Livioù panafrikan

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Banniel istorel Etiopia gant al livioù panafrikan gwer, melen ha ruz.
Banniel UNIA gant al livioù panafrikan du, ruz ha gwer.

Graet e vez livioù panafrikan (pe livioù hollafrikan) eus div reizhiad triliv. Kavet e vezont war bannieloù met ivez evit traoù all. An hini boasañ eo an triliv gwer, melen, ha ruz, diwar livioù banniel Etiopia, met ivez an triliv du, ruz, ha gwer, bet ganet e-touez ar re zu er Stadoù-Unanet.

Ar gwer, melen, ruz[kemmañ]

Deuet eo diwar banniel hengounel Etiopia, d'ar mare ma oa-hi ar vro nemeti chomet dizalc'h en Afrika, hag ivez dre m'he doa stourmet kalonek a-enep aloubidigezh er vro gant Italia faskour. Adkemeret eo bet gant al luskad Rastafari ivez. Pa oa an didrevadenniñ gant e hent, e kemeras kalzik a vroioù, dreist-holl e kornaoueg Afrika, gant Ghana da gentañ penn e 1958, ar vro gentañ deuet da vezañ dizalc'h. Broioù 'zo er-maez eus Afrika o deus kemeret al livioù-se ivez, evel broioù eus Amerika (en Antilhez dreist-holl), pa oa kalzik a dud a-orin eus Afrika eno (diskennidi sklaved).

Daoust ma ne oa displegadur ebet da gentañ gant al livioù-se da vare banniel kentañ Etiopia, e tispleger dre vras an traoù evel-henn: 1. ar gwer evit pinvidigezh an natur, an douaroù hag ar c'hoadeier; 2. ar melen evit pinvidigezh labour an dud, an heol hag an dezerzhoù hag ar savanennoù; 3. ar ruz evit gwad an dud o deus stourmet evit ar frankiz.

Ur rasta e Barbados.

Livioù UNIA[kemmañ]

Un triliv all, bet degaset gant an UNIA-ACL (Universal Negro Improvement Association and African Communities League), gant al livioù ruz, du ha gwer. Aroueziañ a ra al liv du an dud du, ar ruz ar gwad hag a ra unaniezh an holl re o deus hendadoù afrikan, hag ar gwer pinvidigezh natur Afrika. Diskouezet e oa bet evit ar wech kentañ d’an 13 a viz Eost 1920 e New York.

Bannieloù gwer, melen, ha ruz[kemmañ]

Bannieloù bet pe a-vremañ[kemmañ]

Gant livioù ouzhpenn[kemmañ]

E-maez Afrika[kemmañ]

Notenn: Broioù 'zo a c'hall kaout al livioù-se ivez, evel Lituania, Bolivia pe Myanmar, hep na ve tra da welet.

Banniel ruz, du ha gwer[kemmañ]

Bannieloù en Afrika[kemmañ]

E-maez Afrika[kemmañ]

Notenn: Broioù 'zo a c'hall kaout al livioù-se ivez, evel Afghanistan, Libia pe broadelourien Karelia, hep na ve tra da welet. Gwelet ivez livioù panarab.

Notennoù[kemmañ]


Liammoù diavaez[kemmañ]