Nawaz Sharif

Eus Wikipedia
Nawaz Sharif e Meurzh 2014.

Mian Muhammad Nawaz Sharif (ourdou: میاں محمد نواز شریف), ganet d'ar 25 a viz Kerzu 1949 zo ur politikour ha den an aferioù eus Pakistan. Ezel eo eus ar strollad Kevre Muzulman Pakistan (N). Bet eo bet kentañ ministr Pakistan etre 2013 hag an 28 a viz Gouere 2017, pa voe digadoriet gant lez-varn uhelañ ar vro.

Div wech a-raok e oa bet kentañ ministr er bloavezhioù 1990 (1990-93 ha 1997-99). Bez' e voe ivez penn ministr ar Panjab etre 1985 ha 1990. Bez' ez eo ar c'hentañ ministr a chomas ar pellañ en e garg en istor Pakistan.

Hillary Rodham Clinton gant Nawaz Sharif e 2009.

Afer ar Panama Papers[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur wech diskuliet restroù ar Panama Papers e voe anat d'an holl e oa familh Nawaz Sharif e penn un impalaeriezh arc'hantel gant milionoù a zollarioù en Europa ha Breizh-Veur dreist-holl. N'eo ket e anv nag hini e vreur yaouankoc'h Shebaz Sharif a oa kentañ ministr Panjab a oa bet liammet ouzh an afer end-eeun met ul lodenn eus ar familh, dreist-holl e vugale. D'an 28 a viz Gouhere 2017 e voe digadoriet gant lez-varn uhelañ Pakistan, evel kentañ ministr, ha difennet e voe outañ ivez derc'hel kargoù foran. Lakaet e oa da gablus gant e familh da vezañ "dizonest, ha kablus eus breinadur".