, diskouezet gant an dro-lavar Feiz ha Breizh ha zo breur ha c'hoar. Hiziv eo difennet goulenn relijion an dud en niveradegoù, met sontadegoù a ziskouez e teu ar brasañ eus an dud da vezañ direlijion. Ur sontadeg eus 1996, pa oa deuet ar pab Yann-Baol II da Vreizh, a ziskoueze e oa 84% eus an dud en em sante kristen (67% evit Frañs) ha 38% a grede start. E sontadegoù nevesoc'h (2005 da 2009 e oa bet diskouezet e oa digresket ar feur an dud gatolik betek 67%.[28] Ur sontadeg eus 2006 a ziskoueze e chome kreñv ar relijion gristen er Mor-Bihan, gant 70% eus an dud a oa kristen, tra ma konted an nebeutoc'h a gatoliked e Liger-Atlantel hag Aodoù an Arvor (war-dro 50%). E Penn-ar-Bed hag en Il-ha-Gwilun e konted war-dro 65% a gatoliked.[29] Uhel e chom an niver a vugale az a d'ur skol gatolik bennak, alies dindan kevrat gant ar Stad.

Kristenaet e oa bet ar vro da vare Impalaeriezh Roma, evel ma tiskouez ur walenn eus ar IVe kantved bet kavet e Karaez,[30] met puilh e voe obererezh misionerien eus Enez Vreizh er c'hantvedoù da c'houde. Alies e teue ar visionerien-se eus Kembre ha dalc'het e oa bet anv seizh anv evel diazezourien eskoptioù Breizh (a-raok ma voe aloubet Roazhon hag an Naoned).

Taolenn sent diazezer Breizh
Anv Eskopti Lec'h ganedigezh Buhez
Paol Aorelian Kastell-Paol Penychen, Kembre VIvet kantved
Tudwal Landreger Domnonea, Enez Vreizh VIvet kantved
Brieg Sant-Brieg Ceredigion, Kembre 409-502
Maloù Sant-Maloù Gwent, Kembre 520-621
Samzun Dol Gwent, Kembre 485-565
Padern Gwened Arvorig marvet e 550
Kaourintin Kemper Arvorig marvet e 460

E-touez personelezhioù kristen liammet ouzh Breizh dre o obererezhioù misioner e c'heller menegiñ Gweltaz, eus Strat Clut, brudet evit e levr De Excidio Britanniæ, hag an iwerzhonidi Koulman ha Ronan. Ar brasañ eus ar visonierien-se a oa bet lakaet da sant dre mouezh ar bobl. Ouzhpenn 600 sant a vije e Breizh, met nebeut-tre zo anavezet gant an Iliz katolik bremañ. Patronez Breizh eo Santez Anna, mamm-gozh ar C'hrist asambles gant Erwan Helouri, ur beleg tregeriat eus an XIIIvet kantved. Lidet e vez hemañ-ziwezhañ d'an 19 a viz Mae, ar pezh a zo bet lakaet da zeiz broadel Breizh.

Kustumoù hag hengounioù dibar a zo chomet bev e Breizh. En o zouez e c'heller gwelet bep bloaz pardonioù, ul lid stag ouzh sent ar parrezioù e Breizh-Izel gant ur brosesion tro-dro d'ar bourk peotramant d'ar gêriadenn, betek an iliz pe ur chapel pe n'eus forzh pe lec'h sakret. Lod eus ar pardonioù-se zo brudet evit bezañ hir-hir, met na holl a zo un digarez da aozañ ur pred bras ha festoù. E-touez ar pardonioù brudetañ e c'heller menegiñ Troveni Lokorn. Ur pirc'hirinaj kozh anvet an Tro Breizh a veze graet er Grennamzer, a-raok bezañ adsavet nevez zo, e-lec'h ma raed tro ar vro en ur weladenniñ ar seizh sant diazezer. Gwezhall e raed ar pirc'hirinaj en un taol (600 km), met bremañ e reer ul lodenn bep bloaz.

Kreñv-tre a oa kredennoù ar bobl, hag unan eus tudennoù pennañ ar c'hredennoù-se a oa an Ankoù, a daolenner alies evel un eskeled e dog ledan peotramant un den gwir, marv diwezhañ ar barrez er bloaz, a veaj dre ar vro pe ar barrez war ur c'harrig asambles gant ur mevel pe zaou, gwisket eveltañ, a sikour anezhañ da zastum ene ar re varv. Delc'her a ra an Ankoù ur falc'h gant pehini e ra e eostoù. Klevet karrig an Ankoù a dalveze e chome nebeut a amzer da vevañ.[31]

Daoust ma'z a ar relijion gatolik war ziskar, ne gresk ket relijionoù all. Ar protestantiezh, an islam, ar yuzevegezh peotramant ar boudaegezh ne vodont nemet 3% eus an dud holl asambles.[28]

Pinvidik ha liesseurt eo sevenadur Breizh war meur a dachenn, eus ar mod da sevel an tiez betek an dañs en ur dremen dre ar geginerezh. Alies e kaver traoù e pep tachenn ne gaver e neblec'h ha klask a ra ar Vretoned delc'her bev an traoù-se.

Tisavouriezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dor Sant-Mikael e Gwenrann

Pa soñjer e-barzh Breizh e soñjer alies e-barzh ar megalitoù. Eus a brezhoneg e teu ar gerioù implijet e galleg pe e saozneg evit kaozeal diwar-benn peulvanoù (menhir diwar "maen" hag "hir") ha diwar-benn an taolioù-maen (dolmen, diwar "taol" ha "maen" hag ur c'hemmadur fazius). Brudet eo rannvro Karnag evit he linennoù peulvanoù hir-kenañ. Lec'hioù meur all zo evit ar megalitoù, karn Barnenez, megalitoù Lokmariakaer, peulvan Dolenn, taol-vaen ar Mane Bras pe karn Gavriniz. Ral eo monumantoù mare ar Romaned e Breizh, met kavet ez eus pontoù ha villaoù e-leizh, ul lec'h produiñ garum kostez Douarnenez, ur gêr roman e Karaez, un templ bras e Kersaout ha mogerioù-kreñv en Naoned hag e Roazhon.

Niverusoc'h eo ar savadurioù eus ar Grennamzer. Ilizioù roman ha gotek a zo e-leizh, savet da gustum gant krag pe maen-greun, asambles gant kestell ha tiez o bannoù koad a weler forzhig e bourkoù ha kêrioù. Chom a ra mogerioù-kreñv tro-dro d'un nebeud kêrioù, evel Gwenrann, Konk-Kerne, Sant-Maloù, Gwened, Felger ha Dinan. Ilizioù dibaot a zo ivez, evel Iliz-veur Kastell-Paol, Iliz-veur Landreger, Iliz-veur Dol, Iliz-veur Naoned pe Chapel Itron-Varia ar C'hreiz-kêr. Ar brasañ eus kestell Breizh a oa bet savet pe adsavet etre an XIIIvet hag ar XVIvet kantved, evel Kastell Susinioù, Kastell Dinan, Kastell Komborn, Tourioù Elven, Kastell Tonkedeg, Kastell Josilin. Ar c'hestell kreñvañ ha galloudusañ a oa bet savet e reter ar vro, a-hed an harz ouzh Bro-C'hall, d'en em zifenn a-enep ar rouantelezh, evel Kastell Felger, Kastell Gwitreg, Kastell Kastell-Briand pe Kastell Klison.

