Jakez Iañ (Bro-Saoz)
Aller à la navigation
Aller à la recherche

James I and his royal progeny, by Charles Turner, from a mezzotint by Samuel Woodburn (1814), after Willem de Passe
Jakez Iañ, pe James Iañ, pe Jakez Stuart pe James Stuart, pe Stewart, pe Seumas Stiubhart e gouezeleg (18 a viz Even 1566- 27 a viz Meurzh 1625) a oa roue Bro-Skos ha bro-Saoz. Da gentañ e voe roue Bro-Skos gant an anv Jakez VI adalek 1567. Roue Bro-Saoz hag Iwerzhon e voe ivez gant an anv Jakez Iañ adalek 1603 (Roue Bro-Saoz e voe e-pad 22 vloaz), war-lerc'h Elesbed Iañ. Mervel a reas en oad a 58 vloaz.
Mab e oa da Mari Stuart, rouanez ar Skosiz, ha d'hec'h eil pried, Herri Stuart, lord Darnley (1545-1567), (pe da David Rizzio, sekretour prevez ar rouanez).
Dimeziñ ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dimezet e oa da Anna Danmark (1574-1619), ha seizh bugel o doe, tri anezho a vevas betek dibenn o c'hrennoad.
- Henry Frederick, Priñs Kembre (1594 – 1612). Marvet da 18 vloaz, marteze gant an tifoid;
- Elizabeth (1596 – 1662).
- Dimezet e 1613 da Frederick V, Elector Palatine. Marvet da 65 bloaz.
- Margaret (1598 – 1600). Marvet da ur bloaz.
- Charles (1600 – 1649). Dimezet e 1625 da Henrietta Maria. Roue war-lerc'h e dad. Dibennet da 48 vloaz.
- Robert, Duke of Kintyre (18 Genver 1602 – 27 Mae 1602). Marvet da miz.
- Mary (8 Ebrel 1605 – 16 Kerzu 1607). Marvet da zaou vloaz.
- Sophia (Mezheven 1607). Marvet daou zevezh goude he ganedigezh.
En e raok: Elesbed Iañ |
Roue Bro-Saoz Roue Bro-Skos Roue Iwerzhon ![]() 1603 – 1625 |
War e lerc'h: Charlez Iañ |