Aurangzeb

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Aurangzeb-portrait.jpg

Aurangzeb, Abu Muzaffar Muhiuddin Muhammad Aurangzeb Âlamgir e anv klok (Dahod, 1618 - Ahmadnagar, 1707), a oa anezhañ c'hwec'hvet ha diwezhañ impalaer an Impalaeriezh voghol e-pad 49 bloaz, etre 1658 ha 1707, hag unan eus pouezusañ ha pinvidikañ stadrenerien ar XVIIvet kantved. Diazezañ a reas an islam hag ar charia en India.

Yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Aurangzeb a oa trede mab an impalaer Shah Jahan hag he fried Mumtaz Mahal. E vreur henañ Dârâ Shikôh an hini a oa da ren eta. An impalaer a anvas e vab Aurangzeb da c'houarnour Dekkan e 1636 betek 1644, da c'houarnour Goujerat en 1645 ha da hini Afghanistan en 1647, ma voe karget da adkemer Kandahar, met ne deuas ket a-benn.


Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


En e raok :
Shah Jahan
Impalaer Moghol
Aurangzeb

1627 - 1658
War e lerc'h :
Bahadur Shah Iañ