Mont d’an endalc’had

Ti-plouz

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Ti-soul)
Un ti-plouz er Briver.

Un ti-plouz, pe un ti-soul, pe c'hoazh un ti-kolo, a zo un ti-annez hengounel hag a gaver war ar maez. Tiez-plouz a veze kavet stank gwechall e kement bro zo en Europa, hag a vez kavet c'hoazh e broioù zo, Breizh-Veur pe Alamagn, e Normandi, hag e kornadoù zo eus Breizh, evel er Briver. An anv ti-plouz a zeu eus an danvez implijet da deiñ an tiez : plouz ed, plouz segal pe korzennoù raoskl. Hiziv an deiz ez eus klask war-lerc'h an tiez-plouz peogwir int dibar. Peurliesañ e vezont renevezet da zegemer touristed.

Tiez-plouz Normandi

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ti-plouz Marais-Vernier, departamant an Eure, Normandi
Un ti-plouz e Saint-Sulpice de Graimbouville (Eure)

E Normandi ec'h implije ar beizanted an danvezioù a gavent aes : dour ha pri-prad mesket, mein, koad hag ed a veze hadet ganto. Diaz an tiez a veze savet peurliesañ gant kailhastr, rak un danvez-difuiñ eo. Treustoù koad derv a veze implijet da sevel ar mogerioù hag an doenn, hag etrezo e veze lakaet ur meskaj plouz, pri ha dour anvet ardilh.

A-benn sevel un doenn didreuzus e rank an doenn bezañ war zinaou da vat. Evit ma ne vefe ket re uhel e rank an ti bezañ strizh, hag hir-tre e c'hall bezañ ivez : sed displegadenn stumm hengounel tiez-plouz Normandi. Ez-hengounel e veze lakaet pri-prad e penn an doenn, hag er pri-se e veze plantet elestr (s.o. ar skeudenn). Gant kresk ar mammgwriziennoù e veze dalc'het penn ar c'horzennoù raoskl.

Dañjerus e oa ivez an tiez-plouz rak deviñ aes a raent, dreist-holl en amzer ma veze graet tan en oaled. Se zo kaoz mateze ez oar paouezet d'ober gant plouz evit lakaat teol, pe mein-glas.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.