Mont d’an endalc’had

Energiezh nukleel

Eus Wikipedia
Dazgwereder SNAP-8 DR (1968-1969)
0,6-1 MW, trelosk U-Zr, yenaer Na-K
Kalon un dazgwereder derc'hanel
250 kW evit ober skinlunioù
Idaho National Laboratory

Gremm derc'hanel[1], gremm atomel[2], energiezh nukleel[3],[4], a reer eus ar gremm a vez ganet a-emdarzh pe ent-kalvezadel gant an dazgweredoù derc'hanel. Sterioù arall zo d'an termen evelato, evel ar kenderc'hañ gremmoù tredanel, gwrezel ha treloc'hel diwar dazgweredoù derc'hanel, hag o arver peoc'hiek pe vrezelgar ; gant ar bomm "gremm derc'hanel" e vez graet neuze evit komz eus disoc'h un dazgwered koulz hag eus ar ouiziegezh hag ar c'halvezerezh a ro tro da arverañ ar gremm-se a-benn bastañ da ezhommoù mab-den er bed a-vremañ.

E derc'hanoù un nebeud izotopoù eus lod elfennoù kimiek (skinizotopoù) e c'hoarvez an dazgweredoù-se. Skiriadur an uraniom U-235 (235U) eo an hini anavezetañ peogwir ez eo drezañ ez a an darn vuiañ eus an dazgweredoù derc'hanel en-dro ha peogwir ez eo an izotop paotañ war an Douar hag e diabarzh ar stered. Izotopoù arall a c'haller arverañ, evel ar strontiom 90Sr, ar poloniom 210Po, an toriom 232Th pe ar plutoniom 239Pu.

Meur a galvezerezh hag a skiant a implij ar gremm derc'hanel : ar c'henderc'hañ tredan eo an hini muiañ-anavezet, hogen en henoniezh e vez arveret hag er vezekniezh ivez.

Ar skiriadur derc'hanel (torret e vez derc'han atomoù pounner) hag an uniadur derc'hanel (kendeuzet e vez derc'hanoù atomoù skañv) eo ar c'halverezhioù muiañ-arveret evit kenderc'hañ gremm a c'haller implijout. Disheñvel eo an elfennoù hag ar c'halvezerezhioù hervez ma venner kaout dazgweredoù mestroniet, evel pa genderc'her tredan, pe zireol evel ar re a c'hoarvez en armoù derc'hanel.
Un trede doare zo, anvet "ganerioù gwrezel dre skinizotopoù" (GGS)[5], a implijer en daspugnerioù hirbadus a vag ardivinkoù na lonkont ket kalz tredan : dastumet e vez ar wrez a zeu eus digevanidigezh skinizotopoù kent he zreiñ da dredan.

Dindan stumm rannigoù war lusk e vez ar gremm a vez ganet gant an dazgweredoù derc'hanel. Harzet e vez o fiñvoù gant ar metoù, ar pezh a ro gwrez a vez troet e gremm treloc'hus a-drugarez da gefluskerioù dre ezleskiñ evel troellrodoù-dre-vurezh. Tu zo da arverañ ar gremm-se evit kas listri bras war vor pe genderc'hañ tredan er c'hreizennoù derc'hanel.

Perzh dibar ar gremm derc'hanel eo ar feur etre tolz an danvez arveret ha perzhioù uhel ar gremm a vez deveret dioutañ ; uheloc'h eget forzh pe c'hremm arall anavezet eo, petra bennak ma n'eo ket gwall efedus ar c'halvezerezh-se, pa goller etre 86 ha 90% eus ar gremm a vez ganet.

Bras-divent eo ar c'hementad gremm a vez ganet, abalamour da dolz ar rannigoù a implijer hag a dro war-eeun da c'hremm en abeg d'ar feur etre an tolz hag ar gremm evel m'eo bet displeget gant ar fizikour alaman Albert Einstein (1879-1955).

Henri Becquerel

Dazgweredoù derc'hanel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1896 e verzas ar fizikour gall Henri Becquerel (1852-1908) e veze eztaolet skinoù gant lod elfennoù kimiek. Gantañ ha gant fizikourion arall evel Marie Curie (1867-1934) e voe studiet ar skinoù-se, a oa disheñvel diouzh ar skinoù X a oa anavezet dija. Tri doare skinoù a voe termenet, hag anvet α alpha, β beta ha γ gamma diouzh teir lizherenn gentañ al lizherenneg c'hresianek. Buan e verzjont e teue ar skinoù-se eus derc'han an atomoù evel ma oa bet deskrivet e 1911 gant ar fizikour zelandneveziat Ernest Rutherford (1871-1937).

E 1932 e voe prouet bezoud an neutron gant ar fizikour saoz James Chadwick (1891-1974) ; gant an Aostrian Wolfgang Ernst Pauli (1900-1958) e oa bet rakwelet daou vloaz abretoc'h. Raktal goude e verzas an Italian Enrico Fermi (1901-1954) e oa neutronoù eus lod skinoù a vez ec'hodet e-kerzh argerzhioù dibar an digevanidigezh.
A-hed ar bloavezhioù 1930 e voe E. Fermi hag e skipailh o skinata tremen 60 elfenn gimiek gant neutronoù, ha dre an uraniom-235 e voe kenderc'het derc'hanoù bariom, evel ma voe diskouezet en Alamagn gant Lise Meitner (1878-1968), Otto Hahn (1879-1968) ha Fritz Strassmann (1902-1980) – ar skiriadur derc'hanel kentañ bet graet biskoazh gant mab-den a oa c'hoarvezet e labourva Enrico Fermi eta.
Da heul kavadenn E. Fermi e verzas ar Gall Jean Frédéric Joliot-Curie (1900-1958) e oa bet ganet neutronoù ouzhpenn ar bariom, ar pezh a roe tro da aozañ dazgweredoù ristennek, da lavaret eo dazgweredoù o tegas reoù arall.
Gant W. E. Pauli adarre e oa bet rakwelet an neutrino e 1930, a voe arsellet e 1956 gant an Amerikan Clyde Cowan (1919-1974) hag e skipailh ; dre an neutrino e c'halled displegañ ar skinoù β.

Skiriadur derc'hanel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
A gleiz da zehoù :
R. Oppenheimer, E. Fermi, E. Lawrence

"Skiriadur derc'hanel" a reer eus un dazgwered a c'hoarvez e derc'hanoù an atomoù pa vez rannet un derc'han pounner e reoù bihanoc'h ; neutronennoù dizalc'h, foton (skinoù γ peurliesañ), rannigoù α (derc'hanoù heliom) ha β (elektron ha pozitron uhel ar gremm enno) a vez kenderc'het ivez.

Adalek miz Ebrel 1939 hag a-hed an Eil brezel-bed e tiorroas Alamagn un raktres gremm derc'hanel anvet Uranprojekt e-sell da genderc'hañ armoù derc'hanel.

D'an 2 a viz Kerzu 1942 e voe kentradet kentañ dazgwereder derc'hanel Istor mab-den, ar Chicago Pile-1 (CP-1), e Skol-veur Chicago ; ur rann eus ar raktres Manhattan Project renet gant Robert Oppenheimer (1904-1967) e oa. Ne oa ket CP-1 an dazgwereder kentañ en Istor ar bed avat : unan naturel a oa en Oklo e Gabon daou vilion a vloavezhioù zo[6].
E stern an hevelep raktres e voe savet un dazgwereder kalz brasoc'h en Hanford Site e Stad Washington evit kenderc'hañ plutoniom hag arfonnañ uraniom, da lavaret eo kreskiñ an niver a izotopoù a c'haller skiriañ[7].

D'ar 16 a viz Gouhere 1945 e voe lakaet ar vombezenn derc'hanel gentañ da darzhañ e gouelec'h Alamogordo (New Mexico) ; kevatal da 19 kt trinitrotoluen (T. N. T. C7H5N3O6) e voe galloud an darzhadenn. Da heul an taol-arnod-se e voe fardet div vombezenn arall, unan anvet Little Boy ("Paotrig", 16 kt TNT) diwar uraniom arfonnet[8] a voe bannet war Hiroshima d'ar 6 a viz Eost 1945 hag unan arall anvet Fat Man ("Gwaz Tev", 22 kt TNT) diwar blutoniom a voe bannet war Nagasaki d'an 9 a viz Eost 1945. Da heul an div vannadenn-se e voe echuet an Eil brezel-bed gant daskor Japan.
Diouzh o zu, an Alamaned ne zeujont ket a-benn da beurechuiñ o raktres kent daskor Alamagn d'an 8 a viz Mae 1945.

