Korev
Neuz
(Adkaset eus Coreff)
Ar c'horev (coreff e krennvrezhoneg) zo anv ur bier aozet gant heiz, hag a veze evet en henamzer hag er grennamzer gant ar Gelted kozh (Galianed pe Vrezhoned). Cwrw(f) eo e kembraeg, ha koref e kerneveureg.
Coreff, ur merk
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Coreff zo anv ur vreserezh, ganet e Montroulez e 1985, ha diazezet e Karaez abaoe 2005. Anv ar bier graet eno eo ivez. Bier goularz, du, melen, rous ha bio a vez graet ganto.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (br) Lec'hienn ofisiel