Amitabh Bachchan

Eus Wikipedia
Amitabh Bachchan, 2009

Amitabh Bachchan (hindeg: अमिताभ बच्चन; distaget: /əmitaːbʱ bətʃtʃən/) a zo un aktour sinema eus India, ganet e 1942. Moarvat ez eo aktour brudetañ India en XXvet kantved. C'hoariet en deus e-barzh ouzhpenn 150 film.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Amitabh Bachchan a zo bet ganet en Allahabad, en India d'an 11 a viz Here 1942. Ur barzh brudet e oa e dad, Harivansh Rai Bachchan.

Studioù arz ha studioù skiant en deus bet graet. Goude-se en deus graet a bep seurt micherioù. D'e 26 vloaz e stagas gant ar sinema, gant ar film Saat Hindustani, deuet er-maez e 1969. Gant ar filmoù Zanjeer ha Deewaar e teuas da vezañ anavezet, dindan al lesanv "Angry Young Man".

Dimezet eo Amitabh Bachchan gant an aktourez Jaya Bhaduri. Daou a vugale o deus hag unan anezho, Abhishek Bachchan, a zo aktour ivez.

E 1982 e oa bet gwall c'hloazet Amitabh Bachchan, pa oa o treiñ ar film Coolie. Paouez a reas neuze da c'hoari ha kregiñ da labourat evel produktour, gant e gompagnunezh, an ABCL (Amitabh Bachchan Corporation Limited).

E 1984 e oa aet war ar politikerezh, e tu Rajiv Gandhi. Dilennet e oa bet evel kannad gant 68% eus ar votoù. Roet en doa e zilez, tri bloaz diwezhatoc'h, pa oa tamallet dezhañ bezañ bogodet arc'hant. Dilezel a reas ar politikerezh da vat hag un nebeud bloavezhioù goude e teuas d'ar sinema en-dro, met hep ober kalz a verzh.

Dek vloaz dwezhatoc'h e teuas ar brud en-dro, gant an abadenn skinwel Kaun Banega Crorepati (un doare Qui veut gagner des millions ?), a veze kinniget gantañ da gentañ, a-raok na lezfe e blas gant Shahrukh Khan goude. E 1999 e oa bet dilennet superstar ar milved gant ar BBC . E miz Even 2000 e oa bet graet un delwenn dezhañ er mirdi Madame Tussaud e Londrez. Gant ar filmoù Mohabbatein (e 2000) ha Kabhi Khushi Kabhi Gham (La famille indienne e galleg) (e 2001) eo deuet ar vrud vras en-dro, ha goude-se gant Black, gant Sanjay Leela Bhansali (e 2005), ha gant Kabhi Alvida Naa Kehna (KANK) (e 2006.

E filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]