Rawalpindi

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Jamia Masjid Road, e Rawalpindi

Rawalpindi (en ourdoueg: راولپنڈی Rāwalpindī) zo ur gêr e Pakistan, e Panjab dres. Kêr-benn ar vro e oa bet etre 1959 ha 1967, da c'hortoz ma vije savet Islamabad, a zo nepell, en norzh da Rawalpindi.

Un 2,3 milion a dud a zo o chom eno (niveradeg 1998) pe un 3 milion bennak a dud (istimadenn 2006).

D'ar 27 Kerzu 2007 e voe drouklazhet Benazir Bhutto eno.