Banniel Ghana

Eus Wikipedia
Banniel Ghana

Banniel Ghana eo banniel broadel Ghana abaoe ar 6 a viz Meurzh 1957. Dilezet e voe e 1958 hag adkemeret e 1966.

Teir bandenn a-blaen, gant al livioù panafrikan, a ya d'ober anezhañ : unan ruz e krec'h (arouez ar gwad skuilhet evit dieubidigezh ar vro), unan velen e kreiz (arouez an aour) hag unan wer en traoñ (arouez an natur hag ar c'hoadeier). E-kreiz ar vandenn velen ez eus ur steredenn du evit diskouez eo Ghana ar vro dizalc'h kentañ eus Afrika.

Bannieloù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]