Diwezhatoc'h e voe sevenet raktresoù derc'hanel gant U. R. S. S., a vannas he bombezenn gantañ d'an 29 a viz Eost 1949, gant ar Rouantelezh-Unanet (3 a viz Here 1952) ha Bro-C'hall (13 a viz C'hwevrer 1960). Adal neuze e voe kevezerezh etre an daou vloc'had bet ganet diwar ar brezel, hini ar Reter ha hini ar C'hornôg ; dizale e voe pep hini anezho e-tailh da zistruj egile meur a wech.

Ken abred hag e-kerzh ar bloavezhioù 1940 e oa bet kinniget gant an amiral amerikan Hyman G. Rickover (1900-1986) fardañ dazgweredoù derc'hanel a-benn kenderc'hañ tredan evit treloc'hañ al listri-spluj a yae en-dro dre c'hazeoul, un trelosk kondon. E 1953 e voe savet an dazgwereder kentañ, ha d'ar 17 a viz Genver 1955 e voe loc'het al lestr-spluj nukleel kentañ, an USS Nautilis / SSN-571[9].
Adal neuze e voe arveret ar gremm derc'hanel evit loc'hañ listri bras, koulz re vrezel (listri-spluj, dougerioù-nijerezioù) ha re drevourel evel sammlistri ha skorndorrerioù : galloudus eo ar c'hefluskerioù derc'hanel, bihanoc'h int eget ar re dre enleskiñ, n'eus ket ezhomm da lestrañ tonennadoù a drelosk, ha pelloc'h e kasont hep ma vefe ret o boueta en-dro.

Diwar skouer ar c'hefluskerioù-se e voe fardet reoù arall a-benn kenderc'hañ tredan ; ar c'hemmoù nemeto a voe degaset eo ar reolennoù surentez, ur c'hresk er galloud hag en efedusted, hag arver an teknologiezhioù nevesañ.

Etre 1950 ha 1960, e Kanada, e voe ijinet un doare nevez da fardañ dazgweredoù derc'hanel : e-lec'h mont en-dro dre uraniom arfonnet ha dour H2O evit gorrekaat an dazgwered ez arveront uraniom naturel ha dour pounner D2O (pe : 2H2O) – un izotop eus an hidrogen eo an deuteriom 21D, a c'haller envel "hidrogen-2" ha notenniñ H-2 ivez.
Lod dazgwerederioù da genderchañ tredan a zo gorrekaet gant karbon pe haloù teuz (bariom pe veriliom peurliesañ). Gant hevelep dazgwerederioù e voe kefluskeriet ar bombezer nukleel kentañ e 1954 ; dilezet eo bet ar c'halvezerezh-se da heul diorroadur ar fuc'helloù gerc'hellañ etrekevandirel (FKE, ICBM e saozneg evit InterContinental Ballistic Missile). Stadoù zo, Bro-C'hall hag Italia en o zouez, a zibabas ijinañ o doare dezho da sevel dazgweredoù derc'hanel a-benn kenderc'hañ tredan.

E 1946 e voe savet Clementine e Los Alamos, an dazgwereder kentañ oc'h averañ neutronoù prim, diwar blutoniom, ha bevargant da yenaer. E 1951 e voe implijet ar c'halvezerezh-se da fardañ tredan, hag e 1996 e teuas Superphenix, un dazgwereder prim 1 200 MWe a c'halloud[10]. Skinizotopoù ar plutoniom, an toriom hag an uraniom eo an trelosk, pa ne c'hallont ket bout skiriet gant neutronoù gwrezel, a zo re c'horrek.
E deroù ar bloavezhioù 1950 e kinnigas an Amerikan Ernest O. Lawrence (1901-1958) ober gant toriom hepken ha neutronoù diavaez evit fardañ un doare dazgwereder nevez, a reer dazgwerederioù iseizik anezho : e-lec'h mont en-dro dre un dazgwered ristennek ez arveront ur c'hwimmer rannigoù evit kenderc'hañ neutronoù. E 1993 e voe ijinet gant an Italian Carlo Rubbia (bet ganet e 1934) ober gant ur c'hwimmer protonoù.
ADS a reer e saozneg eus hevelep dazgwerederioù, evit Accelerator Driven System, a vefe "Reizhiad Sturiet dre C'hwimmer" e brezhoneg.

Spletoù
Greanti addanzen La Hague

Splet pennañ ar skiriadur derc'hanel eo na ober gant treloskoù kondon, ha neuze na ec'hodiñ aezhennoù gwered brouti, ar pezh a zo pouezus e-kenver komenad Kyōto a redi ar Stadoù da baeañ un taos dre donennad CO2 ec'hodet en aergelc'h an Douar. Ouzhpenn-se e c'han kementadoù bras a c'hremm diwar nebeut a drelosk, ha trawalc'h a drelosk nukleel zo evit bastañ d'an ezhommoù e-pad ar c'hantved da zont.

Displetoù

Kevret gant kementadoù bras a c'hremm e kenderc'h ar skiriadur derc'hanel dilerc'hioù skinoberiant a ranker etrepaouezañ e lec'hioù digenvez hag evezhiet e-pad pell.
Tu zo ivez da addanzen an dilerc'hioù a-benn adtapout an uraniom hag ar plutoniom a zo chomet enno, evel ma vez graet abaoe 1966 e greanti addanzen La Hague (Bro-C'hall).
Ec'hodadoù ameeun a c'hoarvez e-kerzh ar sevel kreizennoù derc'hanel, ar fardañ trelosk hag ar merañ an dilerc'hioù. Arvarus-kenañ eo an ec'hodadoù-se, a c'hall saotrañ an endro ha degas kleñvedoù marvus er boudoù bev.
Kantvedadoù zo rekis evit ma tigenaozfe an dilerc'hioù – kuriom, neptuniom, amerikiom hag arall ; ret eo neuze o gwareziñ a-hed an amzer evit mirout outo ag ober droug pe zroug. Ouzhpenn-se e c'hallfe an dilerc'hioù-se bout laeret ha servijout da sevel armoù nukleel.

Uniadur derc'hanel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Klorennad deuteriom ha tritiom
evit un dazgwereder dre uniadur en NIF

"Uniadur derc'hanel" a reer eus an argerzh fizikel ma kendeuzer meur a zerc'han atomel damheñvel o zolz (an niver a neutron hag a broton enno) a-benn kenaozañ un derc'han pounneroc'h. Kementadoù bras-divent a c'hremm a vez dilaosket ha lonket war an dro en argerzh-se, ma tro an danvez da blasma.
Dilaosket e vez gremm pa vez uniet daou zerc'han a zo skañvoc'h eget an houarn 5626Fe — en elfenn-mañ hag en nikel 5928Ni emañ ar muiañ a c'hremm kevanstagañ a vez endalc'het en un derc'han ; lonket e vez gremm pa vez uniet derc'hanoù pounneroc'h eget an houarn.

E 1940, e stern ar Manhattan Project, e voe studiet an uniadur derc'hanel evit fardañ bombezenno ; daou vloaz war-lerc'h e voe studiet perzh ar skiriadur evel trelosker an uniadur, ar pezh a lieskementje galloud ar vombezenn dre viliadoù. Dilezet e voe ar studiadennoù-se goude an Eil brezel-bed, betek ma lakaas U. R. S. S. he bombezenn gentañ da darzhañ e 1949.
Da heul an darzhadenn-se e tivizas ar Stadoù-Unanet adkregiñ gant ar studiadennoù, ha d'ar 1añ a viz Du 1952 e tarzhas Mike, gant ur galloud a 10,4 Mt – da lavaret eo 472 gwech ar galloud a zistrujas Nagasaki seizh vloaz kentoc'h.

