Mont d’an endalc’had

Breizh-Uhel

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Gorre-Breizh)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn Breizh ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Breizh-Uhel
██ Breizh-Uhel
  • ██ Breizh-Uhel

  • Anv(ioù) all Gorre-Breizh, Uhelvreizh,
    Bro Galloù[1], Bro-C'hall / Bro-Gall[2]
    Anv gallek Haute Bretagne
    Anv gallaouek Haote-Bertagne, Haùtt-Bertaèyn, Haott B·rtingn
    Geografiezh
    Bro Breizh
    Departamant Aodoù-an-Arvor Aodoù-an-Arvor
    Il-ha-Gwilen Il-ha-Gwilen
    Liger-Atlantel Liger-Atlantel
    Mor-Bihan
    Kêrioù pennañ Naoned, Roazhon, Sant-Nazer, Sant-Maloù, Sant-Brieg, Sant-Ervlan
    Daveennoù
    lec'hiañ
    47°59′13″N 1°56′20″W
    Gorread ? km²
    Lein uhelañ (Menez Beller) 339 m
    Poblañs
    Annezidi Breizhuhelad(ez),
    Galloù / Gallaouez[3]
    Poblañs ? ann. (?)
    Stankter ? ann./km²
    Yezhoù Gallaoueg, galleg
    Relijion Katoligiezh
    Istor
    Divroadeg ar Vretoned e Breizh Eus an IIIe betek ar Vvet kantved
    Savidigezh Marz Breizh VIIIvet kantved
    Aloubet gant Erispoe 851

    Breizh-Uhel (e galleg: Haute-Bretagne; e gallaoueg: Haote-Bertagne (skritur ABCD), Haùtt-Bertaèyn (skritur ELG[4]) pe Haott B·rtingn (skritur MOGA)) eo an anv roet a-gozh da reter Breizh. Graet e vez Gorre-Breizh pe Uhelvreizh anezhi ivez. Enebet e vez ouzh Breizh-Izel.

    Aroueziet eo Breizh-Uhel e banniel Breizh gant ar pemp bandenn du.

    A-gleiz emañ an Norzh war ar gartenn-mañ (1470).

    Kartennouriezh

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    En tu kleiz d'ar c'hartennoù e veze lakaet an Norzh gwechall, neuze ar Reter el laez ("uhel") hag ar Gornaoueg en traoñ ("izel").

    Steuziadur ar brezhoneg etre an IXvet kantved ha 1976.

    Ur ster yezhel a roer d'an anv alies: bez' e vije ar vro ma ne gomzer ket brezhoneg, e-skoaz Breizh-Izel a vije bro ar brezhoneg.

    Da neuze e c'haller teurel evezh:

    • ne oa ket Bro-Naoned e Breizh-Uhel penn-da-benn, pa veze komzet brezhoneg e korn-bro Gwenrann;
    • heñvel gant Bro-Sant-Brieg, pa vez komzet brezhoneg er c'huzh-heol anezhi, e Goueloù;
    • ne oa ket Bro-Gwened e Breizh-Izel penn-da-benn pa vez komzet galleg er sav-heol anezhi a bell zo.

    Ouzhpenn-se

    • ne rafe Breizh Uhel nemet kreskiñ, ha Breizh-Izel nemet koazhañ.

    E kanaouennoù zo ez eus kaoz eus mont da lec'h pe lec'h eus Breizh Uhel da zeskiñ galleg. E-touez ar muntroù tamallet da Jili Raez e-kerzh e brosez e oa hini ur c'hrennard a oa deuet eus Breizh-Izel d'ar Vourc'h-Nevez da zeskiñ galleg.(Daveoù a vank)

    Notennoù ha daveoù

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    1. "galloù" war lec'hienn Devri
    2. "Gall .2; II. Bro-C'hall / Bro Gall" war lec'hienn Devri
    3. "Galloù" ha "Gallaouez" war lec'hienn Devri
    4. Kevredigezh Gallo Tertõt, Joël Paris, « Le gallo, une langue méconnue - Le galo, qhi q'cét don ? », Le Concellois - Ti-kêr Sant-Juluan-Kankell, niv. 89,‎ Meurzh 2014, p. 4 ha 5
    Wikeriadur
    Sellit ouzh ar ger Breizh-Uhel er
    wikeriadur, ar geriadur frank.