Bagad Lann Bihoue
Bagad Lann Bihoue zo ur bagad sonerien eus morlu Bro-C'hall e Breizh, unan eus ar re chomet bev e deroù ar XXIañ kantved. Reoù all zo bet e Dinan, Cherbourg, Lande D'Ouée, Bourdel, Sant-Mandrier, hag all. E 1952 e oa bet savet hini Lann Bihoue, e-tal an Oriant, e bonn aeronaotek war-vor Lann Bihoue. Ar bagad a zo arouez ar verdeadurezh vroadel c'hall e Breizh. Kinnig a ra sonioù liesseurt ha liessevenadurel, en emgavioù broadel hag etrebroadel ivez.
30 soner a zo er bagad, sinet e vez gante ur c'hontrad hag a bad ur bloavezh hag a zo tu da neveziñ teir gwech. Skrivañ, ha gwellaat a reont o-unan 90 munutenn eus roll sonioù ar bagad. Degas a reont ivez mennozhioù, ur stil, eilstummoù nevez...
An istor
E 1952 e voe krouet ar bagad gant un nebeudig a dud a youl-vat nemetken, hag en em vode asambles war o amzer dieub. A-hed ar bloavezhioù, ar strollad a greskas muioc'h-muiañ, a-benn ober tamm-pe-damm evel ur pipe band a Vro-Skos. Ofisializet e voe ar bagad dre ziviz ministrel d'an 11 a viz Gwengolo 1956, ha goude-se e teuas konskried pe soudarded enrollet d'ober o servij soudard er bagad. Abalamour d'an dra-mañ eo deuet da vezañ skeudenn ar verdeadurezh vroadel hag arouez glad sevenadur Breizh.
E 1969 en doa divizet Michel Debré (ministr an Difenn Broadel) divodañ ar bagad. An diviz-se a voe torret a-drugarez da zilennidi, kazetennoù, hag ar publik. Un eil gwech e voe klasket rannañ an div elfenn-se (soudard ha soner), hag un eil gwech e voe nac'het outañ d'ober-se. A-drugarez da-se eo bet skoazellet ar bagad muioc'h c'hoazh. Goude an darvoudoù-mañ ez eus bet krouet 32 bost nevez.
Alain Souchon, e 1977, a skrivas hag a enrollas ur ganaouenn anvet e oa Le bagad de Lann-Bihoué. Ne sone ket ar bagad enni. E gwirionez en devoa goulennet Alain Souchon digant un nebeud sonerien e Pariz seniñ gantañ. Ur veskadenn a zo bet graet a-benn reiñ ar santimant e oa ur bagad a-bezh hag a c'hoarie. Paotred Soldat Louis o doa adkanet ar ganaouenn-mañ ivez. N'eo ken nemet e 1989 e kejas evit ar wech kentañ Alain Souchon hag ar bagad, en abadenn Champs Elysées Michel Drucker.
E 2001, abalamour da enrolladur ha da vichereladur an armeoù e teuas ar sonerien da vezañ a-vicher, tud a youl-vat evit ur bloavezh ha ne c'hellont neveziñ o c'hevrat ken nemet peder gwech.
D'ar Yaou 9 a viz Eost 2007 en doa ar bagad lidet e 55vet deiz-ha-bloaz e Gouel Etrekeltiek an Oriant. Lidet e voe gant meur a zen anavezet-mat gant ar bagad : Alain Pennec, gant e akordeoñs diatonik ; ar ganerez Lorena Rodriguez ; Andrea F. Joglan gant ar gaita ; Youenn Landreau ; ar c'haner Sylvain Girault ; tud eus Big Band an Oriant ; hag Alain Souchon, deuet da ganañ e ganaouenn Le Bagad de Lann-Bihoué gante.
An tuta
An tuta a vez graet dreist-holl e-touesk bagadoù Breizh all a lec'h all. E-kerzh miz Gwengolo e vez choazet sonerien e annez ar bagad, e Kerbagad, war diaz Lann Bihoue.
Tro-dro da viz Du e tremen an emstriverien 5 sizhunvezh e skol fuzuilherien-vor an Oriant. Deskiñ a reont er skol-mañ diazezoù ar vuhez soudardel er verdeadurezh. Ar bagad a zeu er maez e-kerzh miz Kerzu.
Ar mont-en-dro
32 zen zo er bagad. Ur penn-bagad, un ofiser eus ar verdeadurezh a renk uhel hag a ra war-dro buhez a-stroll soudarded ar skipailh zo ha 29 soner rannet e 3 strollad : biniawoù-bras (9 e 2007), bombardoù (11), ur strollad taboulinerien (5), hag un douger-banniel a son gant ur benveg ivez (da skouer, violoñs pe akordeoñs diatonik).
Pa erru an dud nevez, e-pad an devezhioù kentañ, e vez graet teir votadeg : sonoù ar bagad, ar penn-soner, hag un den e penn pep strollad. Ar bloavezh a vez rannet e div lodenn : ar prientiñ, hag an traoù a vo graet a-hed ar bloaz. E-pad ar mizvezhioù kentañ e labour ar strollad war an 90 munutenn eus ar sonioù. Etre miz Meurzh ha miz Du e vez sonet e bodadegoù. Muioc'h muiañ a vodadegoù a reont e miz Mezheven hag e miz Gwengolo gant ur geidenn a deir bodadeg evit tri devezh.
Pladennoù

- 1970-Danses et mélodies, ed. Arfolk;
- 1982-30e Anniversaire 1952-1982, ed. Keltia Music;
- 1989-Bagad de Lann-Bihoué, ed. Keltia Music;
- 1991-Marches, danses et mélodies, ed. Coop Breizh;
- 1992-40e Anniversaire 1952-1992, ed. Coop Breizh;
- 1996-Glann Glaz, ed. Coop Breizh;
- 1997-Entre Terre et Mer France 2 music, Polygram;
- 1998-Me gav hir an amzer, ed. Keltia Music;
- 2000-Ar Mor divent, ed. Columbia Tristar, distr. Sony Music;
- 2002-Fromveur, ed. Sony Music;
- 2005-Kerbagad, ed. Coop Breizh / Label Production ;
- 2007-Bagad de Lann-Bihoué, ed. Keltia Music;
- 2007-Bagad de Lann-Bihoué: 55 ans, ed. Coop Breizh / Label Production;
Pennoù Bagad
Sed aze, anvioù tud a zo bet e penn ar Bagad:
- MP Delcluze 1952-1953
- MP Roumegou 1953-1962
- MP Faure 1962-1973
- MP Claude 1973-1976
- MP Pelan 1976-1978
- MP Plouet 1978-1980
- MP Morice 1980-1982
- Mjr Le Floch 1982-1984
- PM Le Huede 1984-1985
- MP Peron 1985-1991
- MP Treondar 1991-1993
- MP Legall 1993-1996
- MP Peron 1996-2001
- MP Kermagoret 2001-2005
- Mjr Renard 2005-2008
- MP Vandenberghe 2008-2010
- Mjr Renard 11/01/10