Dav e voe gortoz betek 1957 evit ma vefed gouest da vestroniañ galloud an uniadur, da heul enklaskoù ar Saoz John D. Lawson (1923-2008) a embannas e vennozhioù evit fardañ dazgweredoù derc'hanel dre uniadur, Dezverk Lawson[11], ma kinnig an amplegadoù a zouester, gwrezverk hag amzer a zo rekis evit ma talc'hfe uniadur derc'hanoù hidrogen. E 1946 avat e oa bet breouet an dazgwereder gwrezderc'hanel kentañ gant ar Rouantelezh-Unanet[12].
E 1951 e voe loc'het pep a raktres uniadur derc'hanel gant ar Stadoù-Unanet ha gant U. R. S. S., a c'hounezas ar redadeg pa zeuas a-benn da delc'her un dazgwered gwrezderc'hanel stabil e 1968.
Diouzh tro-vat Soviediz eo deveret ar raktres etrebroadel International Thermonuclear Experimental Reactor (ITER) a zo o ren bremañ c'hoazh e lec'hienn Cadarache e kumun Sant Pau de Durança (Bouches-du-Rhône, Bro-C'hall) ; pal ITER eo gwellaat arc'hwel ar c'hreizennoù derc'hanel ha kenderc'hañ nebeutoc'h a zilerc'hioù[13],[14].

E 1962 e voe kinniget un doare arall da seveniñ an uniadur, dre arverañ laseroù evit ma 'z enbloskfe kloerennadoùigoù derc'hanoù hidrogen. Ret e voe gortoz ar bloavezhioù 1970 avat evit ma vije fardet laseroù galloudus a-walc'h. Abaoe m'eo bet berzet ober taolioù-arnod nukleel en aergelc'h an Douar ez eus bet roet arc'hant d'ar soudarded evit ma vije kendalc'het gant ar studioù.
E 2010 e voe graet an arnodennoù kentañ en National Ignition Facility (NIF) amerikan, hag en hevelep bloavezh e voe echuet sevel al Laser MégaJoule (LMJ) e Bro-C'hall. Ne c'hortozer ket gwall galz a c'hounez gremmel diwar an daou raktres avat, setu e vo ret hep mar sevel raktresoù arall a-benn fardañ dazgweredoù derc'hanel dre laser a c'hallje bout korvoet en un doare kenwerzhel.

Reizhiadoù derc'hanel arall

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
GSS / RTG ar sonterez egor Cassini (1997)

Abaoe 1800 hag ijinadenn an daspugner kimiek gant Alessandro Volta (1745-1827) e c'haller ober gant ganerioù tredan a zo bihan ha hezoug. Da heul enklaskoù dizehan ez eus bet krouet daspugnerioù bihanoc'h-bihanañ ha galloudusoc'h-galloudusañ a bad pelloc'h-pellañ hag a zo bastus evit ezhommoù ar pemdez. En XXvet kantved avat ez eus bet ganet ezhommoù nevez, en abeg d'an ijinerezh egorel pergen : rekis eo ober gant reizhiadoù padus, gremmarboellus ha didrezalc'h.
Meur a ziskoulm zo bet kavet, evel ar panelloù heoldredan hag ar podoù trelosk, hogen a-feur ma kreskas an ezhommoù e kreskas an niver a gudennoù da zirouestlañ : didalvoud eo ar panelloù heoldredan pa ne vez ket gouloù an Heol o skeiñ warno, da skouer. Neuze e voe klasket ha gallout a rajed ober gant ar gremm derc'hanel er raktresoù egorel.

GSS ar sonterez New Horizons
(e du)

E kreiz ar bloavezhioù 1950, er Stadoù-Unanet, e voe klasket ober gantañ en egor ; da neuze e voe savet ar ganerioù gwrezel dre skinizotopoù (GGS / RTG) kentañ, a gaved talvoudus koulz evit an egorlistri hag an enklaskoù derc'hanel war an Douar. Dre an digevanidigezhioù α ha β e reer en hevelep dazgweredoù : troet e vez gremm fiñvel ar rannigoù e gwrez, a dreuzfurmer e tredan. Ar poloniom-210, ar plutoniom-238, an amerikiom-241 hag ar c'huriom-244 eo ar skinizotopoù arveret an aliesañ a-douez an tregont a c'haller implijout. Betek 40% e sav efedusted an doare ober, ha dek mil gwech muioc'h a dredan a c'haller derc'hel en daspugnerioù-se eget er re a veze implijet betek-henn.
E 1959 e voe diskouezet ar GSS kentañ, e 1961 e voe bannet unan 2,7 W en egor e bourzh ul loarell vilourel a voe maget pemzek bloavezh-pad. Hevelep ganerioù a voe arveret er raktresoù Pioneer (1958-1978), Voyager (adalek 1977)[15], Galileo (1989-2003), Ulysses (1990-2009) a-douez reoù arall. Ur GSS zo war bourzh ar sonterez egor New Horizons a voe bannet e 2006 a-benn tizhout Ploudon e 2015.
En tu arall da bourchas tredan e c'hall ar generioù-se ober gant o gwrez evit mirout ouzh al listri a skornañ pa vezont pell diouzh an Heol, evel en egor etresteredel pe e pennaheloù al Loar.

E 1966 e voe staliet ar GSS douarel kentañ war un enezenn didud anvet Fairway Rock, e strizh-mor Bering a-vaez da Alaska ; gantañ e voe maget tour-tan an enezenn betek 1995. Kalz tourioù-tan zo bet maget evel-se, war-dro pennahelioù an Douar pergen, en o-zouez tremen 1 000 war tiriad Soviediz.

War dachenn ar vezegiezh ez arverer hevelep ganerioù en fraouerioù kalon a sikour gant mont en-dro ar c'halonoù klañv. Betek ar bloavezhioù 1960 e veze graet gant daspugnerioù Hg-Zn a bade tri bloavezh ; en dekvloazhiad da heul e veze implijet reoù litiom a bade dek vloaz, ar pezh a voe kavet bastus gant ar vezeien, petra bennak ma oa ret o erlerc'hiañ meur a wech. Adalek kreiz ar bloavezhioù 1980 e voe degaset daspugnerioù derc'hanel a c'haller ensteudañ e korf un den yaouank da badout a-hed e vuhez – met hiziv an deiz ez eus c'hoazh tud o vevañ a-drugarez da zaspugnerioù litiom.

Pennaennoù fizikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Hanterhoali[16] an derc'hanoù anavezet

Ledenn : niver a broton (Z)
Hedenn : niver a neutron (N)
E ruz emañ an izotopoù stabil

Atomoù hag izotopoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sir James Chadwick, pa diskulias bezoud an neutron e 1932, e voe tad ar fizik derc'hanel a-vremañ. Da heul diskuliadur ar skiriadur derc'hanel e 1938 e kinnigas ar fizikour dan Niels Bohr (1885-1962) ur patrom nevez evit an atom : un derc'han en e greiz, savet diwar nukleon, da lavaret eo neutron neptu (i.e. divec'h a dredan) ha proton muivec'hiet (i.e. bec'hiet a dredan muiel +) a ya da ober an darn vrasañ eus tolz an atom, ha lies gwiskadoù elektron leivec'hiet (i.e. bec'hiet a dredan leiel ) ha didolz o treiñ tro-dro d'an derc'han.
En urzh an ångström (10−10 m) eo ment an atomoù, da lavaret eo kant mil gwech brasoc'h eget hini an derc'han (10−15 m).
Kevatal da hini ar proton eo an niver ag elektron en un atom neptu, da lavaret eo hep bec'hiad tredanel : bec'hiad muiel pep protonenn zo nullet gant bec'hiad leiel un elektronenn. Dre al lizherenn Z e verker niver atomek an atom, da lavaret an niver a broton a zo en derc'han ; dre N e verker an niver a neutron, a c'hall kemmañ en un elfenn gimiek. Pa vez Z izel e toug N da vout kevatal d'an niver a broton ; pa gresk Z ez eus ezhomm a vuioc"h a neutron evit ma chomfe stabil an derc'han : "izotopoù" an elfenn-mañ-elfenn a reer eus an atomoù-se, a zo pounneroc'h en abeg d'an neutron ouzhpenn a zo en o derc'han.
Da skouer, pevar izotop eus an neptuniom N = 93Z = 144Np zo :

Izotopoù stabilañ an neptuniom
Izotop % en natur N ha Z Hanter-vuhez Digevanidigezh

235Np

kevanaozet

N = 235, Z = 144

396,1 devezh

α → 231Pa
ε235U

236Np

kevanaozet

N = 236, Z = 144

1,54x105 bloavezh

ε → 236U
β-236Pu
α → 232Pa
237Np louc'h N= 237, Z= 144 2,144x106 bloavezh SD & α → 233Pa
239Np louc'h N = 239, Z = 144 2,356 devezh β-239Pu

Ar sammad A = N + Z eo tolz atomek an elfenn-mañ-elfenn, a vuzulier en u, 1 u o vout dre genemglev etrebroadel 1/12 eus tolz un atom karbon-12 stabil ; 237,048 u eo tolz atomek 93144Np (93 + 144 = 237).
Anvet e vez un izotop dre arouez an elfenn, e dolz atomek el laez dirazañ, e niver atomek en traoñ dirazañ : 23892U evit an uraniom-238.

