Mont d’an endalc’had

Ajañs Etrebroadel an Energiezh Atomek

Eus Wikipedia
Banniel AEEA

Ajañs Etrebroadel an Energiezh Atomek (AEEA), International Atomic Energy Agency (IAEA) e saozneg, a zo un aozadur etrebroadel emren, e-skeud ar Broadoù Unanet. Un danevell vloaz a vez roet ganti da emvod meur ABU hag ivez kement tro ma vez goulennet gant ar C'huzul Surentez. Savet eo bet e 1957 ha diazezet eo e Vienna, en Aostria. Da bal en deus an aozadur kas war-raok implijoù peoc'hus ha talvoudus an energiezh nukleel ha krennañ war he zuioù dañjerus lakaet e pleustr gant an armeoù.

Priz Nobel ar Peoc'h a zo aet gantañ e 2005.

Yukiya Amano, eus Bro-Japan, eo e brezidant abaoe ar c'hentañ a viz Kerzu 2009.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]