Viktor Ianoukovytch
Viktor Fedorovytch Ianoukovytch (ukraineg : Віктор Федорович Янукович , ruseg : Виктор Фёдорович Янукович Viktor Fiodorovitch Ianoukovitch) a zo ur politikour ukrainat, e penn ar Strollad ar rannvroioù. Ganet eo bet d'an 9 a viz Gouere 1950 en Ienakiieve (oblast Donetsk), en URSS.
Kentañ ministr Ukraina eo bet eus ar 21 a viz Du 2002 d'an 31 a viz Kerzu 2004. Kollet en deus an dilennadegoù evit ar prezidant e 2004 a-enep da Viktor Iouchtchenko, kaser an Dispac'h orañjez.
A-drugarez da zisoc'hoù e strollad evit dilennadegoù ar gannaded ha kannadezed e 2006 e voe Kentañ ministr adarre, eus ar 4 a viz Eost 2006 d'an 18 a viz Kerzu 2007. E penn an tu enep e c'hounezas dilennadegoù ar prezidant e 2010 gant 48,95 % eus ar mouezhioù, ha 45,47 % evit e enebourez Yuliya Tymochenko. Digarget e voe gant ar Parlamant d’an 22 a viz C'hwevrer 2014 goude ma oa tec'het kuit da Rusia, da heul un emsavadeg pobl.