Laurent Pokou

Eus Wikipedia
Laurent Pokou e Roazhon e 2011.

Laurent Pokou, ganet d'an 10 a viz Eost 1947 e Treichville (Afrika ar C'hornaoueg C'hall) ha marvet d'an 13 a viz Du 2016 e Cocody (Aod an Olifant), a zo ur melldroader eus Aod an Olifant.

C'hoariet en deus evit Stade Rennais Football Club etre 1973 ha 1977 hag e 1978-1979. Unan eus ar c'hoarierien wellañ bet gwelet e klub Roazhon e oa. Pelé en deus lavaret diwar e benn : « Kavet 'm eus an hini a dapo ma flas. Laurent Pokou e anv. »[1].

Evit Pokou e oa Roazhon « klub ma buhez ».

Kleuboù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Padrig Féroc, « Kenavo, Laurent Pokou », Bremañ, niv. 412, Kerzu 2016-Genver 2017, p. 31.