Derc'han un atom

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kevatal da 1 u eo tolz pep neutronenn ha pep protonenn a ya da sevel dec'han un atom ; muiel (+) eo bec'hiad tredanel pep protonenn, null eo hini pep neutronenn.
Distabil e vije an holl atomoù mar bijent dindan beli an dredanwarellouriezh hag ar c'herc'hellerezh hepken, a zo daou c'hremm a-douez ar pevar etrewered diazez, rak pellaat a raje ar rannigoù kevatal o bec'hiad ha dre-se e tistrujjent an derc'han – ne voe mui danvez ebet en Hollved neuze. Peogwir ez eus danvez en hollved ez eo ret e vije un trede gremm, a anver "etrewered derc'hanel kreñv" (EDK), o liammañ proton ha neutron en derc'han. "Etrewered derc'hanel kreñv dilerc'h" (EDKD) eo anv gwirion an nerzh-se, n'eus anezhañ nemet un dilerc'h eus an etrewered derc'hanel kreñv a liamm kwarkoù etrezo da stummañ proton ha neutron.
Desachus-kenañ eo an EDKD etre ar proton hag an neutron, ar pezh a zo kreñvoc'h eget an nerzh tredanwarellek a glask pellaat pep protonenn diouzh ar re arall : en abeg da gement-se ez eus eus an derc'hanoù.

N'eo ket tolz an derc'han kevatal ez-resis da N + Z avat. Evel ma voe anataet gant Albert Einstein, un diforc'h e tolz an derc'han eo ar gremm a liamm an nukleon etrezo, ar gremm-se o vout kavet dre an atalad E = m.c² m'emañ E ar gremm, m an tolz ha c tizh ar gouloù er goullo (299 792 458 m/s) ; dre bouezañ an atomoù hag an elfennoù a ya d'o sevel e c'haller termeniñ ar gremm keitad a zalc'h an elfennoù-se etrezo.

Dasparzh tolz an elfennoù
kenderc'het dre skiriañ 235U

A-c'houde dizoloadur an neutron e voe E. Fermi o skinata meur a zerc'han diforc'h gant ar rannigoù nevez-se ; merzout a reas neuze e voe lonket lod neutronennoù izel ar gremm enno en ur ec'hodiñ foton, a zo rannigoù a zoug kement skin a zo er skalfad tredanwarellek evel ar gouloù, ar skinoù X, γ, danruz, dreistmouk, hag all. A-benn gwiriañ an anadenn-se e reas taolioù-arnod gant kement elfenn gimiek a oa anavezet ha renablet e rummadur trovezhiek an elfennoù ; elfennoù skinoberiek nevez a gavas (ar plutoniom hag an neptuniom), hogen kemmañ a reas an disoc'hoù pa labouras gant uraniom. Gant Lise Meitner hag he c'henseurted e voe kinniget un displegadenn : en ur zegerc'hat an neutron en em ranne derc'han an atom uraniom 23592U e div elfenn arall, tolz pep hini anezho o vout tost da hanter hini an uraniom. Bariom 13856Ba a voe kavet evit gwir. Diwezhatoc'h e voe prouet ne c'hoarveze ket ar skiriadur-se gant izotopoù all an uraniom, ha diwezhatoc'h c'hoazh e voe diskouezet e c'hall ar skiriadur kenderc'hañ meur ag elfenn diforc'h, an dasparzh anezho o vout damheñvel ouzh daou dort ur c'hañval.

Skiriadur : un neutronenn c'horrek a dorr 235U evit reiñ an izotopoù 92Kr, 141Ba ha 3 neutronenn

Pa vez skiriet un derc'han uraniom-235 e c'haner daou zerc'han skañvoc'h hag etre div ha teir neutronenn uhel ar gremm enno dre o zizh. En abeg da bouez an U-235 ne c'hall an atalad N = Z bout gwiriet nemet mard eus un ec'hodadenn neutronennoù ouzhpenn (amañ : 92 + 141 + 2 = 235). Diwar ar re a neutronennoù ez eo distabil kenderc'hadoù ar skiriadur ; dre skinoberiegezh e teuont a-benn da stabilaat, pa zigevan an neutronennoù re en ur ec'hodiñ skinoù β peurliesañ.
Tremen 80 kenderc'had diforc'h a c'hall bout ganet diwar skiriadur an uraniom-235 ; digevanañ a ra ar c'henderc'hadoù-se d'o zro en ur stummañ ristennadoù digevanañ, ha war-dro 200 elfenn a c'hall bout bet ganet e dibenn an dazgwered.

War-dro 200 MeV eo ar gremm a vez ec'hodet e skiriadur pep derc'han U-235. War-dro 1 g uraniom zo e pep kilogramm kailh. War-dro 0,7% eus an uraniom-se zo U-235, setu e vez 1,8 x 1019 ag atomoù U-235 e pep kilogramm kailh. Mar bije skiriet an holl atomoù-se e vije ec'hodet 3,6 x 1021 MeV dre c'hramm, da lavaret eo 0,6 x 109 Joul/g (1 J = 6,24 x 1018 eV), da geñveriañ gant ar 4 x 107 J a zo en ur c'hilogramm glaou eus an dibab – bez' ez eus neuze en 1 kg kailh uraniom kement a c'hremm hag e 10 tonennad antrakit.

En dazgweredoù ristennek – neutronennoù kenderc'het o skiriañ d'o zro – e vez re vras tizh an neutronennoù ec'hodet evit ma c'hallfer o arverañ, setu e ranker o gorrekaat betek an tizh rekis, ar pezh a vez gret dre lakaat atomoù skañv evel an hidrogen 10H, ar c'harbon 66C pe al litiom 34Li en-dro d'an uraniom ; "elfennoù gorrekaer" a reer eus an elfennoù-se neuze.

Atomoù pounner all a c'haller skiriañ dre neutron gorrek (i.e. izel ar gremm enno), evel 233U pe 239Pu. Lod atomoù pounner all a c'haller skririañ dre o skinata gant neutron herrek (i.e. uhel ar gremm enno), evel 238U, a zo 140 gwech paotoc'h eget U-235, pe 232Th, a zo 400 gwech paotoc'h eget U-235.

E-lec'h skinata an derc'hanoù gant neutron a-benn o skiriañ e c'haller ober gant proton, rannigoù α pe c'hoazh gant deuteron, da lavaret eo derc'hanoù deuteriom 2H.

Uniadur derc'hanoù 2H ha 3H
a ro 4H hag un neutronenn

A-wechom e c'hoarvez ar skiriadur en un doare naturel e krestenenn an Douar, met un anadenn kevanaozet penn-da-benn gant mab-den eo an uniadur. Spletusoc'h eget ar skiriadur eo an uniadur e meur a geñver : puilh hag aes da gavout eo an trelosk, skañv ha padus eo ar c'henderc'hadoù.

