Isaac Robelin (mab)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Isaac Robelin (mab), bet ganet e Brest e 1660, a oa ijinour milour ha rener mogerioù-kreñv Breizh, bet stummet war ar vicher-mañ gant Sébastien Le Prestre, markiz Vauban.

Mab e oa d'an ijinour milour Isaac Robelin (tad) (1631-1709), unan eus pennañ kenlabourerien Vauban, a gemeras perzh e sevel mogerioù-kreñv Saint-Omer (Pas-de-Calais) ha labourioù heñchañ ar stêr Eure.

Kefridi en devoa bet da gas da benn labourioù porzh arsanailh Brest. Mont a reas da varc'heg Urzh Sant-Loeiz e 1700.

Anvet e miz Ebrel 1721 e oa bet kaset gant ar roue da Roazhon da adsevel ar gêr war-lerc'h Tan-gwall bras 1720, ne oa ket bet degemeret e raktres avat.

Fellout a rae dezhañ adsevel Roazhon en tu-hont d'ar ranngêrioù devet en ur raktresañ heñchañ ar Gwilen ivez ha kempenn goueled-kêr na oa ket bet tizhet gant ar flamm koulskoude. Aet Toussaint Rallier du Baty da vaer e oa bet ret da Robelin dilezel e gefridi hag erlec'hiet e oa bet e 1724 gant Jacques V Gabriel, kaset gant Loeiz XV (Bro-C'hall) adarre. Damgemmet e voe gantañ an tres bet degemeret e miz Ebrel 1725. Labourioù goueled-kêr Robelin a oa chomet da raktres e-pad ouzhpenn kant vloaz.

Aet e oa bet da Anaon d'ar 27 a viz Du 1728 e Brest.