Anaoue

Eus Wikipedia

An anaoue a vez lakaet war un den pa vez sachet, pe taolet warnañ tamalloù ha rebechoù an holl. Komzet e vez alies eus teurel an anaoue war unan bennak.

Relijion[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur ster relijiel zo d'ar ger, hag anv zo pe eus ur c'hinnig, pe eus un aberzhidigezh, evel gant tud Hellaz pe Roma gozh. Adalek mare an Testamant Nevez avat ez eus kaoz eus ur mallozh taolet war ur gelennadurezh pe un den, pa vez disivouderezh pe emzalc'h euzhus hervez an Iliz. Er ster-se eo e vez implijet ar ger hiriv an deiz.

Relijion gatolik[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Kentañ Sened-Iliz Braga, en 561-563, e voe disklêriet anaoue an disivouderien.

Betek Sened-meur Vatikan I ez eus bet diskleriet anaoueoù gant an iliz katolik.

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-touez menegoù an anaoue er skriturioù setu skouerioù :

"Mar klevez en unan eus da gêrioù, en devo an Aotroù ,da Zoue, roet dit da chom enno, (un den) o lavarout : dont a ra paotred, hailhoned, eus du-se, hag e tistroont annezidi ar c'hêrioù en ur lavarout : deomp da servijout doueed all a n'anavezit ket, e ri un enklask, e furchi, e c'houlennati ervat, ha mar d-eo gwirion-rik an dra-se, e reer an euzhusted-se en ho touez, e lazhi annezidi ar gêr-se gant barvenn ar c'hleze, hag ec'h anaouei anezhi, ha kement tra a zo enni, hag he chatal, gant barvenn ar c'hleze ; hag hec'h holl zibourc'hioù a zastumi e kreiz he leurenn, hag e tangwalli ar gêr hag hec'h holl zibourc'hioù a-grenn evit an Aotroù, da Zoue. Hag e vo ur c'harn peurbad ha ne vo ken adsavet. Ha ne stago ez torn netra eus an anaoue, ma tistroio an Aotroù eus gwrez e gonnar, ha ma raio dit truez, ma truezo ouzhit ha ma kresko ac'hanout evel m'en devoa touet d'az tadoù, mar sentez ouzh mouezh an Aotroù, da Zoue, en ur virout e holl c'hourc'hemennoù a gemennan dit hiziv, en ur ober ar reizhder ouzh daoulagad an Aotroù, da Zoue." (Troidigezh gant Per ar Gall ha Job Lec'hvien, An Tour-Tan 1981).

Dont a ra ar ger hebraek eus ur wrizienn (herem) a dalv "lakaat a-gostez", "berzañ ouzh pep implij disakr"[1]

"Pa voe deuet an deiz, ec'h aozas ar Yuzevion ur guzuliadeg oc'h en em ouestlañ dindan anaoue, da chom hep debriñ nag evañ, ken n'o devefe lazhet Paol." (Troidigezh didan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm , 1971

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. "Dictionnaire culturel de la Bible", Cerf/Nathan, 1990, p27