Dre skiriadur e vez rannet derc'hanoù pounner e reoù skañvoc'h, dre uniadur e vez kendeuzet derc'hanoù skañv a-benn kaout unan pounneroc'h, ha neutron ouzhpenn.
Uniet e voe derc'hanoù kent peurgompren argerzh ha dezverkoù rekis an dazgwered, trawalc'h e veze ober gant gwaskoù ha gwrezverkoù uhel-kenañ dre implijout ur vombezenn derc'hanel dre skiriadur. Adal 1957 hepken, pa voe embannet dezverkoù John D. Lawson, e teuas ar c'hoari da vout splannoc'h-splannañ.

Er stered e c'hoarvez an uniadur gant meur ag elfenn kimiek, hogen war an Douar ez eo aesoc'h ober gant an hidrogen abalamour ma 'z eus tri izotop anezhañ : an elfenn voutin 11H, an deuteriom 21H hag an tritiom 31H, ha peogwir e rank an nerzh-pellaat a zo en derc'hanoù mont da get : seul wanoc'h ar bec'hiad tredanel, seul wanoc'h ivez e vo an nerzh-se. Ouzhpenn-se, seul vuioc'h a neutron a vo en derc'han, seul bounneroc'h e vo an derc'han a vo kenderc'het ha seul vrasoc'h e vo ar c'hementad gremm a vo ec'hodet.

An dazgwered spletusañ eo uniadur an deuteriom hag an tritiom :

Ec'hodet e vez 17,6 MeV a c'hremm dre uniadur, da lavaret eo muioc'h eget forzh pe gediadenn arall gant izotopoù hidrogen, ha war-dro seizh gwech muioc'h eget ar c'hementad a vez paket diwar skiriadur 1 g uraniom-235 ha mil gwech muioc'h eget diwar an uraniom naturel. Ouzhpenn-se e vez gounezet un neutronenn n a c'hallo servijout da genderc'hañ trelosk arall evit uniadurioù arall dre al litiom, da skouer.

Evit ma vije nullet an nerzh-pellat a-benn o uniañ ez eo rekis e tizhfe an derc'hanoù ur gremm fiñvek par da 10 keV[17]. Evit kaout ar gremm-se e tommer an derc'hanoù betek gwrezverk ar stered, a zo war-dro 108K, an tommder-se o lakaat an derc'hanoù da fiñval ha neuze da zastum gremm. Rekis eo ivez kaout trawalc'h a zerc'hanoù gant trawalc'h a c'hremm fiñvel enno e-pad berr amzer.

Digevanidigezh α

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Digevanidigezh α

Un doare skiriadur emdarzh eo an dazgwered-se, ma ec'hod un derc'han pounner ur rannig α enni ur gremm kevatal da 5MeV. Un derc'han heliom zo eus ur rannig α, ennañ div brotonenn ha div neutronenn. En ur ec'hodiñ ur rannig α e kemm an derc'han pounner a zo o tigevanañ ; setu amañ unan eus an dazgweredoù paotañ :

Kemmet eo bet an atom uraniom-238 e toriom-234.

E 1928 e kinnigas ar fizikour ukrainat Georgyi Gamov (1904-1968) un displegadenn da ec'hoadenn ur rannig α : evitañ e oa anezhi dija en derc'han, distag diouzh an nukleon arall, en ur sank barr[18], ha dont a ra a-benn da achap dre wered riboul[19] gant un tizh par da 5% eus hini ar gouloù (da lavaret eo war-dro 15 000 km/s).

Digevanidigezh β

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Digevanidigezh β

Daou zoare digevanidigezh β zo, unan muiel βhag unan leiel β+ :
• en doare β e tro un neutronenn n0 da brotonenn p+ en ur ec'hodañ un elektronenn e hag ur c'hourzhneutronenn [20] :

• en doare β+ e tro ur brotonenn da neutronenn en ur ec'hodiñ ur bozitronenn e+ hag un neutrino  :

An dazgwered-se n'eo ket emdarzh, ret eo degas gremm evit ma c'hoarvezfe.

Kemmañ a ra an elfenn gimiek a c'houzañv an digevanidigezh β. Da skouer, kemmañ a ra ar c'heziom 137Cs en ur ec'hodiñ un elektronennn ur brotonenn hag un neutrino :

E 1934 e teuas Enrico Fermi a-benn da sevel ur patrom a zo reizh e-keñver anadennoniezh an digevanidigezh β.

Muzuliañ ar skinoberiegeh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar becquerel Bq eo unanenn ar skinoberiegezh[21].
Merkañ a ra oberiegezh ur c'hementad danvez skinoberiek ma tigevan 1 derc'han bep eilenn, neuze 1 Bd = 1 s−1.

Kalvezerezh derc'hanel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Arver milourel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da fardañ armoù ha da gas karbedoù e vez implijet ar gremm derc'hanel gant lod armeoù.

Un arm a reer eus kement benveg a dalvez da dagañ pe d'en em zifenn dre spontañ, dre c'hloazañ pe lazhañ[22]. Daou zoare armoù derc'hanel zo reizh e-keñver an termenadur-se :

  • ar re a ra gant ar gremm derc'hanel end-eeun evit tagañ pe en em zifenn, da lavaret eo ar bloskuzennoù dre skiriadur pe dre uniadur ;
  • ar re a zo erlusket gant ar gremm derc'hanel, ha pa rafent gantañ pe get evit lakaat bloskuzennoù da darzhañ.

En doare kentañ e lakaer ar bombezennoù hag ar fuc'helloù a-douez reoù all, en eil e lakaer al listri-brezel hag an aerlistri-brezel a zo kaset de c'hremm derc'hanel.

Bombezennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An daou zoare da fardañ
ur vombezenn dre skiriadur

Koulz ar skiriadur hag an uniadur a vez implijet da fardañ bombezennoù nukleel, a-drugarez da zazgweredoù derc'hanel ristennek direol.

Bombezennoù dre skiriadur

D'ar 16 a viz Gouhere 1945 e tarzhas Trinity, ar c'hentañ bombezenn dre skiriadur bet fardet gant mab-den, e dezerzh Alamogordo er Stadoù-Unanet.

Uraniom dreistarfonnet (tremen 90% eus U-235 ennañ) pe blutoniom a vez arveret da fardañ hevelep bombezennoù dre un dazgwered ristennek direol ; div vombezenn hepken zo bet implijet da dagañ, en Hiroshima ha Nagasaki e dibenn an Eil brezel-bed.

Ret eo ober gant ur c'hementad ag uraniom a zo dreist an tolz eizik, da lavaret eo ar c'hementad rekis a drelosk a loc'ho an dazgwered ristennek ; mar bije arfonnet an elfenn da 100% e vije rekis neuze ober gant 52 kg 235U pe 10 kg 239Pu. Loc'het e vez an dazgwered dre rannañ an trelosk e meur a lodenn iseizik o zolz, a unier a-drugarez d'ur vloskuzenn gimiek klasel a-benn ma vije distremenet an tolz eizik.

Div gudenn a ranker diskoulmañ kent fardañ ur vombezenn dre skiriadur :

  • genel ur c'hementad bastus eus an trelosk a vo arveret, ha pa vefe uraniom arfonnet pe blutoniom glan ;
  • sevel un ardivink ma ne vo ket distrujet an trelosk gant an darzhadenn gentañ kent tizhout an tolz eizik.

Etre 500 kt TNT hag 1 t TNT eo galloud ar bombezennoù derc'hanel dre skiriadur a ouzer fardañ.

Bombezennoù dre uniadur
Ergrafañ Teller-Ulam
1 Ferennoù bloskus-kenañ - 2 U-238 - 3 Goullo - 4 Aezh tritiom - 5 Spoum polistiren - 6 U-238 - 7 Litiom-6 (trelosk) - 8 Plutoniom (loskadur) - 9 Endalc'her disvannus da adkas ar skinoù X war-du ar benveg uniañ

Goude ar vombezenn dre skiriadur gentañ a voe fardet gant U. R. S. S. e 1949 e voe krouet un eil rummad bombezennoù derc'hanel a rae gant an uniadur, anvet "bombezennoù gwrezderc'hanel", "bombezennoù hidrogen" pe c'hoazh "bombezennoù H".
Biskoazh n'int bet arveret e brezel pe vrezel.

