Al Jazeera

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Al Jazeera skrivet en arabeg

Al Jazeera (arabeg : الجزيرة al-jazīrah, [æl (d)ʒæˈziːrɐ], "al ledenez", da lâret eo ledenez Stad Katar) zo ur chadenn skingomz ha skinwel arabek etrebroadel perc'hennet gant Katar. Diazezet eo e Doha ha renet gant ur c'hengevread media anvet Al Jazeera Media Network.

Hervez lezenn Bro-Gatar ez eo an holding "un ensavadur prevez evit ar mad foran"[1]. A-dreñv an aozadur-se emañ Stad Katar evit an arc'hantaouiñ met dieub e chom da embann ar pezh a fell dehi. Ar chadenn a vez kavet abeg enni gant aozadurioù pe broioù a sell outi evel un ostilh propaganda katari.

Etimologiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En Arabeg, al-ǧazīrah a dalvez ger-ha-ger "an enezenn". Koulskoude e talvez kement ha Ledenez Arabia[2], zo شبه الجزيرة العربية šibh al-ğazīrah al-ʿarabiyyah, berraet e الجزيرة العربية al-ğazīrah al-ʿarabiyyah. Kavout a reer ar memes gwrizienn en anvioù arabek al-Jazira (الجزيرة an enezenn) roet da C'horre Mezopotamia, un dachennad douar all gronnet gant dour hogos penn-da-benn ; hag Algeciras hag Aljeria ivez.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lañs a oa roet da ganol dre loarell Al Jazeera d'ar 1añ a viz Du 1996 goude diwezh abadennoù kreizenn skinwel arabek ar BBC goude ur bloavezh hanter labour, pa glaskas gouarnamant Arabia Saoudat sañsuriñ keleier, da skouer danevelloù diwar-benn ar sekusionoù pe ali disidanted politikel a-bouez[3].

Emir Katar, ar cheik Hamad bin C'halifa, a brestas 500 milion rial (137 milion dollar US.) da lakaat Al Jazeera da vont en-dro e-pad ar pemp bloavezh kentañ[4]. Lodennoù a oa kemeret gant posterien arc'hant prevez koulz ha gant gouarnamant Katar.

Savadur Al Jazeera

Kregiñ a reas Al Jazeera da skignañ e miz Du 1996. Pourchas a rae 6 eurvezh abadennoù bemdez. Kreskiñ a reas an niver-se da 12 eurvezh e fin 1997. Skignet e oa tro-war-dro dre stignoù ha dre ar fun. Al Jazeera a oa skignet dre dre loarelloù ivez ha tu a oa da sellet outañ digoust, daoust ma vire Katar, ha kalz broioù arab all ouzh an dud a gavout stignoù prevez evit al loarelloù betek 2001[5].

Pa krogas Al Jazeera Media Network da skignañ e oa Arabsat al loarell nemeti a skigne abadennoù er Reter-Kreiz, hag e-pad ar bloavezh kentañ ne oa gouest da bourchas da Al Jazeera nemet ur treuzponter bandenn C gwan a oa rekis ur stign ledan d'e resev. Dieubaet e voe un treuzponter bandenn Ku gant e implijer, Canal France International, da ziskouez e volontez vat, goude m'en doa skignet dre fazi 30 munut pornografiezh en Arabia Saoudat mirour[6]

D'ar c'hentañ a viz Genver 1999 e komañsas Al Jazeera da skignañ 24 eurvezh bemdez[7]. En ur ober ur bloavezh e oa tric'hementet niver an implijidi betek 500 implijad. Burevioù he doa an ajañs en un dousennad lec'hioù ken pell hag ar Stadoù-Unanet pe Rusia. Istim a raed e voujedenn vloaziek da 25 milion d'ar mare-se.

E miz Even 2017, gouarnamantoù Arabia Saoudat, an Emirelezhioù Arab Unanet, Bahrein, ha gouarnamant Ejipt o devoa pouezet kreñv evit ma vije serret ar gompagnunezh. Bez' e oa unan eus an trizek goulenn groñs hag a oa bet savet ganto pa oa bet cheu diplomatek etre gouarnamant Katar hag int.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Dunleavy, Jerry, "Al Jazeera pushes back on GOP effort to force it to register as a foreign agent". Washington Examiner, 19 a viz Mezheven 2019.
  2. Arabic in Graphic Design: Al Jazeera's Cartouche (18 February 2008), Cloudjammer Creative Network, url an diell
  3. AL JAZEERA TV: The History of the Controversial Middle East News Station Arabic News Satellite Channel History of the Controversial Station, Allied-media, 12 a viz Ebrel 2012
  4. Hugh Miles Al Jazeera: The Inside Story of the Arab News Channel That Is Challenging the West
  5. Powers, [url=https://www.academia.edu/556090 The Geopolitics of the News: The Case of the Al Jazeera Network], University of Southern California, 2009.
  6. "france seeks to soothe arab anger over porn film", Hürriyet Daily News, 23/03/1997 diell, 2014.
  7. Al jazeera, [http://www.aljazeera.com/archive/2006/11/2008410115625813175.html "A decade of growth" 2006