Talbenn iliz Sant-Derc'hen Kommanna XVIvet kantved, gant ar c'halvar hag ar porzh-iliz a-dreñv.

Tizhet e voe Breizh gant luskad an Azgivinelezh pa oa war-nes koll he dizalc'hiezh. Unan eus al lec'hioù-pennañ eo Kastell Duged Breizh e Naoned, a oa annez diwezhañ duked Breizh, a ziskouez ur cheñchamant eus ar stil gotek da hini an azgivinelezh. Tremenet e-bioù eo luskad an azgivinelezh gall e Breizh, war-bouez un nebeud lec'hioù e Breizh-Uhel. Kastell Kastell-Briand a oa bet treuzfurmet eus ur kreñvlec'h d'ur palez diwar stil Italia. Ne'z eas ket stiloù ar Grennamzer da get e Breizh-Izel, met kemmet e voe war al lec'h da c'henel ur stil dibar, a santer drest-holl er porzhioù-iliz a gaver ar stankañ e Leon, ur porzh kloz tro-dro d'un iliz kinklet-kenañ, a oa bet savet stank er XVIvet ha XVIIvet kantved, a-wezhioù asambles gant programmoù delwennoù kemplezh anvet kalvaroù.

Un ti-soul e Kerlouan

E-pad ar XVIIvet ha XVIIIvet kantved e voe savet ar porzhioù-mor pennañ hag ar c'hêrioù bras oc'h heuliañ ar stil gall, gant savadurioù barok ha neo-klasel. E Naoned, brasañ porzh Frañs d'ar mare-se, a resevas ur c'hoariva, balioù ledan ha kaeoù ha Roazhon a voe adaozet goude un tan-gwall e 1720. D'ar memes mare e savas armatourien pinvidik Sant-Maloù manerioù anvet "malouinières" tro-dro d'o c'hêr. Kreñvlec'hioù a voe savet gant Vauban ha savourien gall all a-hed an aodoù, evel er Porzh-Lae pe e Porzh-Loeiz. War ar maez e chome simpl an tiez, gant un estaj, ha savet war ur patrom hir gant danvez eus ar vro, maen-greun e Breizh-Izel ha chist e Breizh-Uhel. Soul pe sklent a veze implijet evit an toennoù. E-kerzh an XIXvet kantved e voe ul luskad neo-gotek e Breizh asambles gant ul luskad diuzerezh. Klisson a voe adsavet er bloavezhioù 1820 en ur stil romantel italian. D'ar memes mare e voe savet ar brasañ eus tourioù-tan Breizh, evel ar Maen, Sant-Per e Penmarc'h, ar Wrac'h Vras, ar Gazeg. Tour-tan Enez-Werc'h zo an hini uhelañ en Europa gant 77m.

E fin an XIXvet kantved e voe krouet kêrioù-vakañsiñ war an aod ha savet e voe letioù hag ar villaoù e meur a stil : istorelaat, arz nevez pe arzh deko. E Dinarzh, Ar Baol peotramant e Benoded. Tisavouriezh an XXvet kantved a weler stank e Brest, An Oriant pe Sant-Nazer a voe distrujet e fin an Eil Brezel-bed.

Un asied e feilhañs Kemper, gant un den eus Kerlouan, mirdi Lokorn.

Betek an XIXvet kantved e oa ar relijion gatolik mammenn nemeti awen arzourien Breizh. An awen-se a weler e kinkladurioù an ilizioù, sternioù-aoter (etre ar XVIvet ha XIXvet kantved) a oa bet kizellet gant tud eus ar vro, brudet evit o maketennoù bigi a servije da ex-voto hag o arrebeuri kinklet pinvidik gant tudennoù breton eeunek ha tresoù hengounel. Brudet eo Breizh evit he gweleoù-kloz. Stil Breizh en doa graet berzh e penn-kentañ an XXvet kantved hag awenet en deus forzhig luskad ar Seiz Breur, ur strollad arzourien a glaske goveliañ un arz breizhat modern o skarzhañ standardoù Frañs hag en ur veskañ teknikoù hengounel gant danvezioù nevez. E-touez arzourien ar strollad e konter Reun Kreston, an dresourien Jeanne Malivel ha Xavier Haas hag ar gizellerien Raffig Tullou, Francis Renaud, Jorj Robin, Joseph Savina, Jules-Charles Le Bozec ha Jean Fréour.

Brudet eo Breizh evit al labourioù-nadoz a weled stank war koefoù ha dilhad an dud pa veze gwisket an dilhad hengounel c'hoazh, ha gant ar feilhañs, diorroet adalek an XVIIIvet kantved. Feilhañs Kemper zo brudet dre ar bed a-bezh evit ar bolennoù ha pladoù livet dre dorn an arzourien, met lec'hioù all, evel Pornizh a zalc'h an hevelep hengoun. War an objedoù e liver alies tudennoù breton gant ar gwiskamant hengounel, un daolenn adkemeret stank er feilhañs kinniget d'an douristed. Levezonoù luskad ar Reter peotramant an Arzh deko a c'heller gwelet ivez.

Adalek an XIXvet kantved e oa bet awenet leun a arzourien gant Breizh, desachet gant he sevenadur dibar hag he gweledvaoù naturel. Skol Pont-Aven a voe ul luskad arzourien diorroet adalek ar bloavezhioù 1850 ha padet betek deroù an XXvet kantved hag en doa bet ul levezon war ar mod modern da livañ. Klask a rae an arzourien staliet e Pont-Aven pellaat diouzh stil akademiek Skol an Arzoù kaer ha luskad an Impresionourien pa voe war an diskar. Menegiñ anvioù Paul Gauguin, Paul Signac, Marc Chagall, Paul Sérusier pe Raymond Witz a c'heller ober. A-raok ar skol-se e oa bet bizitet Breizh gant arzourien akademiek pe romantel evel Jean Antoine Théodore de Gudin ha Jules Achille Noël a glaske livañ aodoù dramatek ha barroù-amzer.

Miret eo bet e Breizh koun ur bern dilhad hengounel disheñvel, ul liesseurted ne weler ket alies e broioù all, ken m'eo deuet da vezañ ur dro-lavar brudet : "Kant bro, kant giz, kant parrez, kant iliz". Stag eo pep gwiskamant ouzh ur vro bennak. Dilhad-Sul e oa, ha ne veze ket gwisket war ar pemdez, war bouez ar c'hoef evit ar merc'hed. Bremañ e touger anezho evit darvoudoù ispisial (arvestoù, kenstrivadegoù dañs evit ar c'helc'hioù keltiek pe pardonioù). Koef ar merc'hed a zo bet brudet mat, hag alies e implijer koef ar Vro Vigoudenn da aroueziañ Breizh pe ar Vretoned.

