Gael Briand

Gael Briand, ganet d'an 9 Mae 1984, eo pennskridaozer Le Peuple Breton abaoe miz Du 2010. Ezel eo ivez eus Burev politikel Unvaniezh Demokratel Breizh.
A-orin eus an Oriant eo, met bet o chom e Bruxelles pa oa stajiad evit an EFAY (rann yaouankiz Kevredad Dieub Europa), hag e Roazhon pa oa o labourat evit dilennidi rannvro UDB.
Ezel eo eus ar gevredigezh Keneildedoù Kurd Breizh. Ganti en deus beajet e Kurdistan Turkia, Irak ha Syria (Rojava) e 2015.
Skrivet en deus danevelloù er gelaouenn Al Liamm ha gounezet en deus Priz Kêr Karaez e 2022 evit unan anezho, Ar vran hag ar valafenn, un istor karantez etre daou amezeg.[1]
Dilennad lec'hel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abaoe 2020 eo kuzulier-kumun en Oriant, en tu-enep, ha kuzulier tolpad-kêrioù An Oriant abaoe 2023. Evel kuzulier-kêr en doa goulennet, e miz du 2021, e vefe kinniget al levrig-familh divyezhek d'ar boblañs, ha deuet e oa a-benn da gendrec'hiñ ar muiañ-niver.[2]
Dilennad-rannvro
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abaoe 2021 eo kuzulier-rannvro, ezel eus ar strollad Breizh a-gleiz - emrenerezh, ekologiezh, broioù. En tu-enep emañ. Goude bezañ goulennet meur a wech e vefe kemennoù e brezhoneg hag e gallaoueg en trenioù-rannvro[3] e oa bet heuliet a-benn ar fin gant ar bez-prezidant e-karg eus an treuzdougen. Klevet e vez brezhoneg ha gallaoueg en trenioù-rannvro abaoe dibenn ar bloavezh 2024 neuze[4].
Skridoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Bretagne-France: une relation coloniale, Kemper, IJIN, 2015, 56 p.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ https://brest.maville.com/actu/actudet_-carhaix.-deux-prix-litteraires-annonces-avant-le-festival-du-livre-en-bretagne-_dep-5458074_actu.Htm
- ↑ https://www.ouest-france.fr/bretagne/lorient-56100/lorient-livret-de-famille-bilingue-content-comme-un-gosse-de-cette-victoire-6419517c-7df3-11ec-8f4d-74e292b13dae
- ↑ https://x.com/GaelBriand/status/1765386960082797011
- ↑ https://www.letelegramme.fr/bretagne/bientot-du-breton-et-gallo-a-bord-des-ter-6705971.php