Banniel Ukraina

Eus Wikipedia
Banniel Ukraina

Kenfeurioù 2:3
Bannielouriezh
Implij Stadel, sivil, douar ha mor, tirlu
Ofisiel 22 Meurzh 1918

24 Eost 1991 (de facto)

28 Genver 1992 (ent-ofisiel)

Doare 1991-1992
Ofisiel 1991-1992

Implijet c'hoazh e-kichen ar gentel deñval

Morlu
Kenfeurioù 2:3
Bannielouriezh
Implij Morlu
Ofisiel 20 a viz Mezheven 2006
Deskrivadur En argant e groaz Sant Jorj, banniel ar Stad er c'honk.

Banniel Ukraina (ukraineg : Державний прапор України Derzhavnyi prapor Ukrainy) zo rannet a-blaen etre div vandenn gevatal, glas ha melen, evel skrivet e mellad 20 Bonreizh Ukraina[1]. Hervez an hengoun e tiskouez kement-se glas an oabl a-us edegi melen.

Ar glaz hag ar melen a zeuas war wel e-kerzh dipac'hoù 1848 en Europa, e Lviv en Ukraina, a oa en Impalaeriezh Aostria d'ar mare-se. Livioù banniel Republik Pobl Ukraina (1917-1918 ha 1918-1921), Republik Pobl Ukraina ar C'hornôg (1918-1919]) ha Stad Ukraina (1918) e oant bet, koulz ha re Ukraina ar C'harpatoù (1938-1939), met berzet e voe gant URSS. Keit ha ma voe Ukraina ur Republik Soviedel ez eo ur banniel all a voe implijet : ruz a-us glas, ar morzhol hag ar falz en aour er c'honk dehou. Distroet e voe d'ar bannniel hengounel da vare an Dizalc'hiezh e 1991, ha degemeret da vat d'ar 28 a viz Genver 1992.

Abaoe ar bloaz 2004 e vez lidet Gouel ar Banniel Broadel bep 23 a viz Eost, deiz dizalc'hiezh Ukraina.

Deskrivadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez al lezenn ukrainek ez eo glas ha melen banniel ofisiel ar Stad ; pennadurezhioù Ukraina o deus resisaet al livioù hervez an daolenn a zo amañ a-is.

Reizhiad Glas teñval Melen
CMYK 100, 63, 0, 2 0, 2, 100, 0
HTML #0056b9 #ffd800
Pantone Coated 2935 C Coated Yellow 012 C
RAL[2] 5019 Azure 1023 Gold
RGB 0, 87, 183 255, 215, 0
Websafe #06c # fc0

Dizemglev zo bet avat a-zivout ar glaz, rak koulz glaz splann ha glaz teñval zo bet arveret en Istor Ukraina ; al liv teñval a voe kemeret e 2006 en abeg ma steuz buan an hini splann en heol. Koulskoude, lod labouradegoù a gendalc'h da fardañ bannieloù splann.

Ar banniel splann en implij

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hengoun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kent donedigezh ar gristeniezh en Ukraina e veze arveret ar glaz hag ar melen el lidoù hengounel evit aroueziañ an dour hag an tan[3]. Al livioù-se a gaver war bannieloù rutheniz en Emgann Grunwald e 1410. Kuzul-Meur Rutheniz a kemeras ar glaz-ha-melen da vanniel ofisiel e-kerzh Dispach 1848 e Lviv, a oa kêr-benn Rouantelezh Galizia ha Lodomeria, hag adal neuze e voe gwintet gant ar rannarmeoù ukrainek e Lu Aostria.

Ukraina zizalc'h, 1917-1921[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Glaz a-us melen ha melen a-us glaz a veze arveret en Ukraina e-pad ar stourm evit an dizalc'hiezh e 1917. Gwer, roz, du ha gwenn a voe implijet ivez gant meur a Stad dibad da heul steuzidigezh Impalaeriezh Aostria.

« Ukraina Wer », 1917-1921[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

« Ukraina Wer » ((uk) Зелена Україна Zelena Ukrayina) zo anv istorel un tiriad etre ar stêr Amour hag ar Meurvor Habask, war-dro 1 000 000 km² e c'horread, ma oa Ukrainiz divroet ar braz eus ar boblañs. A-c'houde Dispac'h Rusia 1917 e klaskas Ukrainiz sevel o Stad dizalc'h, a anvjont Ukraina Wer[5], hogen e miz Ebrel 1918 e stalias ar Rused ur Stad anvet Republik ar Reter-Pellañ war an tiriad ; Ukraina Wer ne badas nemet 1922, ar bloaz ma voe lonket gant URSS.