Sonerezh ha dañsoù Breizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pennad pennañ : Sonerezh Breizh
Louise Ebrel ha Denez Prigent o kanañ kan-ha-diskan en ur fest-noz e 2006

A-gozh e tañser e Breizh. Adalek ar Grennamzer e kaver testenioù eus an dañsoù a veze dañset, evel an trihori meneget gant Thoineau Arbaut hag Ambroise Paré. Eus an dañs-se e vije deuet an dañsoù-tro a anavezer hiziv. Dañsal a reer e tro, peotramant e chadennoù. Nevesoc'h eo an dañsoù daou-ha-daou. Degemeret e oa bet levezonoù dañsoù an noblañs peotramant dañsoù-pobl e Breizh, eus ar pachpî d'ar polka. Dañsoù a-bep seurt a c'heller gwelet e Breizh, ha cheñch a reont diouzh ar vro.

Da gas an dañsoù-se e kaner an aliesañ, gant ar stil anvet kan-ha-diskan e-lec'h ma kan unan ha respontet eo dezhañ gant ur c'haner all (peotramant ur strollad kanerien ma n'eo ket an dañserien o-unan) o kanañ ar memes linenn. Ar C'hoarezed Goadeg a oa brudet-kenañ war leurenn ar c'han-ha-diskan, heuliet diwezhatoc'h gant arzourien evel Yann-Fañch Kemener, Louise Ebrel pe ar Vreudeur Morvan. Klevet e vez koubladoù binioù-bombard alies ivez, un hengoun a-gozh (menegiñ ar c'houblad Matilin an Dall-Yann ar Chapel en XIXvet kantved a c'heller ober) a gaser c'hoazh en XXvet kantved (Jorj Kadoudal-Étienne Rivoallan) hag er XXIvet kantved (Yannick Martin-Tangi Josset). Binvioù liesseurt a oa deuet adalek an XIXvet kantved, evel ar violoñs hag en XXvet kantved evel an akordeoñs, alies mat gant dañsoù nevez. Hiziv e c'heller dañsal er festoù-noz, un doare modern a gendalc'h an abadennoù kaset gwezhall goude an eostiñ da lakaat an dud da zañsal. Strolladoù sonerien a glever er festoù-noz-se, ouzhpenn d'an arzourien meneget uheloc'h, evel Sonerien Du, Re an Are, Eben pe Fleuves.

Ar strollad Eben, a vesk kan-ha-diskan hengounel gant binvioù modern

Ar sonerezh hengounel he deus levezonet krouidigezhioù doareoù nevez da seniñ gant binvioù kozh, evel ar bagadoù krouet er bloavezhioù 1950, ul laz-seniñ bombardoù, binioù skos ha taboulinoù diwar-patrom ar pipe band eus Bro-Skos. Brudet eo Bagad Lann Bihoue, stag ouzh morlu Bro-C'hall, met e-touez a re wellañ e kaver Bagad Kemper pe Bagad Cap Caval. Adalek ar bloavezhioù 1970 e voe un adsevel eus ar sonerezh breizhat oc'h implijet sonioù hengounel ha patromoù modern, o krouiñ neuze ur sonerezh pop breizhat. Alan Stivell a zo brudet evit bezañ kaset al lusk-se, o vrudañ an delenn geltiek dre ar bed a-bezh asambles gant sonerezh Breizh, mesket gant levezonoù ar rock 'n' roll amerikan. D'e heul e oa deuet arzourien evel Dan ar Braz, Tri Yann (muioc'h war an tu folk) pe Soldat Louis. E brezhoneg e oa bet kanet gant Glenmor, un doare da gas ar stourm evitañ, tra ma kan Gilles Servat e galleg eus e du, pe gant Storlok, ur strollad a veske ar sonerezh rock ha stummoù hengounel evel ar gwerzioù. Hengoun ar gwerzioù a oa bet adkemeret hag astennet gant Denez Prigent, o veskañ ar mod hengounel-mañ da sevel kanaouennoù gant sonerezhioù elektronek. Nolwenn Korbell a gan ur sonerezh pop ha rock e brezhoneg ivez tra ma oa deuet Krismen diwar ar sonerezhioù hengounel d'ar beat box hag ar rap.

Goude ma oant bet brudet war al leurenn c'hallek, hag er-maez eus Breizh, e oa deuet Nolwenn Leroy ha Yann Tiersen d'ar c'han e brezhoneg. Hemañ ziwezhañ en deus desket brezhoneg gant Stumdi asambles gant e wreg, an arzourez Tiny Feet. Er bloavezhioù 1990 e oa bet brudet ar strollad Manau evit e veskaj hip-hop ha bed keltiek. Arzourien c'hallek a-orin eus Breizh a zo brudet e Bro-C'hall a-bezh evel Yelle, Etienne Daho pe Brigitte Fontaine.

Brudet eo Breizh evit he gouelioù-sonerezh, reoù bihan evel ar Festival plin, Kann al Loar, reoù brasoc'h, troet war-zu ar sonerezh geltiek evel Gouel Etrekeltiek an Oriant ha lod all war-zu ar sonerezhioù a-vremañ evel an Erer Kozh pe Festival du Bout du Monde.

Mojennoù ha lennegezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pennad pennañ : Lennegezh vrezhonek
Mark Kerrain, embanner dafar deskiñ brezhoneg, lennegezh evit ar re yaouank, ha kanaouenn gant Sav-Heol

Mojennoù Breizh zo brudet dre ar bed a-bezh dre verzh danvez Breizh ha mojennoù ar Roue Arzhur. Leun a lec'hioù e-liamm ouzh bed Arzhur a gaver e Breizh, evel Breselien a dostaer ouzh Koad Pempont. Eno e weler dismantroù ur c'hastell nepell eus ul lenn a vije bet hini Itron al Lenn, un daol-vaen a vije bez Marzhin tra m'eo kinniget ur wenodenn evel hini Traonienn Dizistro Morgan. Tristan hag Izold o dije bevet e Breizh hervez kont. Mojennoù all a zo bet brudet a-walc'h evel hini Kêr Is, ur gêr liñvet gant ar morioù.

Ul lennegezh dre gaoz a vije bet en henvrezhoneg, met hogozik peuzgollet eo. Mare ar c'hrennvrezhoneg en doa gwelet hengoun ar c'henganez o tapout brud gant pezhioù-c'hoari kristen, evel Buhez Santes Barba, pe testennoù diouganiñ evel An Dialog etre Arzur Roe d'an Bretounet ha Guynglaff. War-ziskar e voe al lennegezh-se adalek ar XVIIvet kantved avat pa oa aet da get hengoun ar varzhed da vat.

Loeiza an Duigoù, skrivagnerez yaouank he doa kemeret perzh e Priz ar Yaouankiz, ur genstrivadeg romantoù evit ar re yaouank aozet gant Fanny Chauffin ha Keit Vimp Bev.

