Tri Eskopti

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

An Tri Eskopti a vez laret eus ur broviñs c'hall en amzer ar Renad kozh er rouantelezh c'hall, hag a oa bet krouet goude feur-emglev Westfalen, diwar douaroù hag a oa bet de jure, betek feur-emglev Münster e 1648), en Impalaeriezh santel roman german : teir c'hêr frank Metz, Toul ha Verdun, aloubet hervez feur-emglev Chambord (1552), ha madoù eskibien Metz, eskibien Toul hag eskibien Verdun, aloubet en 1631-1632.

Goude -se e voe brasaet ar broviñs diwar-goust Luksembourg gall, rann eus dugelezh Luksembourg roet da vro-C'hall gant feur-emglev ar Pireneoù (1659), un tremenlec'h roet da Vro-C'hall gant feur-emglev Vincennes (1661). Betek neuze e veze bec'h alies en douaroù-se hag en dugelezhioù Bar ha Loren a oa eur marelladur a zouaroù diaes da ziveskañ .