Mont d’an endalc’had

Pandjabeg

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Punjabi)

Ur yezh indez-ariek eo ar pandjabeg (pan̄jābī; ਪੰਜਾਬੀ e gurmukhi, پنجابی e chamukek) komzet gant 90 milion a dud er Panjab, rannet etre India (28 milion) ha Pakistan (61-62 milion).

Kavet e vez panjabegerion dre ar bed a-bezh, gant meur a hini er Rouantelezh Unanet, er Stadoù Unanet hag e Kanada dreist-holl m'emañ ar pemvet yezh muiañ komzet.

Unan eus yezhoù ofisiel India an hini eo.

Skrivet e vez e meur a doare-skrivañ disheñvel hervez al lec'h hag ivez hervez relijion an hini a skriv zoken:

* ar siked ha tud all er Pandjab en India a implij kentoc'h ar skritur gurmukhi;
* an hindoued hag an dud all o chom e Haryana ha Himachal Pradesh a ra a-wechoù gant ar skritur devanagari;
* ar vuzulmiz en India ha Pakistan a implij kentoc'h al lizherenneg arabek anvet skritur chamukek (shahmukhi)



Liammoù diavaez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]