Ar brasañ eus al lennegezh a-raok an XIXvet kantved a voe dre gaoz neuze. Adalek ar c'hantved-se e komañsed da zastum kanoù ha kontadennoù d'o embann, e brezhoneg peotramant troet e galleg. Brudet-kenañ e voe Kervarker gant ar Barzhaz Breizh, ul levr gwerzioù ha kanaouennoù bet dastumet kostez Kemperle, kempennet ha troet e galleg gantañ, meulet gant George Sand da skouer. Eus e du, Fañch an Uhel en doa dastumet kanaouennoù ha kontadennoù e Bro-Dreger, o klask chom feal d'ar pezh a gleve. Ul lennegezh e brezhoneg a savas tamm-ha-tamm d'ar mare-se, gant emskrid-buhez Yann Gonan peotramant Emgann Kergidu, gant Lan Inizan, kentañ romant e brezhoneg hervez kont. Adalek 1925 e voe klasket reneveziñ al lennegezh e brezhoneg gant ar gelaouenn Gwalarn, dindan renerezh Roparzh Hemon, o treiñ romantoù brudet e brezhoneg hag o reiñ lañs da skrivagnerien evel Youenn Drezenn pe Jakez Riou. Goude an Eil brezel-bed e voe kendalc'het gant ar gelaouenn Al Liamm. Ul lennegezh-puilh a oa diwanet neuze, war a bep seurt tachenn, en o zouez al levrioù evit ar yaouankiz gant tiez-embann evel Keit Vimp Bev pe Sav-Heol. Pêr-Jakez Helias, Anjela Duval, Goulc'han Kervella, Yann Bijer a c'heller kontañ evel skrivagnerien vrudet ar mare goude ar brezel.

E-touez lennegezh Breizh e galleg e kaver oberenn Emile Souvestre, Anatole Le Braz diwar-benn kredennoù ar marv, Charles Le Goffic peotramant Henri Queffélec, awenet gant ar mor. Pêr-Jakez Helias en doa embannet e galleg e levr brudetañ Marc'h al Lorc'h, a voe respontet dezhañ gant Zavier Grall. Brudet e oa bet Théodore Botrel evit e ganaouennoù folklorek diwar-benn Breizh. Skrivagnerien stag ouzh lennegezh Bro-C'hall a oa bet ganet e Breizh evel Pierre Abélard, François-René de Chateaubriand, Jules Verne, Max Jacob René-Guy Cadou pe Alain Robbe-Grillet. Troioù-kaer Asteriks a zo lec'hiet en Arvorig.

Lec'hanvadurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pennad pennañ : Lec'hanvadurezh Breizh
Dregantad anvioù-lec'h brezhonek e Breizh

War ar brasañ eus tiriad Breizh, met dreist-holl e Breizh-Izel, ez eus un orin predenek d'an anvioù-lec'h, gant un nebeud nemedennoù a zeu diwar ar galianeg (Enez Eusa, Gwened), diwar al latin (Montroulez) peotramant diwar ar galleg (An Oriant).

Pinvidik mor eo lec'hanvadurezh Breizh, met diaes eo studial anezhi dre liesseurted ar stummoù (brezhonek pe galleg) ha dre an distummadur c'hoarvezet gant ar stummoù gallek. Lodennoù dibar zo da Vreizh, da skouer ar rakger plou a oa bet implijet etre ar Vvet hag VIIIvet kantved da envel ar parrezioù kentidik, ar rakger ker, kalz nevesoc'h en e implij stank, a oa da gentañ evit ul lec'h-kreñv (par d'ar c'hembraeg caer, dalc'her gant Karaez marteze) met en deus servijet goude an XIvet kantved da envel kêriadennoù pe lok, implijet adalek ar memes mare evit al lec'hioù sakr kloz. Ken brudet eo plou m'en deus roet ar ger gallek disprizius plouc d'ober goap ouzh ar beizanted dizesk.

Lec'hanvadurezh gallaouek Breizh zo dibar e-keñver al lec'hanvadurezh romanek dre vras dre bouez an elfennoù keltiek, ha predenek alies, enni. Studiet e oa bet an dibenn-ger -acum (diwar ur c'heltiek *-āko(n)) da vuzuliañ stankted an elfennoù predenek e Breizh-Uhel : tra ma c'hortozer dibenn e -y pe gant an emdroadur romanek normal e oa aet da da -eg e-lec'h ma kaozeer brezhoneg tra ma oa stanket e -ac e lec'hioù ma veze kaozeet brezhoneg er Grennamzer uhelañ met a oa deuet da vezañ romanek da c'houde.

Mirdi Breizh, lec'hiet e Roazhon, a oa bet savet e 1856, gant dastumadoù diwar-benn istor ar vro. Kavet a reer mirdioù all diwar-benn ar Ragistor e Karnag peotramant e Penmarc'h, nepell eus megalitoù, tra ma'z eus mirdioù diwar-benn istor ar c'hêrioù en un nebeud anezho, e Gwened pe en Naoned da skouer, hemañ ziwezhañ e Kastell Duged Breizh.

Mirdi Arzoù Kaer Roazhon zo perc'henn war un dastumad bras a objedoù Henejipt, Henc'hres pe Henroma ouzhpenn da dresadennoù hag engravadennoù Domenico Ghirlandaio, Parmigianino, Albrecht Dürer ha Rembrandt. Un dastumad arz Bro-C'hall zo ivez, gant oberennoù Georges de La Tour, François Boucher, Paul Gauguin pe Auguste Rodin, met labour arzourien eus ar bed a-bezh a c'heller gwelet, evel Pablo Picasso, Rubens, Peter Lely ha Paolo Veronese. Troet eo muioc'h dastumadoù Mirdi Arzoù Kaer Naoned war-zu an arzoù modern hag a-vremañ, gant labour Edward Burne-Jones, Jean-Auguste-Dominique Ingres, Eugène Delacroix, Gustave Courbet, Tamara de Lempicka, Max Ernst pe Pierre Soulages. Heñvel a-walc'h eo dastumadoù mirdioù an arzoù kaer e Brest hag e Kemper, gant forzhig a arzourien gall asambles gant labour arzourien italian pe izelvroat. Labourioù diwar-benn Breizh a c'heller gwelet e Kemper. Mirdi Pont-Aven zo diwar-benn Skol Pont-Aven.

Mirdioù e Sant-Maloù hag e Brest zo diwar-benn ar bigi hag istor hag hengounioù ar mor. Un advirdi eus Mirdi Broadel ar Morlu zo e Brest hag ul lestr-spluj brezel a c'heller gweladenniñ en Oriant. Eno e c'heller gweladenniñ Diazlec'h Listri-spluj an Oriant ha Kêr ar bigi dre Lien Eric Tabarly. E Sant-Nazer ez eus bet staliet en un diazlec'h eus an Eil Brezel Bed ur mirdi diwar-benn ar sevel morlistri, dre ma oa bet savet meur a hini eno evel SS Normandie hag SS France. En Naoned ez eus ur mirdi diwar-benn Jules Verne, ur mirdi evit an istor naturel, ur mirdi diwar-benn an arkeologiezh, Mirdi Dobrée.