Bez' e c'hall ur vombezenn dre uniadur bout miliadoù a wechoù galloudusoc'h eget unan dre skiriadur – ent-damkanel, n'eus harz ebet d'he galloud ; tremen 50 Mt e oa hini ar vombezenn anvet Tsar a voe lakaet da darzhañ gant Soviediz d'an 30 a viz Here 1961 e Novaya Zemlya – biken ne voe ur vombezenn c'halloudusoc'h.

Diwar ergrafañ Teller-Ulam, anvet ivet "kevrin ar vombezenn H", e farder bombezennoù dre uniadur dre zisrannañ div darzhadenn e daou brantad.
En ur vombezenn H ez eus unan dre skiriadur a c'han ar gwask hag ar gwrezverk a zo rekis evit loc'hañ uniadur an derc'hanoù hidrogen. Gant tarzhadenn ar vombezenn gentañ-se e vez ec'hodet ar c'henderc'hadoù skinoberiek nemeto a vez ganet diwar ar bombezennoù H – alese al lesanv "bombezenn dilastez" a zo bet roet dezho a-wechoù.

Ar bombezennoù dre uniadur "dilastezañ" eo ar re dre neutron, pe : "bombezennoù N", ma vez bihan ar vombrezenn gentañ.
Er bombezennoù-se ez a neutron da ober ar pep brasañ eus ar gremm a vez dilaosket, ar pezh a rann o galloud dre zek e-keñver hini ar bombezennoù H. Evit tagañ an tankoù int bet fardet, abalamour ma teu an neutron a-benn da dreuziñ an hobregon ha da lazhañ an dud a zo er c'harbed ; gouest int ivez da lazhañ poblañs ur gêr hep distruj an annezioù.

Listri-brezel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
USS Enterprise (CVN-65) ha daou lestr all kaset dre c'hremm derc'hanel. War ar pont emañ ar skipailh o stummañ an atalad E=mc²

A-hed an Eil brezel-bed e voe prouet efedusted al listri-spluj, hogen ur gudenn vras a oa : ret e oa dezho dont war gorre ar mor a vare da vare a-benn tapout aer evit loskadur o c'hefluskerioù Diesel ; abaoe ma voe ijinet ar snorkel, ur gorzenn a zeu war-c'horre tra ma chom al lestr en dour, ez eo bet moanaet ar gudenn met n'eo ket bet dirouestlet da vat.
An amiral Hyman G. Rickover eo a soñjas ober gant ar gremm derc'hanel.

Diwar an araokadennoù a voe graet en ergrafañ dazgwerederioù nukleel e voe fardet un doare keflusker nevez a zo spletus e meur a geñver :

  • n'eus ket ezhomm ag aer evit ma yafe en-dro ;
  • gant ur c'hementad bihan a drelosk e c'hall mont en-dro e-pad mizvezhioù, betek bloavezhioù zoken, hep paouez – atav e vez al listri-spluj amerikan o vont en-dro a-hed o buhez ;
  • galloudusoc'h eo o bount[23] eget hini forzh pe geflusker arall, setu e c'haller fardañ listri-spluj kalz brasoc'h eget ar re glasel vrasañ a zo bremañ, ar re rusian Akula (175 m a hirder, 48 kt a zilec'hiadur).

Gant o c'hefluskerioù e c'hall al listri-spluj derc'hanel tizhout 25 skoulm (46,3 km/h), chom sizhunvezhioù-pad e deun ar mor ha boniañ kementadoù divent a bourvezioù brezel en o sontoù.
Ar Stadoù-Unanet, ar Rouantelezh-Unanet ha Bro-C'hall eo ar Stadoù nemeto o deus dibabet kas o listri-spluj dre zazgwerederioù derc'hanel.

Aerlistri brezel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Koulz an Amerikaned ha Soviediz o deus fardet bombezerioù kaset dre c'hremm derc'hanel, evit ma c'hallfent bout karget ag armoù nukleel ha chom da nijal tro-dro d'o falioù. E dibenn ar bloavezhioù 1950 e voe paouezet d'o c'henderc'hañ, da heul diorroadur ar fuc'helloù gerc'hellañ etrekevandirel (FKE / ICBM) a zo herrekoc'h, marc'hadmatoc'h, didud ha hogosik didrec'hus.

Arver trevourel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
NS Savannah (1962)

Abaoe ar bloavezhioù 1950 e vez implijet ar gremm derc'hanel evit erluskañ karbedoù liesdoare, eus listri-spluj betek egorlistri.

A-c'houde arver an erlusk derc'hanel gant an armeoù e teuas buan anat e talvezje ivez evit ar merdeiñ trevourel, neuze e voe fardet sammlistri ha skorndorrerioù kaset dre zazgwerederioù nukleel.

E 1962 e voe savet ar vag nukleel gentañ evit kas tud ar marc'hadourezhioù, NS (Nuclear ship) Savannah hec'h anv, a oa erlusket gant un dazgwereder 74 MW e c'halloud. Dibaramantet e vo eizh vloaz diwezhatoc'h, e 1970, abalamour ma ne oa ket askorus a-walc'h.
Teir bag derc'hanel a-seurt-se hepken a voe savet da c'houde : NS Otto Hahn (38 MW, 1970-2009) en Alamagn, NS Mutsu (36 MW, 1972-1992) e Japan (ur proviñs japanat kozh e oa Mutsu) hag NS Sevmorput (Severniy Morskoi Put, "Hent-mor an Norzh" ) (135 MW, 1988-bremañ) en U. R. S. S.

Nav lestr skorndorrer nukleel a voe savet gant ar Rusianed etre 1959 ha 2007.

Tresadenn eus ar raktres Orion

Petra bennak ma 'z eus meur a zoare da ober gant ar gremm derc'hanel evit erluskañ egorlistri, un nebeud anezho hepken zo bet peurstudiet.

Dre hidrogen kaset d'ur gwrezverk uhel en un dazgwereder nukleel ez erlusker fuzeennoù gwrezderc'hanel, ar pezh a ro ur galloud kevatal da ziv wech hini ar c'hefluskerioù kimiek. E 1959 e voe amprouet ar fuzeennoù kentañ, e stern ar raktres Nerva a voe nullet e 1972 hag adloc'het e 1990 dindan an anv Space Nuclear Thermal Propulsion (SNTP) a-benn kas un egorlestr da Veurzh e 2019 ; Prometheus eo anv ar raktres-se abaoe 2008.
E stern ar raktres-se emeur o studiañ arver un erlusker dre ion ksenon anvet Nuclear Electric Xenon Ion System (NEXIS).

E 1947 ez ijinas an Amerikan Stanisław Ulam (1909-1984) ar raktres Orion[24] a voe loc'het e 1958 gant an embregerezh General Atomics ; aozañ beajoù etreplanedennel marc'hamat da 10% eus tizh ar gouloù e oa ar pal.
Dre erluskadur derc'hanel poulzataet (External Pulsed Plasma Propulsion) e yaje en-dro, da lavaret eo dre darzhadennoù bombezennoù nukleel diavaez[25] Ken abred ha 1963 avat e voe dilezet ar raktres, en abeg d'ar c'houezhadennoù skinoberiek[26].
Arveret e oa ar mennozh-se e stern ar raktres breizhveurat Daedalus (keflusker dre uniadur) hag e stern ar raktres amerikan Longshot Project (keflusker dre skiriadur koublet gant unan dre uniadur).
Ur mennozh all eo bet ober gant ur GGS / RTG a servijje da erluskañ ur fuzeen dre skinozotopoù[27].

Toyota FCV

Ar Ford Nucleon e voe ar c'harr derc'hanel nemetañ, raktreset e 1958 ; gant un dazgwereder bihan dre skiriadur e vije bet tizhet tremen 8 000 km a ziamzalc'h (etre 800 ha 1 100 km eo diamzalc'h ar c'hirri-tan a-vremañ). Biskoazh avat ne voe fardet unan darev da vont wan an hentoù ; e mirdi Henry Ford e Dearborn (Michigan) e c'haller gwelet ur pimpatrom.

