Kreizenn nukleel
Neuz
(Adkaset eus Kreizenn derc'hanel)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ur greizenn nukleel zo ul labouradeg ma vez rannet derc'hanoù atomek evit ober gwrez, hag ul lodenn eus an tommder (etre 30 % ha 40 %) a vez graet tredan ganti.
Doareoù reaktor disheñvel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lies eo an doareoù reaktor a gaver er c'hreizennoù nukleel.
-
Plan ur greizenn nukleel doare PWR (pressurized water reactor)
-
Plan ur greizenn nukleel doare BWR (boiling water reactor)
-
Plan ledanoc'h ur greizenn doare PWR gant an tour yenaat
Ur choaz politikel ha kevredigezhel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Polikirezhioù an energiezh liesseurt a zo er bed. Al lodenn vrasañ eus ar broioù avat n'en deus biken produet tredan dre en energiezh nukleel trevourel.
Breizh hep kreizenn nukleel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'eus kreizenn nukleel ebet ken o vont en-dro e Breizh, goude ma oa bet serret hini Brenniliz, daoust ma oa bet raktresoù da sevel unan all e Plougoñ, unan en Ardeven, ha daou war ribl ar Liger : unan e Pentelloù hag unan all e Aber al Liger (e Carnet). E Bro-C'hall emañ an tostañ kreizennoù ouzh Breizh bremañ :
- hini Flamanville eo an hini dostañ, dirak Gwernenez, war aod Cotentin ,
- hini Chinon, war lez ar stêr Liger,
- hini Blaye, en aber ar Gironde.