Tud o tibunañ e Gouel Etrekeltiek an Oriant e 2017

Brudet eo Breizh evit he deiziadur leun a c'houelioù a bep seurt, en o zouez brasañ gouelioù sonerezh Frañs evel La Route du Rock e Sant-Maloù, an Erer kozh e Karaez, Transmusicales e Roazhon, Le Bout du Monde e Kraozon, an Hellfest e Klison hag an Astropolis e Brest. En Oriant e vez dalc'het bep bloaz ur gouel etrekeltiek a zegemer perzhidi eus an holl vroioù keltiek. La Folle Journée en Naoned zo brasañ gouel ar sonerezh klasel e Frañs.

Bep bloaz e lakaer war-wel sevenadur Breizh da vare Gouel Breizh, bet lakaet e plas gant rannvro Breizh da vare Gouel Erwan, d'an 19 a viz Mae. Gouelioù-Meur Kerne, e Kemper, a laka war wel hengounioù Breizh bep bloaz, tra m'eo meulet gant Les Filets Bleus ar pesketaerezh e Konk-Kerne. Mizvezh ar brezhoneg a zo dalc'het bep bloaz e miz Meurzh da lakaat war-wel bed ar brezhoneg, gant obererezhioù liesseurt e vro a-bezh. Abaoe un nebeud bloavezhioù eo bet lakaet a-gevred gant mizvezh ar gallaoueg.

Gouelioù sinema zo e Breizh, evel gouel an Tri C'hevandir en Naoned hag an Utopiales er memes kêr, diwar-benn ar skiant-faltazi. E Brest, e Douarnenez hag e Mor Bihan Gwened e aozer gouelioù bigi kozh.

Ur vag IMOCA 60 bageet gant Jean Le Cam

Sportoù ha c'hoarioù hengounel zo e Breizh, evel ar gouren, ur stourm fizikel etre daou c'hoarier, peotramant bouloù Breizh ha paledoù Breizh (eus Breizh-Uhel), c'hoariet gant diskoù war ur blankenn goad.

Ar sportoù brudetañ er vro zo ar mell-droad, ar marc'hhouarnerezh hag ar bageerezh dre lien. Kleuboù mell-droad a-bouez zo e Breizh evel FK Naoned, Stad Roazhon, FK An Oriant, Stad Brest 29, Gwened Olimpek Klub ha War-raok Gwengamp. Ar c'hoarierien eus ar vro a c'hell bezañ emezelet e skipailh ar vro, kaset gant Bretagne Football Association, daoust ma n'eus ket bet c'hoariet ur c'hrogad abaoe 2013.

Meur a Vretoned a oa aet ar maout ganto e Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn, evel Bernard Hinault, Louison Bobet, Jean Robic ha Lucien Petit-Breton war ur velo, ha Cyrille Guimard evel rener-sportel.

Brudet eo Breizh dre ar bed a-bezh evit he aodoù ha meur a borzhioù-mor zo deuet da ziazlec'h bageerien dre lien evel An Drinded-Karnag, Konk-Kerne, An Oriant ha dreist-holl Ar Forest-Fouenant e-lec'h m'eo staliet forzhig a vageerien. En Inizi Glenan ez eus ur skol vageal brudet. Ur wezh c'hoazh, meur a Vreizhad zo bet bageerien a-feson evel Éric Tabarly, Loïck Peyron, Jean Le Cam, Michel Desjoyeaux, Olivier de Kersauson, Thomas Coville, Vincent Riou ha Marc Pajot. Hent ar Rom, Transat Kebek-Sant-Maloù ha Trofe Jules Verne zo ar redadegoù pennañ aozet e Breizh tra ma tremen alies Solitaire du Figaro dre hec'h aodoù.

Ar mell-droad ouezelek en deus tapet brud er vro adalek ar bloavezhioù 2000 gant kleuboù ha skipailh ur "gontelezh" evit Breizh e kevezadegoù ar GAA a-enep kontelezhioù all.[32]

Pennad pennañ : Keginerezh Breizh
Un asiedad kig-ha-farz

Ar boeson a zo produet ar muiañ e Breizh e oa sistr. Breizh eo an eil rannvro a brodui ar muiañ a sistr (goude Normandi).[33] Servijet e vez en ur volenn, ma heulier ar c'hiz hengounel, peotramant en ur werenn. Kostez Bro-Naoned, a-hed al Liger, e produer gwin gwenn Muskadig. Un darempred poanius o doa bet ar Vretoned gant ar boeson, dreist-holl gant ar gwin ruz pa veze degaset gwin marc'had-mat eus Aljeria ha deuet ar c'hudennoù cheñchamant identelezh er vro. Abaoe ar XVIIvet kantved e vreser bier er vro, bev-buhezek eo an hengoun-se gant breserezhioù greantel evel Coreff, Tri Martolod pe Britt ha breserezhioù artizanel evel Distribilh. Boeson kreñvoc'h a broduer evel ar chouchen, diwar mel, hag al lambig, diwar sistr. Estreget boeson a broduer e Breizh, abaoe 2002 e produer Breizh Cola (gant Braserezh Lancelot), unan eus kolaoù lec'hel brudetañ.

Krampouezh e zebrer e Breizh. E brezhoneg ne reer gant un anv hepken evit an daou seurt, alese ar gerioù crêpe salée ha crêpe sucrée e galleg Breizh-Izel tra ma reer un diforc'h etre galette (krampouezhenn sall) ha crêpe (krampouezhenn zous) e Breizh-Uhel. Fardañ a reer krampouezh sall gant un toaz gwinizh-du ha servijet gant aozennoù a bep seurt. Unan vrudet-kenañ eo ar grampouezhenn tri zra (morzhed-oc'h – vi – fourmaj) met a bep seurt traoù a c'heller lakaat e-barzh. Gwezhall-gozh e veze debret e plas ar bara. Krampouezh dous a reer gant gwinizh gwenn, vioù ha laezh ha traoù dous a lakaer e-barzh. An daou a c'heller evañ gant laezh ribot, ul laezh aet da drenk. Gant an douristelezh e oa bet kemeret ar boaz da ginnig ar c'hrampouezh gant sistr e-plas laezh ribot avat. E Bro-Leon e tebrer meur a seurt farz (farz forn, farz buan, farz pitilig) hag ur meuz klok gant legumaj, kig-moc'h ha kig-bevin, poazet gant farz gwinizh-du ha farz gwenn ha servijet gant al lipig, ur saos amann ha chalotez : kig-ha-farz an hini eo.

Gant an holl aodoù ez mor tro-dro Breizh a-bezh ha neuze e c'heller pesketa a bep seurt boued-mor ha pesked, evel meskl hag istr. Kostez an Oriant e tebrer ur meuz gant restachoù pesked ha boued-mor anvet kaoteriad. Gant pesked e servijer alies amann gwenn, ur saos ijinet e Sant-Juluan-Kankell nepell eus an Naoned. E Breizh e produer holen ivez, kostez Gwenrann gant doareoù hengounel. Holen a lakaer en amann hag e karamel amann sall.