Un dazeilad all d'an treloskoù kondon eo an hidrogen, a c'haller endelc'her e podoù-trelosk a-benn erluskañ kirri dre hidrogen. Soñjet ez eus bet er gremm derc'hanel evit genel an hidrogen dre zazgweredoù gwrezkimiek pe dre dredanrannadur gant burezh tomm-kenañ[28]. E dibenn ar bloavezh 2013 e voe diskouezet ur c'harr dre bod-hidrogen e Tōkyō hag e Los Angeles, an Toyota Fuel Cell Vehicle (FCV), a vo lakaet er c'henwerzh e 2015[29].

Kenderc'hañ tredan

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hep mar ez eo ar c'henderc'hañ tredan a-benn bastañ da ezhommoù an dud an ober anavezetañ gant ar gremm derc'hanel, dreist-holl dre arver skiriadur an uraniom arfonnet. Dazgwerederioù ma vez skiriet pe uniet un treslok a vez implijet, met par da hini ar c'hreizennoù gwrezel eo arc'hwel ar c'hreizennoù derc'hanel. Diforc'hioù zo avat etre ar chreizennoù a ra gant treloskoù kondon hag ar re zerc'hanel ; er re ziwezhañ-mañ :

  • ez eo rekis e ve strizh argerzh ar surentez ha hini ar mestroniañ ; skañvoc'h e vijent e dazgweredoù ar pevare rummad, a zo primoc'h ha yenaet dre sodiom[30], hag emeur en gortoz a reolennoù laoskoc'h c'hoazh pa vo arveret dazgwerederioù dre uniadur, rak hogos emgefreek e vo hevelep aveadurioù ;[31]
  • kalz nebeutoc'h a drelosk zo rekis evit magañ ar c'hreizennoù-se bep bloaz eget na vez er c'hreizennoù dre drelosk kondon ;
  • null eo ar c'hementadoù a CO2 hag NOx a vez ec'hodet en aergelc'h gant ar c'hreizennoù derc'hanel — n'int ket null avat en argerzh ar c'henderc'hañ trelosk hag ar sevel kreizennoù[32].

Dre skiriadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adalek an 20 a viz Kerzu 1951 e voe kroget da kenderc'hañ tredan dre ar gremm derc'hanel, en Idaho er Stadoù-Unanet, a-drugarez d'un dazgwereder 100 kW, hogen e 1954 hepken e voe liammet ar greizenn gentañ ouzh ur rouedad — en U. R. S. S., gant un dazgwereder 5 MW na zaskore nemet 17% eus ar gremm a lonke. E 1956 e voe savet ar greizenn genwerzhel gentañ er bed, e Sellafield (anv nevez Windscale, Bro-Saoz).
D'ar 25 a viz Meurzh 1957 en em vodas Alamagn, Belgia, Bro-C'hall, Italia, an Izelvroioù ha Luksembourg koulz hag e Kumuniezh Armerzhel Europa hag e Kumuniezh Europa ar Gremm Derc'hanel (EURATOM) ; pal EURATOM eo kenurzhiañ an enklaskoù war ar gremm derc'hanel en Europa. En hevelep bloavezh e voe aozet Amsez Etrebroadel ar Gremm Derc'hanel (AEGD) (International Atomic Energy Agency / IAEA), gant ar pal herouezañ an arver peoc'hus eus ar gremm derc'hanel evit ar peoc'h hag evit yec'hed ha finborte an dud.

Adalek 1957 neuze e voe diorroet arver ar gremm derc'hanel er bed a-bezh, e Bro-C'hall hag e Japan pergen a-c'houde ar stroñs tireoulel a c'hoarvezas e 1973, pa oa ar Stadoù-se kabestret gant an tireoul evit kenderc'hañ tredan. E 1979 e voe ur gwallzarvoud e kreizenn derc'hanel Three Mile Island er Stadoù-Unanet, ar pezh a gasas da strishaat ar surentez er c'hreizennoù hep na vije paouezet da lakaat kresk e galloud an dazgwerederioù. E 1986 avat, a-c'houde ar gwallzarvoud all a c'hoarvezas e kreiznenn nukleel Tchornobyl (Ukraina), na oa ket a-live gant an darbaroù a oa rekis ar C'hornôg, e voe lakaet un harz d'ar c'hresk-se evelato.

Un tamm eus an dazgwereder ITER

E 1968 hepken e voe an dazgwerederioù dre uniadur a-live gant dezverkoù Lawson.

Efedusoc'h eget ar skiriadur eo an uniadur, pa genderc'h muioc'h a c'hremm dre dolzennad trelosk arveret ; suroc'h ha naetoc'h eo ivez, ha talvoudusoc'h war hirdermen[33], hogen ne vo ket kenwerzhel kent ar bloavezh 2050[34] Ar gudenn bennañ eo an doare da virout ouzh an danvez a vont dreist stad ar plasma betek ma tizhfe dezverkoù Lawson, pa n'eus danvez ebet a zo gouest da c'houzañv ar gwrezverkoù rekis.

E meur a c'hreanti ez eus bet sevenet dazgweredoù derc'hanel dre uniadur mestroniet. Ar rakres ITER, a zo kaset gant Unaniezh Europa ha Japan, eo e bal sevel ur greizenn nukleel dre uniadur a-benn kenderc'hañ tredan. Savetoc'h emañ ar raktres National Ignition Facility (NIF) er Stadoù-Unanet[35].

Kalvezerezhioù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dazgwerederioù gwreztredanel dre skinizotopoù a vez arveret pa vez ezhomm a genderc'hañ tredan pe wrez gant ur galloud izel ha war hirdermen.
En degouezh-se e vez implijet skinizotopoù a c'han rannigoù α, evel an amerikiom 241Am pe ar poloniom 210Po. Ganerioù skinoù β evel ar strontiom 90Sr zo bet arveret ivez.

Degadoù a vloavezhioù eo padelezh hevelep dazgwerederioù peurliesañ, ha spletus e vezont war tachennoù zo, evel ar re ma ne vez ket trawalc'h ag avel pe heol, hag ar re zigenvez ma vez diaes kemmañ daspugnerioù. Implijet int bet gant ar Rusianed e latar pennahel Norzh ar bed, hag er sonterezioù egor e vezont staliet ivez.

Dilerc'hioù skinoberiek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Douaradur don er stadoù-Unanet (2005)

Dilerc'hioù a vez kenderc'het gant forzh pe c'hreanterezh, gant hini ar genel gremm evel ar re arall. An dazgwerederioù derc'hanel ivez neuze a c'han dilerc'hioù boutin ha reoù bistrius evel an daspugnerioù, an dourennoù da yenaat an treuzfurmerioù, hag all, a vez douaret pe adkelc'hiet. Heñvel eo danzeadur an dilerc'hioù-se en holl labouradegoù ha kêrioù, war-bouez hini an dilerc'hioù skinoberiek, a zo ganet diwar greanterezh ar gremm derc'hanel hepken.

Dibarek eo danzeadur an dilerc'hioù-se neuze ; lezennoù a-ratozh zo bet divizet, a zo diouzh ar skinoù a vez ec'hodet ha diouzh hanterhoali an elfenn-mañ-elfenn. Gant an holl zilerc'hioù skinoberiek e pled al lezennoù-se, ha pa vijent kenderc'het gant kreizennoù nukleel, gant labouradegoù greantel pe gant kreizennoù mezegel.

Meur a zoare zo bet lakaet e pleustr a-benn danzen an dilerc'hioù derc'hanel, hervez o skinoberiegezh[36].

Skinoberiegezh izel pe grenn

Berr eo buhez an dilerc'hioù-se, gwan eo o skinoberiegezh, nebeut a skinoù α pe γ a vez ec'hodet ganto ; 4 000 Bq / g d'ar muiañ eo ar skinoù α hir o hanterhoali a ec'hodont.
Dilerc'hioù boutin ar chreizennoù int, evel ar manegoù, ar pilhoù, ar mezelloù hag arall.
Gwasket e vezont, ha sec'het mar bez ret, kent bout lakaet e bidoniadoù beton ha douaret e-pad 300 pe 500 vloaz hervez ar broioù e lec'hioù reoliet.

