Bollywood

Eus Wikipedia
Dañs ha kan e-pad ur film doare Bollywood

Bollywood (e hindeg: बॉलीवूड) eo anv industriezh ar sinema indian diazezet e Mumbai (Bombay), hag a brodu filmoù en hindeg hag en ourdoueg. Filmoù evit tizhout ar brasañ niver a dud eo a vez savet eno. Ar filmoù produet eno a vez skignet en Aljeria, Tunizia, Maroko, Dubai, Pakistan pe broioù all c'hoazh en Azia pe en Afrika.

Dont a ra ar ger Bollywood eus ar meskaj etre « Bombay » (anvet Mumbai hiziv an deiz) ha « Hollywood ».

Ur skourr eus sinema India eo Bollywood, e-kichen skourroù all e lec’hioù all er vro, ma reer filmoù e tamileg (Kollywood), e banglaeg (Tollywood) hag e yezhoù all c’hoazh.

Ar filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe ar bloavezhioù 1920 ez eo Mumbai al lec’h er bed ma reer ar muiañ a filmoù (ouzhpenn 400 film bep bloaz, bremañ) ha bez’ ez eo ivez kreizenn vrasañ an ezporzhiañ filmoù er bed. E studioioù Mumbai e saver filmoù a laka milionoù a Indianed da hunvreal, filmoù a glask plijout d’ar muiañ niver e-touez ar re a oar hindi, ar yezh a vez komzet ar muiañ en India.

El lod brasañ eus ar filmoù e kinniger pennadoù kan ha dañs, met n'eo ket an aktourien a gan : dreveziñ a reont ar c'han, ha goude-se e veez lakaet kanerien a-vicher da ganañ tonioù ar filmoù. Er filmoù-se e vez bepred istorioù karantez romantel ha leun a elevez[1]. Aktourezed zo a laka o c'hroc'hen da vezañ sklaeroc'h, rak un arouez a c'hlanded eo. Filmoù Bollywood a gaver enno hêrezh sevenadur India mesket gant levezonoù broioù ar C’hornôg. Alies e pad ar filmoù teir eur, ha muoic’h a-wechoù, gant e-leizh a arvestoù enno kanaouennoù ha dañsoù, a zeu bep an amzer da droc’hañ an istor. Kontañ a reont un drajedienn pe ur gomedienn, heuliet gant sonerezh mesket ennañ ar binvioù kozh evel ar sitar hag ar stokellegoù arnevez.

Hiziv an deiz ez eo brudet filmoù Bollywood er bed a-bezh, ha studioioù bras a vez krouet, evel Yash Raj Films. Peurliesañ e vezont arc'hantaet gant tud prevez, met aktourien a zo kroget ivez da sevel o zi-produiñ filmoù, evel Shahrukh Khan, Juhi Chawla pe c'hoazh Ashutosh Gowariker. E 2001 e ao bet tapet holl skouerennoù ar film anvet Chori Chori Chupke Chupke gant poliserien Central Bureau of Investigation, p'o doas merzet e oa bet arc'hantaet ar film gant strailh Mumbai.

Al lod brasañ eus ar filmoù produet en India a zo marc'hadmatoc'h evit ar re produet er Stadoù-Unanet. Da skouer Devdas, ennañ aktourien vrudet evel Aishwarya Rai, Shahrukh Khan, Madhuri Dixit. Ar film kerañ bet produet en India eo, ha koustet eo war-dro 8 milion a euroioù, padal e c'hall filmoù amerikan zo koustañ ouzhpenn 150 milion a euroioù.

Filmoù Bollywood bet brudet er bloavezhioù tremenet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Om Shanti Om gant Farah Khan
Chak De ! India gant Shimit Amin

Dhoom 2
Vivah
Fanaa
Rang De Basanti gant Rakeysh Omprakash Mehra

Black
Bunty Aur Babli gant Shaad Ali Sahgal

Veer-Zaara

Kal Ho Naa Ho

Devdas gant Sanjay Leela Bhansali

Lagaan gant Ashutosh Gowariker
Kabhi Khushi Kabhie Gham gant Karan Johar

  • Re all

2008 : Jaane Tu...Ya Jaane Na ~ Singh is King ~ Race ~ Jannat ~ Jodha Akbar
2007 : Partner ~ Guru ~ Jab We Met
2006 : Krrish ~ Dhoom 2 ~ Omkara ~ Lage Raho Munna Bhai ~ Umrao Jaan ~ Don ~ Kabhi Alvida Naa Kehna
2005 : No Entry ~ Page 3 ~ Paheli ~ Parineeta ~ Sarkar ~ Mangal Pandey
2004 : Dhoom ~ Hum Tum ~ Main Hoon Na ~ Swades
2003 : Koi... mil gaya ~ Munna Bhai M.B.B.S.
2002 : Saathiya ~ Company
2001 : Asoka ~ Dil Chahta Hai
2000 : Kaho Naa... Pyaar Hai ~ Mohabbatein ~ Mission Kashmir
1999 : Hum Dil De Chuke Sanam ~ Taal
1998 : Kuch Kuch Hota Hai
1997 : Dil to Pagal Hai ~ Pardes
1996 : Raja Hindustani
1995 : Dilwale Dulhania Le Jayenge ~ Rangeela

Aktourien hag aktourezed brudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kajol ~ Shahrukh Khan ~ Aishwarya Rai ~Madhuri Dixit ~ Amitabh Bachchan ~ Ajay Devgan ~ Sanjay Dutt ~ Salman Khan ~ Hrithik Roshan ~ Aamir Khan ~ Akshaye Khanna ~ Akshay Kumar ~ Saif Ali Khan ~ Bobby Deol ~ Sunny Deol ~ Esha Deol ~ Jackie Shroff ~ Kareena Kapoor ~ Karisma Kapoor ~ Arjun Rampal ~ Abhishek Bachchan ~ Preity Zinta ~ Rani Mukherjee ~ Anil Kapoor ~ Raj Kapoor ~ Vivek Oberoi ~ Priyanka Chopra ~ Shahid Kapoor ~Lara Dutta ~ Bipasha Basu ~ John Abraham ~ Govinda ~ Diya Mirza ~ Celina Jaitley ~ Sushmita Sen ~ Shilpa Shetty ~ Fardeen Khan ~ Juhi Chawla ~ Vidya Balan ~ Suniel Shetty ~ Dino Morea ~ Amrita Arora ~ Ranbir Kapoor ~ Deepika Padukone

Kanerien (playback)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sripathi Panditharadhyula Balasubrahmanyam ~ Asha Bhosle ~ Geeta Dutt ~ Hemant Kumar ~ Kishore Kumar ~ Lata Mangeshkar ~ Mukesh ~ Udit Narayan ~ Sonu Nigam ~ Mohammed Rafi ~ Kumar Sanu ~ Sukhwinder Singh ~ Alka Yagnik ~ Yesudas ~ Shreya Gosal ~ Alisha Chinoy ~ Sunidhi Chauhan ~ Kavita Krishnamurty ~ Himesh Reshamiya~ Shaan~ Alisha Chinoy

Korollerien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Prabhu Deva ~ Farah Khan ~ Saroj Khan

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Bollywood, la vie rêvée des indiens Pennadoù video ha dielfennadenn.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • La Saga de Bollywood : Le cinéma indien. Gant Dinesh Raheja ha Jitendra Kothari. Embannadurioù Charles Moreau
  • Bollywood Film Studio. Gant Emmanuel Grimaud. Embannet gant CNRS
  • Il était une fois Bollywood. gant Jonathan Torgovnik. Embannet gant Phaidon Press Ltd.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.