Brudet eo Breizh evit he gwispid, pep hini eus kêrioù bras Breizh (ha reoù bihanoc'h) o kaout hec'h uzin, e Kemper, Pont-Aven, Benac'h, Naoned gant LU ha BN, An Drinded-Karnag gant La Trinitaine hag e Sant-Mikael-Keveger gant Galettes de Saint-Michel. Fardet eo ar gwispid gant amann sall ha gwerzhet e boestoù-houarn kinklet. Er pastezerezh e c'heller menegiñ ar gouign-amann, ijinet e Douarnenez gant toaz bara, amann ha sukr, hag ar farz forn en deus tapet brud e Breizh a-bezh hag a reer alies gant prunev bremañ.

Banniel Breizh (Gwenn ha Du)

Banniel Breizh a-vremañ a oa bet treset e 1923. Anvet eo Gwenn ha Du abalamour d'e ziv liv ha dalc'her en deus an anv-se e yezhoù all (galleg pe saozneg). War ar c'hard en nec'h a-gleiz, war ur foñs gwenn, ez eus erminigoù diniver (goude ma vez unnek alies) ha nav bandenn a-blaen a ra ar peurrest, peder bandenn gwenn evit broioù Breizh-Izel ha pemp bandenn du evit broioù Breizh-Uhel. Erlec'hiet en deus ar banniel erminigoù kozh a oa bet implijet abaoe dugelezh Breizh dre ma veze santet re dost ouzh an noblañs hag ar royalisted. Levezonet eo bet gant banniel ar Stadoù-Unanet ha banniel Gres.[34] Da gentañ liammet kreñv ouzh ar politikerezh, ha gwelet gant ar Stad evel ur banniel disrannour, en deus paket brud e-touez ar Vretoned betek bezañ adoptet gant ar rannvro hag ar strollegezhioù lec'hel. N'eus tamm statud ofisiel ebet dezhañ avat. Ur banniel all a weler alies, ar Groaz Du, a zo tost ouzh banniel Kernev-Veur.

Skoed Breizh, erminigoù plaen, a oa bet adoptet gant an duk Yann III e 1316, met degaset e oa bet an arouez-se evel brizhadenn skoed familh Dreux gant Pêr Brizhkloareg. Adkemeret e voe an erminig, e stumm an aneval, evel arouez Yann IV da vare ar brezel hêrezh ha savet meur a vojenn diwarni. Hervezo, Konan Meriadeg peotramant Anna Breizh a oa o chaseal un erminig he dije kavet gwelloc'h bezañ lazhet eget mont er fouilhenn ha bezañ saotret, alese ger-stur Breizh : Potius mori quam foedari (kentoc'h mervel eget bezañ saotret, e latin),[35] adkemeret da c'houde gant rezistanted Breizh da vare an Eil brezel-bed hag an emsav sevenadurel.

Ur c'han-broadel, Bro gozh ma zadoù a oa bet skrivet e fin an XIXvet kantved gant Taldir Jaffrennou war ton kan-broadel Kembre hag hini Kerne-Veur. Adoptet e oa bet e 2021 evel kan ofisiel Breizh gant rannvro Breizh, gant ur stumm adkempennet e-keñver ar sonerezh.[36][37]

Arouezioù all a zo bet brudet mat, evel an triskell keltiek, ar peulvanoù peotramant an taolioù-maen. Lod a zo bet burutellet evel ar c'hoef bigoudenn, dreist-holl pa vez implijet er-maez eus e dachenn, peotramant tudenn Bécassine he doa plantet reuz. Al lizhiri BZH a vez implijet alies evel berradenn "Breizh", ha kemeret e oa bet ar boaz da lakaat pegsunioù BZH war o oto gant lod, goude m'eo difennet en ober. Degemeret eo bet ar .bzh evel anv domani internet evit Breizh.

Plakenn e koun skol Diwan kentañ

An hevelep sistem deskadurezh zo e Breizh e-keñver Bro-C'hall. A-raok an XIXvet kantved, evel un tamm e pep lec'h en Europa, ne oa nemet ar re binvidik a c'helle bet desket aes.

Skol-Veur kentañ Breizh a oa bet krouet e 1460 hepken, a-raok ar bloaz-se e ranke ar studierien eus Breizh mont betek Añjev, Poitiers, Caen pe betek Pariz zoken. Krouet e voe Skol-Veur Naoned gant an duk Frañsez II a felle dezhañ kadarnaat dizalc'hidigezh Breizh diouzh Bro-C'hall. Eno e kelenned an danvezioù hengounel : arzoù, doueoniezh, gwir ha medisinerezh. 1500 studier a oa er XVIIvet kantved, met war an diskar e voe er c'hantved da heul tra ma oa kreizennet an Naoned tro-dro Koñverz atlantel ar Sklaved ha ne daole ket evezh ken ouzh hec'h emsavadurioù sevenadurel. Adalek 1735 e voe dilec'hiet ar Skol-Veur da Roazhon tamm-ha-tamm. Troc'het e voe an dilec'hiadeg-se gant an Dispac'h gall pa oa bet divodet ar skolioù-meur.

Gant Napoleon Iañ e voa adaozet ar sistem deskadurezh (krouidigezh ar liseoù, ar skolajoù da stummañ uhelidi nevez) e 1808. Adkrouet e voe Skol-veur Roazhon e-kerzh an XIXvet kantved tra ma voe embannet lezennoù da grouiñ skolioù. E 1882 e voe embannet ul lezenn a redias d'an holl vugale mont d'ar skol, o krouiñ ur strollad skolioù lik ha digoust ouzhpenn d'an dra-se. Skolioù publik a voe digoret en hogozik pep kêriadenn e Breizh neuze. Politikerezh an deskadurezh a rae eus ar galleg yezh nemeti ar Republik, ha neuze evit ar skolioù. Ar skoliata-ret a voe un ostilh da lazhañ ar yezhoù bihan : bugale brezhonek ha gallaouek a voe berzet dezho kaozeal o yezh betek porzh ar skol, daoust dezho chom hep anavezet gerioù gallek tamm ebet. Adalek ar bloavezhioù 1890 e voe gwelet er skolioù doareoù da vezhekaat ar vugale diwar-benn o yezh hag o sevenadur, oc'h implijet doareoù feuls a gendalc'has betek ar bloavezhioù 1960. Heuliet e voe ar politikerezh-se gant ar skolioù katolik ivez.

Adalek ar bloavezhioù 1930 avat e voe ul luskad da reiñ e blas d'ar brezhoneg er skolioù publik, kaset gant Yann Sohier da skouer. Adalek 1954 e voe aotreet kelenn ar brezhoneg evel danvez diret, er-maez eus implij-amzer ar skol. Poentoù a c'helled tapet er vachelouriezh a-drugarez d'ar brezhoneg adalek ar mare-se. Er bloavezhioù 1970, o welet pegen dister e oa an treuzkas er familhoù, e oa bet soñjet krouiñ skolioù er-maez eus ar sistem publik da gelenn ar brezhoneg dre ar brezhoneg, diouzh an hentenn dre soubidigezh. E 1977 e voe roet lañs d'ar skolioù Diwan, ur rouedad a skolioù-mamm a voe astennet da c'houde betek al lise, hag a dapas o flas e sistem an Deskadurezh gall dre gevratoù, en ur ziskouez dre an disoc'hoù e oa ar soubidigezh un hentenn efedus. Dirak berzh ar skolioù-se e oa bet lakaet e plas hentennoù divyezhek par-ouzh-par er skolioù publik ha katolik : ne c'hell ket ar brezhoneg bezañ implijet en tu all da 50% eus an amzer er skol en hentennoù-se.

