Rouantelezh Breizh-Veur
|
Rouantelezh Breizh-Veur a oa ur stad eus kornôg Europa, etre ar 1añ a viz Mae 1707 ha 1800. Krouet e voe dre unvaniezh Rouantelezh Bro-Saoz ha Rouantelezh Bro-Skos gant Skrid unvaniezh 1707. Ur parlamant hepken, lec'hiet e Westminster, e Londrez, a rene ar rouantelezh nevez. Ar rouantelezhioù a Vro-Saoz hag a Vro-Skos a oa an hevelep den en o fenn abaoe ma oa aet Jakez VI Bro-Skos da Jakez Iañ Bro-Saoz e 1603.
E 1801 e teuas da vezañ Rouantelezh Unanet Breizh-Veur hag Iwerzhon, goude staget Rouantelezh Iwerzhon outi dre Skrid unvaniezh 1800, da-heul emsavidigezh iwerzhonat 1798.
E kentañ bloavezhioù an aozadur politikel nevez e voe gwelet emsavadegoù Jakobited feuls, betek flastradenn ar re Stuart en emgann Culloden e 1746. Diwezhatoc'h e 1763, an trec'h e-pad brezel ar seizh vloaz a roas ul lañs bras da Vreizh-veur ha d'an impalaeriezh betek reiñ ar galloud brasañ dezhi e-pad ur 100 vloaz bennak ha krouiñ an impalaeriezh vrasañ en istor Mab-den. E 1922, 5/6 diouzh Iwerzhon a guitaas an aozadur a zeuas da vezañ betek an deiz-ha-hiziv an "United Kingdom of Great Britain and Northern Ireland".