Aishwarya Rai

Eus Wikipedia

Aishwarya Rai

Aishwarya Rai Bachchan
Aishwarya Rai Bachchan

Anv ofisiel Aishwarya Rai
Ganedigezh 1 a viz Du 1973
Mangalore, Karnataka
(India India)
Broadelezh India India
Micher(ioù) Aktourez
Filmoù brudet Taal
Hum Dil De Chuke Sanam
Devdas
Mohabbatein
Jodhaa Akbar
Internet www.aishwarya-rai.com

Aishwarya Rai (ಐಶ್ವರ್ಯಾ ರೈ e touloueg, distaget [ɛʃvərjɑː rɑːj]), anvet ivez Aishwarya Bachchan, zo un aktourez sinema eus India, brudet er bed a-bezh abalamour d’ar filmoù hindi, tamil, bengali ha saoznek eo bet o c’hoari enno.

Ganet eo bet d’ar 1añ a viz Du 1973 e Mangaluru, e stad Karnataka. Brudet eo bet da gentañ dre m’he deus gounezet konkourioù kened (Miss World 1994, pa oa 20 vloaz). Goude-se eo bet poltredet evit brudañ merkoù a bep seurt evel L'Oréal, De Beers (diamantoù) ha Coca-Cola.Hag aet eo da aktourez.

He film kentañ a voe Iruvar (e 1997). Er bloavezh war-lerc’h e teuas da vezañ anavezet e bed ar sinema gant ar film Jeans. Goude ar filmoù kentañ-se, e tamil, e krogas da c’hoari e filmoù hindi, e Bollywood.

Berzh bras a reas ar film Devdas (e 2002), a c’hoarie-hi ennañ, gant aktourien all evel Shahrukh Khan ha Madhuri Dixit. Brudet eo bet ar film-se er-maez eus India, peogwir eo bet diskouezet e Festival Cannes (ar film kentañ en hindi diskouezet er festival-se).

E 2003 e oa bet Aishwary Rai ezel eus ar juri e Festival Cannes. E 2004 e oa bet anvet gant Time Magazine da unan eus ar "100 den pouezusañ er bed". Un delwenn zo bet graet dezhi er mirdi Madame Tussaud e Londrez.

Dimezet eo gant Abhishek Bachchan.

He filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]