Kreñv-tre eo ar rouedad skolioù katolik e Breizh, kement hag e c'heller kaozeal eus brezel ar skolioù etre an daou sistem.

A-hed an XXvet kantved e voe diorroet an deskadurezh uhel gant Skol greiz Naoned e 1919, Skol-Veur Naoned e 1961, Skol-veur Breizh-Izel e 1971, Skol vroadel uhel ar pellgehentiñ Breizh e 1977 ha Skol-veur Breizh-Su e 1995. Klasadoù Skol-Veur gatolik ar C'hornôg, diazezet en Añjev, a oa bet digoret e Breizh. Rannet e voe Skol-veur Roazhon etre Skol-Veur Roazhon 1 ha Skol-veur Roazhon 2 e 1969.

Parkadoù legumaj dirak ar mor e Kastell-Paol.

Biskoazh ne voe kalz a greanterezh e Breizh war-bouez kostez an Oriant, an Naoned pe Sant-Nazer. Hiziv e chom al labour-douar hag ar pesketaerezh gennadoù a-bouez en ekonomiezh ar vro. Ouzhpenn 40 000 tiegezh zo e Breizh, ar brasañ anezho troet war-zu an desevel chatal, moc'h pe yer, ouzhpenn d'ar gounid edaj ha legumaj (e Bro-Leon dreist-holl). Nebeutoc'h a diegezhioù zo abaoe an adlodennañ ha brasoc'h an tachennoù. Kentañ produer legumaj (fav glas, ognon, artichaod, patatez, tomatez...) evit Frañs. Edaj a c'hounezer da vagañ ar chatal dreist-holl. Gwin a reer kostez an Naoned (muskadig), met klask a reer sevel gwiniegi pelloc'h en norzh.[38] Kentañ produer pesked eo Breizh (50% eus ar produiñ), ur gennad a implij 15000 den gant ouzhpenn 2500 embregerezh, eus ar pesketa betek an treuzfurmiñ.[39]

War-gresk ez a ar greanterezh e Breizh abaoe ar bloavezhioù 1980, kaset gant an treuzfurmiñ boued (1/3 eus an implijoù greantel). E Breizh e saver-bigi ivez, kenwerzh pe evit ar morlu, e Sant-Nazer, an Oriant ha Brest. Uzinoù Airbus zo e Sant-Nazer hag an Naoned ha gant Citroën e oa bet digoret un uzin e Roazhon. Eil rannvro Frañs eo Breizh e-keñver ar pellgehentiñ hag ar pempvet evit an dafar elektronek, daou c'henad lec'hiet tro-dro da Roazhon, Lannuon ha Brest kentoc'h.

Ur perzh kreñv en deus an touristelezh e Breizh, re greñv hervez lod a laka ar biz war e efedoù war al lojañ.[40] Unan eus broioù gweladennet ar muiañ eo e Frañs.

Izeloc'h eo feur an dilabour er vro e-keñver rannvroioù Frañs, war-dro 6% eus ar boblañs e deroù ar bloavezhioù 2020[41] goude bezañ bet ken uhel a 8.7% (e rannvro Breizh) hag 8.4% (e Liger-Atlantel) e 2012, e-kreiz an enkadenn ekonomikel a oa komañset e 2007, kalzig dindan ar feur evit Frañs a-bezh avat, a oa da 9.9% d'ar mare-se.[42] Gennadoù zo a vez kustum da gavout diaes klask tud alies, evel er sevel, en treuzdougen peotramant en treuzfurmiñ boued.[43]

Produadur diabarzh gros Breizh a oa 120 milion a eurioù e penn-kentañ ar bloavezhioù 2020, a-live gant hini Ukraina.[44] E 2018 e oa PDG rannvro Breizh 99 milion a euroioù, da lavaret eo 4% eus ar pinvidigezhioù produet e Frañs. Ar PDG dre annezad er rannvro melestradurel a oa 29 694€, dindan hini Frañs a-bezh (30 266€).[45]

