Maxime Touzé
Maxime Touzé, ganet e Normandi, e 1989, eus ur familh a orin eus Breizh Uhel, a zo kelenner brezhonek war an istor hag an douaroniezh hag ur politikour, ezel eus burev politikel an UDB. Pennskridaozer pajennoù brezhonek ar gelaouenn Le Peuple Breton eo ivez.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Normandi eo bet desavet. Eus Breizh-Uhel e teu e familh.
Desket en deus brezhoneg gant Skol an Emsav da vare e studi war an istor hag an douaroniezh er skol-veur ha tapet en deus un aotreegezh vrezhoneg e Skol-veur Roazhon 2. Mont a reas da Sant-Brieg evit tapout ar master micherel evit an deskadurezh, an desavadurezh hag ar stummadur gant un arbennigiezh war ar brezhoneg. Diouzh-se e c'hellas mont da gelenner e Breizh ha ne faotas ket dezhañ bezañ kaset d'ul lec'h all.
Postoù kelenner en deus bet el lise Jean-Marie Le Bris, e Douarnenez hag er Skolaj Pêr Stefan, e Brieg[1].
Stourm politikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kuzulier-kêr eo e Douarnenez, abaoe 2020. Mont a reas war ar renk dindan banniel an UDB da geñver an dilennadegoù kannaded (7vet pastell-vro Penn ar Bed) e miz Mezheven 2022[2] ha Tapout a reas 4,76% eus ar mouezhioù war e anv[3].
Kaout ur Stad e Breizh n'eo ket un dra a zedenn ac'hanon.
– Maxime Touzé, An divskouarn o nijal, 24/12/2018
Pennadaoù embannet gantañ e-barzh Pobl Vreizh (roll diglok)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- TOUZE Maxime, Ur Breizhad o reiñ sikourioù dengarour en Ukraina, e-barzh Le Peuple Breton/Pobl Vreizh, miz Gwengolo 2023, niv. 716, pp. 22-23.
- TOUZE Maxime, Nadoz-Vor : un ti-embann a Vreizh o kreskiñ !, e-barzh Le Peuple Breton/Pobl Vreizh, miz Meurzh 2017, niv. 638, p. 18.
- TOUZE Maxime, Ur stal-levrioù breizhek nevez e Brest !, Le Peuple Breton, 7 a viz Du 2016.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Maxime Touzé enseigne l'Histoire en breton, e-barzh Ouest-France, 5-6 Du 2022.
- ↑ Marion Gonidec, Législatives. Maxime Touzé « L’UDB, c’est le parti du quotidien », e-barzh Ouest-France, 5-6 Mezheven 2022
- ↑ Résultats des élections législatives 2022 dans le Finistère.