Daou vanniel a oa bet kinniget evit ar Stad dizalc'h, hervez repuidi ukrainat[6].

Ukraina Soviedel, 1922–1991[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Banniel Ukraina skrapet gant KGB e Kyiv e 1966, gwerzennoù eus Kan broadel Ukraina warnañ.

Berzet e oa banniel Ukraina da vare URSS[7] ha forzh piv a oa paket opuzh e wintañ a c'helle bezañ tamallet "bruderezh enep enep Soviediz" dirak ul lez-varn. D'an 10 a viz Meurzh 1919 e voe degemret kentañ banniel Republik Soviedel Ukraina. Meur a wech e voe kemmet kent diskar URSS e 1991, met bepred e veze diazezet war liv ruz Dispac'h miz Here e Rusia ha hini [[Republik Sokialour Kevreadel Soviedel Rusia.

Ruz neuze e oa ar banniel kentañ, gant al lizherennoù kirillek У.С.С.Р. ((ru) U.S.S.R. Ukrainskaya Sotsialisticheskaya Sovetskaya Respublika) en aour. Ur vevenn alaouret a voe ouzhpennet er bloavezhioù 1930 ; ur banniel nevez a voe e 1937, warnañ ur morzhol hag ur falz alaouret a-us al lizherennoù aour У.Р.С.Р. ((uk) U.R.S.R. Ukrainska Radianska Sotsialistychna Respublika)

Goude URSS, 1991-bremañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kerkent hag aet URSS da get ec'h adkemeras Ukraina he banniel glas-ha-melen : ent-ofisiel e flojas evit ar wech kentañ war sea Parlamant ar Stad d'ar 4 a viz Gwengolo 1991.

Banniel soviedel an Trec'h

D'an 21 a viz Ebrel 2011 avat ec'h aotreas ar Parlamant ma vefe gorreet Banniel soviedel an Trec'h da Zeiz an Trec'h Ukraina, an 9 a viz Mae ; ar banniel-se a oa bet lakaet gant al Lu Ruz war ar Reichstag d'ar 1añ a viz Mae 1945, en deiz war-ler'ch emlazh Adolf Hitler. D'an 20 a viz Ebrel 2011 e voe sinet al lezenn gant ar prezidant Viktor Ianoukovytch[8], hogen d'ar 17 a viz Mezheven e voe anzavet al lezenn evel enep ar Vonreizh[9]. Pevar bloaz goude-se, d'an 9 a viz Ebrel 2015 e voe embannet ul lezenn a verze pep arouez komunour ha nazi[10]. Adal neuze ne voe aotreet arouezioù soviedel nemet er beredoù.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (uk) Error on call to Template:cite web: Parameters url and title must be specified. Kavet : 04 Meu 24.
  2. Reizhiad alaman, en Europa.
  3. (ru) Флаг Украины Banniel Ukraina @ геральдика Geral'dika. Kavet : 04 Meu 24.
  4. Skrid : « Ukraina dizalc'h pe ar marv » ; an tridant zo c'hoazh arouez Ukraina.
  5. (en) Smele, Jonathan D. Historical Dictionary of the Russian Civil Wars, 1916-1926. Lanham, Maryland : Rowman & Littlefield Publishers, 2015, p. 476 (ISBN 978-1-4422-5281-3)
  6. (en) Smith, Ned (2021). Green Ukraine / Ukrainian Far East (1921, Russian Far East)). Kavet : 04 Meu 24.
  7. (en) The Revolution On Granite: Ukraine's 'First Maidan'. Kavet : 04 Meu 24.
  8. (uk) РАДА ЗОБОВ'ЯЗАЛА ВИВІШУВАТИ ЧЕРВОНІ ПРАПОРИ НА 9 ТРАВНЯ Ar C'huzul rediet da c'horren bannieloù ruz d'an 9 a viz Mae @ Ukrayinska Pravda, 21/04/2011. Kavet : 04 Meu 24.
  9. (ru) КС Украины признал неконституционным использование красного знамени Победы Lez Bonreizh Ukraina he deus lakaet implij Banniel ruz an Trec'h da zivonreizhek @ RGRU, 17/06/2011. Kavet : 04 Meu 24.
  10. (en) 'Rada bans Communist, Nazi propaganda in Ukraine @ Interfax-Ukraine, 09/04/2015. Kavet : 04 Meu 24.