  1. Prezidant Rannvro Breizh eo Loïg Chesnais-Girard, prezidantez Broioù-al-Liger, rannvro velestradurel al Liger-Atlantel, zo Christelle Morançais.
  2. Banque Sonore des Dialectes Bretons, enklaskoù eus 2014 e Tregon ha 2015 en Ignel gant Adrien Desseigne hag eus 2017 e Kerien gant Loïc Cheveau.
  3. (fr) Pierre-Yves Lambert (1997). La Langue Gauloise. p. 34.
  4. (fr) Léon Fleuriot (1980). Les Origines de la Bretagne. Payot. pp. 53–54.
  5. (fr) Léon Fleuriot (1980). Les Origines de la Bretagne. Payot. pp. 52–53.
  6. (fr) Léon Fleuriot (1980). Les Origines de la Bretagne. Payot.
  7. (fr) Le Roc’h RUZ , point culminant de la Bretagne, Kêr Plouneour-Menez [diell]. Lennet d'an 28 a viz Meurzh 2022
  8. 8,0 8,1 8,2 8,3 ha8,4 (br) (fr) Mikael Bodlore-Penlaez ha Divi Kervella (2011). Atlas de Bretagne – Atlas Breizh. Coop Breizh. ISBN 978-2-84346-496-6.
  9. (fr) Michel François, « À Saint-Malo, la LGV Paris-Rennes parle aussi de la métropolisation, la vraie ! », Pobl Vreizh, 26.06.2016. Lennet d'ar 15 a viz Ebrel 2022
  10. (fr) Train. En Bretagne, les associations d’usagers veulent plus de TER et moins de LGV, Ouest-France, 27.01.2022. Lennet d'ar 15 a viz Ebrel 2022
  11. (fr) Parcourir la Bretagne à vélo, Bretagne - Site officiel du tourisme en Bretagne. Lennet d'ar 16 a viz Ebrel 2022
  12. (en) Can we cycle the whole week on the Nantes-Brest Canal? in Cycling Holidays FAQ, Breton Bikes. Lennet d'ar 16 a viz Ebrel 2016
  13. En ur mod e c'heller islinennañ kanaouenn, "Ar Vretoned", savet gant Aogust Brizeug e 1836, ha moullet e 1845, p'eo ar manifesto politikel kentañ, daoust ma vezañ berr hag hep enskrivadur sokial
  14. (fr) Populations légales des régions en 2019, INSEE, 29.12.2021. Lennet d'an 3 a viz Ebrel 2022
  15. (fr) Populations légales des départements en 2019, INSEE, 29.12.2021. Lennet d'an 3 a viz Ebrel 2022
  16. (fr) Jean Ollivro, « L’évolution démographique bretonne de 1851 à nos jours », BCD Sevenadurioù, Genver 2017. Lennet d'an 3 a viz Ebrel 2022
  17. Menegiñ Youenn Gwernig a c'heller ober, hag a oa divroet d'ar Stadoù-Unanet
  18. (fr) Mutations des professeurs des écoles : 16 entrants pour plus de 1 000 demandes dans le Finistère, Le Télégramme, 11.03.2022. Lennet d'an 3 a viz Ebrel 2022
  19. (fr) Baromètre Bretagne Culture Diversité SYNTHESE DES RESULTATS 2014, BCD Sevenadurioù, 2014. Lennet d'an 3 a viz Ebrel 2022
  20. (fr) Nil Caouissin, « Un sentiment d’appartenance à la Bretagne solide et intégrateur », Pobl Vreizh, 1.09.2019. Lennet d'an 3 a viz Ebrel 2022
  21. (fr) Philippe Créhange, « Bretagne à cinq. Ce sondage qui relance le débat », Le Télégramme, 28.08.2019. Lennet d'an 3 a viz Ebrel 2022
  22. (fr) Magazine BRETONS censuré : “18% des Bretons pour l’indépendance” de la Bretagne, NHU Bretagne, 2020. Lennet d'an 3 a viz Ebrel 2022
  23. (fr) pour Les Bretons, les habitants de Loire-Atlantique et la question régionale, IFOP evit Bretons, 2012. Lennet d'an 3 a viz Ebrel 2022
  24. 24,0 ha24,1 (fr) Les chiffres clés de la langue bretonne, Ofis publik ar brezhoneg. Lennet d'ar 4 a viz Ebrel 2022
  25. 25,0 25,1 25,2 ha25,3 (fr) Les langues de Bretagne Enquête sociolinguistique Sondage 2018 : les principaux résultats, TMO - Rannvro Breizh - Ofis publik ar brezhoneg, 4.10.2018. Lennet d'ar 4 a viz Ebrel 2022
  26. (br) Dewi Siberil, « Treuzkas ar brezhoneg 'barzh ar familhoù e 2020 - 4 munud e Breizh [video] », Brezhoweb, 03.04.2020. Lennet d'ar 4 a viz Ebrel 2022
  27. 27,0 27,1 ha27,2 (fr) André Le Coq ha Phillipe Blanchet, « « Pratiques et représentations de la langue et de la culture régionales en Haute Bretagne » [diell] », Centre de recherche sur la diversité linguistique de la francophonie, 2005. Lennet d'ar 5 a viz Ebrel 2022
  28. 28,0 ha28,1 (fr) Olivier Clech, « Catholicisme. Pourquoi les Bretons boudent les églises », Le Télégramme, 25.10.2019. Lennet d'ar 5 a viz Ebrel 2022
  29. (fr) Ifop, ed. (Kerzu 2006). "Éléments d'analyse géographique de l'implantation des religions en France"
  30. (fr) Gaëtan le Cloirec, « Carhaix / Vorgium (Finistère) » e Persée, Supplément à la Revue archéologique du centre de la France n°25 pp. 381-384, 2004. Lennet d'ar 5 a viz Ebrel 2022
  31. (fr) Anatole le Braz, La Légende de la Mort, BiblioBazaar reprint, LLC, 2009, pp. 430ff.
  32. (en) John Harrington, « Brittany GAA's 'Mother Goose' has a growing flock », GAA, 4.02.2021. Lennet d'an 13 a viz Ebrel 2022
  33. (fr) Rio, Bernard. Le Cidre, histoire d'une boisson venue du fond des âges 2003, Coop Breizh, Speied.
  34. (fr) Francis Favereau, Bretagne contemporaine – Culture, langue, identité? pajenn 210, Skol Vreizh, Montroulez, 2005, ISBN 2-911447-72-7.
  35. (fr) Gwenc'hlan Le Scouëzec, Guide de la Bretagne, pajenn 40, Coop Breizh, Speiet, 1987; ha Le Journal de la Bretagne des origines à nos jours, pajenn 106, Larousse, Pariz, 2001
  36. (fr) Hymne officiel de la Bretagne : écoutez la nouvelle version du « Bro gozh ma zadoù » [Vidéo], Le Télégramme, 28.11.2021. Lennet d'ar 16 a viz Ebrel 2022
  37. Un doare nevez eus Bro Gozh ma Zadoù da selaou !, Rannvro Breizh, 4.01.2022. Lennet d'ar 16 a viz Ebrel 2022
  38. (fr) Réimplantation de la vigne, Ti-kêr Sarzhav. Lennet d'ar 1 a viz Ebrel 2022
  39. (fr) Renforcer les atouts de l’économie maritime, Rannvro Breizh. Lennet d'ar 1 a viz Ebrel 2022
  40. (fr) Gael Briand, « Bretagne. Les résidences secondaires dopées par Airbnb ? », Pobl Vreizh, 28/07/2019. Lennet d'an 2 a viz Ebrel 2022
  41. (fr) Taux de chômage : une Bretagne coupée en deux, Le Télégramme, 01/04/2022. Lennet d'an 2 a viz Ebrel 2022
  42. (fr) Population active, emploi et chômage en 2012, INSEE, 30.06.2015. Lennet d'an 2 a viz Ebrel 2022
  43. (fr) Priscilla Franken, « « La Bretagne a un taux de chômage faible, mais qui ne profite pas assez aux seniors » [diell] », Vocatis. Lennet d'an 2 a viz Ebrel 2022
  44. (fr) La Bretagne en 4 chiffres : superficie, population, PIB et longueur de côtes, NHU Bretagne, 22.12.2020. Lennet d'an 2 a viz Ebrel 2022
  45. (fr) L'essentiel sur… la Bretagne, INSEE, 26.01.2022. Lennet d'an 2 a viz Ebrel 2022

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Istor Breizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sujedoù a-vremañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) (br) Mikael Bodlore-Penlaez ha Divi Kervella, raksrid gant Lena Louarn & Jean Ollivro, Atlas de Bretagne : Atlas Breizh, géographie, culture, histoire, démographie, économie, territoires de vie des Bretons, Coop Breizh, Speied, 201, (ISBN 978-2-84346-496-6), 152 p. Kinnig en linenn
  • (fr) Corentin Canevet, Le Modèle agricole breton. Histoire et géographie d'une révolution agroalimentaire, Presses universitaires de Rennes, Roazhon, 1992, 397 p.
  • (fr) Alain Croix (ren.). Bretagne. Images et histoire, Apogée, Presses universitaires de Rennes, Roazhon, 1996, 224 p.
  • (fr) Frañsez Favereau, Bretagne contemporaine. Langue, culture, identité, Skol Vreizh, Montroulez, 2005 (ademb. 1993).
  • (fr) M. Humbert (ren.), La Bretagne à l’heure de la mondialisation, Presses universitaires de Rennes, Roazhon, 2002, 305 p.
  • (fr) M. Nicolas, Histoire de la revendication bretonne, Coop Breizh, Speied, 2007, 391 p.
  • (fr) Jean Ollivro, Les paradoxes de la Bretagne, Apogée, Roazhon, 2005, 176 p.
  • (fr) Jean Ollivro, Bretagne, 150 ans d’évolution démographique, Presses universitaires de Rennes, Roazhon, 2005, 368 p.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

s:Degemer:Brezhoneg

Sellet er Wikimammenn : Breizh.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.