Skinoberiegezh uhel

Hir eo hanterhoali an dilerc'hioù-se, uhel eo o skinoberiegezh (muioc'h eget 4 000 Bq / g). Bihan eo ar c'hementadoù anezho, met noazus int kerkent ha kenderc'het. Ar barrennoù trelosk a vez arveret er skiriadur derc'hanel int peurliesañ.
Meur zoare zo d'o danzen.

  1. Boniañ berrbad : e poulloù-dour ar greanti end-eeun, a-hed buhez ar greanti (war-dro 40 vloaz), pe en ul lec'h bet savet a-ratozh.
  2. Addanzeadur : disrannet e vez an elfennoù dre un argerzh fizikel-kimiel a-benn adimplijout lod eus an izotopoù (uraniom, plutoniom, kobalt, keziom a-douez reoù arall) ; un adkelc'hiadur eo e gwirionez. Lod elfennoù avat na c'haller ket adimplijout penn-da-benn, evel an neptuniom pa an amerikiom, dibabaet ez eus bet o douarañ don eta.
  3. Douaradur don : stabilaet e vez ar barrennoù trelosk skinaet dre o lakaat en endalc'herioù a vez boniet don en douar, e mengleuzioù kozh alies pe e salioù bet toullet a-ratozh e lec'hioù a ouzer int bet stabil e-pad milionoù a vloavezhioù. Maen-raz, greunit pe holen eo danvez ar mammoù douarouriel-se peurliesañ. Fiziañs zo ma c'hello an dilerc'hioù bout miret el lec'hioù-se a-hed ar miliadoù a vloavezhioù ma vint skinoberiek, hep bout noazus evit an dud a vev war gorre an douar. Ar si pennañ eo e vo diaes-kenañ adtapout an treloskoù-se en dazont, e ken degouezh ma vije bet diorroet kalvezerezhioù nevez evit o adimplijout[37].
  4. Treuzkemmadur : en dazgwerederioù nevez a implij toriom evel trelosk ouzhpenn e soñjer addanzen an dilerc'hioù derc'hanel a-drugarez d'un eil skiriadur a vez kaset da bennvat dre skinata an trelosk gant rannigoù. War-dro ar bloaz 2025 e vo an dazgwereder kentañ, anvet Myrrha[38]. Ar pal eo adimplijout an dilerc'hioù na ouzer ket addanzen, evel ar c'huriom, an neptuniom hag an amerikiom, hag o lakaat da dalvout e-lec'h an treloskoù kondon.

Dael a-zivout ar gremm derc'hanel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un dael a vez renet diwar-benn arver ar gremm derc'hanel en obererezhioù mab-den. Setu amañ un diverrad eus an arguzennoù a zo.

  • War-dro un drederenn eus an tredan a vez kerderc'het en Unaniezh Europa a zeu eus dazgwerederioù derc'hanel, ar pezh a vir outi ag ec'hodiñ CO2 ha rannigoù noazus en aergelc'h an Douar, ar pezh a ra ar c'henderc'hañ tredan dre dreloskoù kondon.
  • Dre lakaat ar gremm nukleel da dalvout evit ar vezekniezh ez eus bet degaset meur ag araokadenn : ar skinoù X evit an deznaou, ar skingur evit pareañ lod kankroù, hag ar skinapotikerezh ma lakaer elfennoù er c'horf a-benn o evezhiañ dre an diavaez.
  • Dre ar skinadoù ionaus e c'haller mirout ar boued.
  • Uhel eo ar riskl a gontammerezh pa c'hoarvez ur gwallzarvoud, evel Gwallzarvoud nukleel Fukushima I-Daiichi, d'an 11 a viz Meurzh 2011, pe un darvadenn.
  • Diaes eo boniañ an dilerc'hioù, a zo chom skinoberiek e-pad pell-bras.
  • Ker-ruz e koust ar c'hreizennoù derc'hanel, hag e-pad pell e koustont.
  • Bepred e c'haller arverañ ar gremm nukleel evit kas brezelioù.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gallek
Saoznek
Brezhonek

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Geriadur Martial Ménard, Énergie/PHYS. Energie nucléaire, p. 494-a.
  2. diwar Geriadur Martial Ménard, Atomique, p. 112-b.
  3. Ofis ar Brezhoneg
  4. Brezhoneg 21
  5. Saozneg : Radioisotope Thermoelectric Generator (RTG)
  6. Sam Kean (2010), The Disappearing Spoon and Other True Tales of Madness, Love, and the History of the World from the Periodic Table of the Elements, Little, Brown & Company, ISBN 978-0-316-05164-4 (en)
  7. Techno-Sciences (fr)
  8. Uraniom arfonnet : uraniom naturel (238U) ma 'z eus bet kresket ar c'hementad ag izotopoù 235U a c'haller skiriañ ; 0,72% ag U-238 zo en uraniom naturel peurlieasañ.
  9. Life, 08/09/1958 (en)
  10. MWe : evit electric, "tredanel" eo an e.
  11. Peking University (en)
  12. Espace Européen des Brevets (fr) (en)
  13. Science.gouv.fr (fr)
  14. ITER (en) (fr)
  15. D'ar 25 a viz Eost 2012 e voe Voyager 1 an ardivink kentañ graet gant mab-den o vont er-maez eus koskoriad an Heol ; goude 2016 e vo heuliet gant Voyager 2, mard a pep tra evel rakjedet.
  16. Hanterhoali (fizik derc'hanel) : an amzer rekis ha tebek evit ma tigevanfe an hanter eus atomoù distabil ha skinoberiek ur standilhon. En eilennoù e vez muzuliet, ha notennet T1/2 war ar c'hevregad.
  17. Gremm fiñvek : gremm a zo en ur c'horf pa fiñv e-keñver un hansod termenet. Atalad ar gremm-se eo E = 1/2 x m x v², m'emañ gremm fiñvel ar c'horf E (e Jouloù) kevatal da hanter tolz ar c'horf m (e kilogrammoù) lieskementet dre e dizh v (e metradoù dre eilenn) ; 10keV =
  18. Sank barr : ul lec'h ma vez ar gremm en e izelañ. Pa vez gremm pe c'hremm en ur sank barr ne c'hall ket treiñ d'un doare gremm all.
  19. Gwered riboul : anadenn el loc'honiezh pementadel, ma c'hall ur rannig treuziñ dre ur riboul ur vevenn na c'hallfe ket treuziñ er fizik klasel.
  20. Gourzhneutronenn : gourzhrannig an neutronenn eo. Kevatal da hini un neutronenn eo he zolz, n'eus bec'hiad ebet enni kennebeut, hogen pa 'z a tri kwark q+, q+ ha q- da sevel un neutronenn (ar sammad o vout +1) ez a tri gourzhkwark da ober ur c'hourzhneutronenn, ar sammad anezho o vout -1 neuze.
  21. Bureau International des Poids et Mesures (BIPM) (fr)
  22. Geriadur brezhoneg An Here, An Here, 2001, ISBN 978-2-86843-236-0
  23. Bount : nerzh bountañ dazgweredus roet gant ur c'heflusker er ster kontrol da red ur c'harbed
  24. [http://www.islandone.org/Propulsion/ProjectOrion.html Island One (en)
  25. Everett, C.J. & Ulam S.M. (1955), On a Method of Propulsion of Projectiles by Means of External Nuclear Explosions, Part I, University of California, Los Alamos Scientific Laboratory (Gwelit p. 5) (en)
  26. Carl Sagan (1981), Cosmos, Ballantine, ISBN 978-0-345-33135-9 (en)
  27. Breoued amerikan #3981805, 1976 (en)
  28. Fuel Cell & Hydrogen Energy Association (FCHEA) (en)
  29. Automotive News (en)
  30. GEN IV International Forum (en)
  31. European Fusion Development Agreement (EFDA) (en)
  32. Nuclear Info (en)
  33. EURATOM (en)
  34. GIEC (fr)
  35. NIF (en)
  36. Normes de sûreté de l'AIEA – Stockage définitif des déchets radioactifs, AIEA, 2001, ISBN 978-92-0-220310-5 (fr)
  37. Moving Forward with Geological Disposal of Radioactive Waste ISBN 978-92-64-99057-9 Nuclear Energy Agency (en)
  38. Centre d'Étude de l'Énergie Nucléaire (fr) (en)